Mont d’an endalc’had

An tri seurt myrsteriou eus ar rosera

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 178-180)


CANTIC VAR MYSTERIOU AR ROSERA,

Pre eo profitabl bras da vedita, endra vezer oc’h he lavaret, peguement bennac couscoude na dê quet necesser absolumant gouzout ar mysteriou-ma evit en em acquita ar vreuries.

Mysteriou ar Chapelet a joa.
Var an ton : Selaouit oll guitibunan.

AR rosera ve commancet
Dre’r chapelet a joa hanvet ;

Bep digenes e lavarimp,
Var ur myster he veditimp.

1. Sonjomp d’ar c’henta digenes
Er joa e devoe ar Verc’hes,
Pa oe gant an æl saludet
Da veza mam Salver ar bet.
2. Sonjomp d’an eil devotamant
En he joa ha contantamant
Pa saludas Elisabeth
A zougue sant Ian venniguet.
3. Sonjomp d’an drede digenes
En contantamant ar Verc’hes

Pa c’hanas he Map quer meurbet
En ur c’hraou etouez al loenet.
4. D’ar pevare, pa en rentas
En templ santel d’ar belec bras,
Evit ma vije presantet
Da Zoue he dad, crouer ar bed.
5. D’ar pempet, meditomp ar joa
E devoe an Itron Varia
P’her c’hafas en templ aseset
O tisput ouz an doctoret.

Mysteriou ar Chapelet a gueuz.
Var ton : Vexilla Regis prodeunt.

SOnjal a raïmp o lavaret
Ar chapelet a gueuz galvet,
En queuz ar Verc’hes truezus,
Hac en poaniou he Map Jesus.
1. Guelomp d’ar c’henta digenes
Jesus er jardin Olives,
Beuset en ur c’houesen a c’hoad,
Prosternet o pidi he Dad.
2. Sonjomp dan eil e oe freuset

He gorf santel gant toliou foet ;
Adal ar pen betec an troad
Ne doa nemet gouli ha goad.
3. Sonjomp d’an drede e oe toullet
He ben gant spern hir ha calet
Antreet enna bete’n empenn,
Ha grêt eguis ur gurunen.
4. Consideromp d’ar pevare.
Peguement a boan en devoe

O to[u]guen ur groas var adre
Var ar gouliou eus he guein.
5. Sonjomp d’ar pempet er maro

Hac an oll tourmanchou garo
A souffras tachet ouz ar groas
Dirac he Vam quer glac’haret.

Mysteriou ar Chapelet a c’hloar.
Var ton : O Filii et Filiæ.

EVit echui ar rosera,
Canomp d’an Itron Varia
Ar mysteriou a c’hloar brema. Meulomp Doue.
Meulomp Jesus, meulomp Mari dre’r rosera.
1. Sonjomp da guenta er c’hloar vras
A Jesus pa ressuscitas
E tri dez goude ma varvas. Meulomp etc.
2. D’an eil pa bignas en êvou
Jesus Map Doue hon Autrou,
Leun a c’hloar hac a driomphou. Meulomp etc.
3. D’an drede, var an ebestel
Couls a var ar Verc’hes fidel
Pa deuas ar Speret Santel. Meulomp etc.
4. D’ar pevare, en eê pa oe
Diguemeret corf hac ene
Ar Verc’hes sacr mam da Zoue. Meulomp etc.
5. D'ar pempet, pa oe curunet
Er barados gant an Dreindet
An Rouanez eus an oll bed. Meulomp etc.
Meulomp Jesus, meulomp Mari dre’r rosera.
Amen.