Ann Itron a Gergadio
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Itron a Gergadio.
Itron Kergadio a lâre,
War bave Montroulez pa varche :
— Hastomp ober hon marc’hajou,
M’eomp d’ welet Anna Willou ;
Ma ’z inn d’ welet ma fillores,
A zo er bloaz-man klanvoures.
Itron Kergadio ’vonjoure,
’N ti ’r Gwillou koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
D’ac’h-c’hui, Gwillou goz, da genta ;
Hoc’h holl verc’hed, pa n’ho gwelan ?
Ma fillores, ar verc’h henan ?
— ’Man duze klanv war he gwele,
Aoun ’m eûs hec’h aë diganen.
Itron Kergadio, pa ’d-eûs klewet,
Gant ar vinz ouz krec’h ’zo pignet.
Itron Kergadio a lâre,
’N kambr he fillores p’arrue :
— Demad ha joa, ma fillores.
— Ha d’ac’h iwe, ma maerones.
— M’ fillores, p’on deut d’ho kwelet,
Petra diganen ’c’hoantaët ?
Pe ur bêlek, pe ’r podad gwinn,
Pe ma fried da vedesinn ?
— Me ’m bô ur bêlek d’am noui,
Ann dud ma zi hen klasko d’in.
Itron Kergadio ’lâre,
’N kambr he fillores pa valee :
— Me, ma fillores, ’m boa kredet
Poa ur bugel euz ma fried.
N’oa ket he gir peurlavaret,
Anna Willou ’zo tremenet.
P’ee Anna Willou d’ann douar,
C’huibane ’r skour a-uz d’ar c’har.
Ma lâre ’r skour dre he c’huibann :
— Anna Willou ’zo pell a-c’hann !
’Nn itron Gergadio lâre,
Da Willou goz, na pa glewe :
— Pa goustfe d’in-me pemp kant skoed,
’Vô rèd digorri ann arched !
Ann arched pa ’z eo digorret,
Anna Willou en-han ’zo kavet ;
Anna Willou en-han ’zo kavet,
Hi kaer ’vel ar c’hoar binniget ;
’R Werc’hes Vari war he barlenn,
Hag un êl gwenn en he c’hichenn !
’Nn itron Gergadio ’lâre
D’he fillores, pa hi gwele :
— Me ’bromet, warlec’h graz Doue,
Lakad ’pad ur bloaz un offern bemde.
Anna Ar Gwillou a lâras
D’he maerones, pa hi c’hlewas :
— Pedet ewit-hoc’h hoc’h-unan,
Ewit-on me n’on ket en poan !
Kanet gant Marc’harit Fulup.