Annaic Ar Fichant
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Annaig ar Fichant.
Selaouet hac e clevfet, hac e clevfet canan,
ha breman,
Eur zônic coant a newez gompozet er bloaz-man,
ha du-man ;
’Zo grêt da zaou den iaouanc euz a barrouz Moélou,
hac ho daou ;
Dezir braz ’zo ’n ho c’halon da veza priejou,
hac ho daou.
— Bonjour d’ec’h, Anna ’r Fichant, bonjour d’ec’h a lâran,
ha breman :
Pe-lec’h ’man ho tad Juluan, pa n’hen guelan o toman,
ha breman ?
— ’Man duze ’n parc al liorz, nac o voustellad ed,
me a gred ;
Et-hu d’am goull digant-han, n’ viot ket refuset,
me a gred.
— Bonjour, Juluan ’r Fichant, bonjour d’ec’h a laran,
ha breman :
Conje d’ho merc’h da zimi diganac’h c’houlennan,
ha breman.
— Ma merc’h n’ vo ket dimezet, arôc eur bloaz pe daou,
ah ! iaou !
Iaouankic mad ho cafan d’ zevel tiegezou,
hac ho taou.
Abars eur pennad goude, ar plac’h ’zo chommet clanv,
han ! han!
Mont ’ra he zad Juluan da gaout ar goazic man,
ha breman.
— Bonjour d’ec’h Ervoan Riou, bonjour d’ec’h a lâran,
ha breman ;
Baoue diweza m’ ho cuelis, ma merc’h ’zo chommet clanv,
— han ! han !
— Pa oan bet euz hi goulen, d’in-me n’ hi rojac’h ket,
me a gred :
Nac it-hu breman en dro, hac eun all ’ta clasket,
mar caret.
— Bonjour, ma merc’h Annaïc, setu d’imp calonad,
ma merc’h vad,
Goude bet en sant Moëlou gant Ervoan o couscad,
ma merc’h vad !