Mont d’an endalc’had

Ann Aotro Kersaozon

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Aotrou Kersaozon.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 142-144)



ANN AOTRO KERSAOZON
________


I


  Me ’m eûs ur proses en Roazon
A laka glac’har em c’halon ;
Mar karfenn roï ma fenheres,
’On sur da c’honid ma froses ;

  Mar karfenn hi roï da Gersaozon,
Hennes ’zo barner en Roazon.
Ann aotro euz a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.

  Tad ar benheres a lâre
D’he vewelienn, un dez a oe :
— Mar arru Kersaozon aman,
Diskouet ma fenheres d’ehan.

  Ann dimesell a lavare
Da dut he zi, ar memeus de :
— Mar arru Kersaozon aman,
’N han’ Doue, ma nac’het out-han ;

  ’N han Doue out-han ma nac’het.
Me ’c’h a d’ar jardin da gousket…


II


  ’N aotro Kersaoz a c’houlenne,
Bars ar maner pa arrue :
— Demad ha joa er maner-man,
Ar benheres, pa n’hi gwelan ?

  — Et eo d’ar jardin da gousket,
Sellet dreist ar voger hi gwelfet.
— N’ vô dreist ar voger e sellinn,
Da vèd-hi d’ar jardin hec’h inn.

  — Demad d’ac’h-c’hui, fourdelizenn,
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn ;
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn,
Me ’zo du ’vel ur vouarenn.

  — N’ê ket ann aour hag ann arc’hant
War ho tro ho lakafe koant,
Ma ê al laou hag ar pillo
A zo ouzoc’h a druillado.


  Diweza ’oac’h deut d’am gwelet,
Oa war inkane amprestet,
Enn penn ho marc’h ur gabrestenn,
War ho tiousker getro lienn.

  — Mar oann-me deuet d’ho kwelet
War un inkane amprestet,
Mar karjenn, penheres, n’oann ket,
Rag a-walc’h am eûs a gezek.

  Bea ’zo karronz ’n toull ar pors,
Penheresig, euz ho kortos,
Warnehan tri inkane gwenn,
Pep a vrid arc’hant en ho fenn.

  — ’Wit euz ma gortos n’emaint ket,
Rag da Gersaozon na inn ket ;
’Wit da Gersaozon na inn ket,
Ur wez ’on bet, ’on kontantet.

  Mann a-feson n’am eûs gwelet,
Met ur c’hoz kastell illoëk :
Met ur c’hoz kastell illoëk,
’Zo mad da neiz d’ar c’haouenned.

  En kreis ar pors ’zo ur poull-pri,
Hag un daou pe dri a houidi,
Ur wrac’hig koz euz ho gouarn,
Gant aoun afent gant al louarn !…

  — Ma fenheres, c’hui ’zo manket,
’Vea Kersaoz disoblijet,
Rag ann aotro a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.

  — Me na roan ket kaz a se,
Kersaozon na blij ket d’in-me ;
Hag ’rinkfenn mont da glask ma boued,
Ewit Kersaozon n’am bô ket !


Kanet gant ma mamm,
en Kerarborn, 1849.


__________