Ann daou vreur

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An daou vreur ha Itron ar Faoued.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 196-200)



ANN DAOU VREUR.
________


I


   — Mar ann me d’ann arme, ’vel ma dleann monet,
Pelec’h lakaïnn me ma fried da viret ? —

   — Digasset-hi d’am zi, ma breurik, mar karet,
M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled ;

   M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled,
Ha p’arrufet er ger, ma breurik, hi gwelfet. —


II


   Met na oa ket et mad he daou-droad meaz ann ti,
Ma oa laret d’ez-hi : — Brema c’hui iel’ iwe !


   Diwisket ho proz-ruz, hag ho proz-wenn gwisket,
Ma iefet-c’hui d’al lann da vesa ann denved ! — [1]

   Etro pad ur seiz vloaz na deuz gret met goela,
Achuet ar seiz vloaz, ’komansaz da gana.

   Un den-jentil iaouank o tont euz ann arme
A gleo hi mouez el lann pini a gane ge :

   — Arret, ma faj bihan, krog en penn ar marc’h-ma,
Ma selaouinn ur vouez ’ zo el lann o kana ;

   Ma selaouinn ur vouez ’ zo el lann o kana,
Breman ez euz seiz vloaz na glewis ar vouez-ma ! —

   — Demad d’ac’h, berjerenn , mesaëres denved,
N’ouzonn penaoz hallet miret aze ’r gwerc’hted. —

   — Ho ! ia sur, eme-z-hi, dre drugare Doue,
D’un den-jentil iaouank, a zo et d’ann arme ;

   D’un den-jentil iaouank, a zo et d’ann arme,
Hag hen euz bleo-melenn henvel dimeuz ho re. —

   — Mar hen euz bleo-melenn henvel dimeuz ma re,
Diwallet, berjerenn, hag a ve me a ve. —

   — Wit-on da voud el lann o vesa ann denved,
Me zo ann itron vraz a vaner ar Faouet. —

   — Mar oc’h an itron vras a vaner ar Faouet,
Laret d’in, berjerenn, ha me a vo lojet ? —

   — Ho ! ia sur, eme-z-hi, lojet-mad a vefet,
Hag ur marchosi-kaer, da lakad ho ronsed :

   Beza ’ zo marchosi da lakad ho ronsed,
Gweleou-mad a blun d’ho lakad da gousket.

   Me a ve bars ar c’hraou bep-noz, gant ma denved,
Hag en laouer ar mooc’h am be ma zamik-boued ! [2].


III


   — Demad d’ac’h-c’hui, ma breur, demad d’ac’h a larann,
Pelec’h ’ma ma fried, brema pa n’hi gwelann ? —

   — Eman ebars ar gambr, gant ma dimezelled,
Pa ziskenno da goan, neuze, m’ breur, hi gwellfet. —

   — Gaou a lares, ma breur, e-kreiz da zaoulagad !
’Ma ma fried el lann o vesa an denved !……

   Didostaët, berjerenn, tostaët da domman,
Hervez al liou a zouget, a kredann ez oc’h klan. —

   — Salv-ho-kraz, eme-z-hi, salv-ho-kraz na ’z inn ket,
Seiz vloaz ’ zo en ti-ma tommadenn n’am euz gret ;

   Me a vije er c’hraou bep-noz gant ma denved,
Hag en laouer ar mooc’h me am bije ma boed ! —

   — Pa oann et d’ann arme, as boa d’in-me laret
Hi lakajes er gambr gant da dimezelled ;

   Hi lakajes er gambr gant da dimezelled,
Hag a t’euz hi kasset d’al lann gant an denved !

   Panamet respecti ti ma mamm ha ma zad,
Am boa treuzet m’ c’hleze bremasounn dre da wad ! —


Kanet gant Janet ar Gall, mates en Kerarborn, 1849.


________
  1. Variante.

    Mar na oc’h ket kustumm, kustummi a refet ;
    Aman ’ zo ur foet-lezr hag a raï d’ac’h monet ;

    Aman ’ zo ur foet-lezr, ’ zo kordet a zri brank,
    Hag a raï d’ac’h monet, ha n’ho pe ket a c’hoant. —
  2. variante.

       — Arsa eta, berjerenn, dastummet ho tenved,
    Evit ma ’z aimp hon daou da vaner ar Faouet. —

       — Salv-ho-kraz, den-jentil, ewit se na rinn ket,
    Rag uhel eo ann heaul, me a ve gourdrouzet ;

       Rag uhel eo ann heaul, me a ve gourdrouzet,
    Ha kiriek a vec’h d’in ewit beza pilet.

       Bars en kraou ann denved me a ve o kousket,
    Bars en skudel ar c’hi ’ve trempet d’in ma boed ! —