Ann den en deuz a-walc’h a vezo va ferc’hen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



ANN DEN EN DEUZ A-WALC’H A VEZO VA FERC’HEN


War dor eur maner kaer, ar c’haera a zo bet,
E lizerennou aour eunn deiz e voe skrivet :
Ann den en deuz a-walc’h a vezo va ferc’hen.
— « Me eo hen-nez, e-feiz ! » ’me unan o tremen.
Hag hep marc’hata tamm e tarc’ho war ann or
A zibrenn, ’vel eunn tenn, ha diraz-han zigor.

Mont a ra er maner, pignat ra er c’hamprou
Leun a aour a arc’hant ; enn unan, eunn aotrou
A voa azezet kaer war eur gador wenn-kann.
Ann den d’ezhan lavar : — « Da berc’hen e teuann,
» Hervez ma’z eo skrivet e lizerennou aour ;
» Rak me am beuz a-walc’h, petra-bennag ounn paour. »
— « Neuze, eme ’nn aotrou, perak klask kaout ouc’h-penn,
» Kaout ar maner-ma c’hoaz ? Eur gaouiad oc’h, va den ! »

Ar maner-man a zo ti kaer ar Baradoz
             Ne vezo roet da zen,
             Kaer a vezo goulenn.
             Red eo, oc’h her gortoz,
Distaga ar galoun dioc’h kement zo krouet,
                Ha lavaret :
A-walc’h ! a-walc’h ! a-walc’h ! N’em beuz ken da c’houlenn,
             Nemet, goude mervel,
             Mont euz a Vreiz-Izel
Da vaner kaer ann Env, gant Doue da berc’hen.