Eur berjer bian er blazen
Gant e zènvet en eun dossen,
En devoa gred goap avoijo
Eus ar verjerien-all var dro,
O crial : roït zicour din
Rac emedi amàn ar bley !
Mæs pa voa sur en guirione,
Caer goulen zicour en devoe :
Tout o deveus-an bet lezet
Hac e c’haille crial êzet.
Sans moral.
Ne brofit qet cals ar gaouiat ;
Rac pa en deo lavaret mad
Ar voirione pur displiqet,
Gant den ebet ne vo credet :
Dre ze eo ennes eur viç fall
Pa vezo eöm an dud-all.