An devotion d’an Æl Gardien

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 181-184)


----

AN DEVOTION
d’an æl-gardien.

Cantic var ar fæçon da enori hon Æl-mad ha da vezan devot dezan, epit he angaji da gaout mui a sourci ac’hanomp. Var an ton : Br[eiz][1]-Izel mam ar Sænt.

DOue’n deus ordrenet d’he Ælez hon diouall,
Evit en hon henchou hor miret ouz peb goall ;
Oll int servijerien, o veza digacet
Evit sicour an den da vont d’an eürusdet.
Hon Ælez-gardien, evit obeissa
Da Zoue, gant joa bras a zeu d’hon assista ;
Ha mar hor bez dezo un guir devotion,
Her graïnt certenamant gant mui a affection.
Ouspen an historiou, ar scritur so carguet
Eus ar faveuriou bras ho deus gret da naouspet,
Rac ma’z oant sourcius d’ho enori ato,
Ha da c’houlen sicour en ho izom outo.
Rac-se, m’en assur deoc’h, mar pratiquit erfad
An devotion-ma en andret hoc’h Æl mad,
Ne gollot quet ho poan : gant laouenediguez
E quemerro sourci eus ho silvidiguez.
Selaouit ar fæçon da renta ho tever,
Ha da veza devot dezan en peb amser;
Sonjit enna alies evit he respeti,
Evit he imita hac evit he bidi.
Bep mintin ho pêt sonj, pa zeut da zihuna,
En deus bet ar sourci hed an nôz d’ho peilla,
Evit ho preservi diouz peb goall accidanr,
Ha diouz an attacou a-berz an erouant.
Pa viot o sevel hac oc’h en em visca,
Sonjit e sell ouzoc’h : bezit modest eta.
Pa reot oræson, pedit-en ma offro
Da Zoue ho peden, ha gueneoc'h ma pedo.

Abars mont en nep leac’h, pa sortiit-eus ho ti
Pedit-en ac’hanoc’h da gaout cals a sourci,
Ha goulennit outan gant guir humilite
Cusul ha sclerijen en peb difficulte.
Goulennit he sicour, mar ho pe nep affer
Ouz nicun hac e ve diez da ambreguer,
Evit m’en em lacaï gant Æl-mad an den—se
Da zouçat he humor, m’en em c’hreot guell a se.
Pa son an horolaij, ar Verc’hes saludit,
Hac evellen d’hoc’h Æl en em recommandit :
Æl Doue, ho pet sourci ac’hanon-me brema
Hac en heur ar maro, pa’z inn eus ar bed ma.

Peautramant
en latin
Angele sancte Dei, sit tibi cura meî
Nunc et in horâ mortis meæ. Amen.

Da nôz na vanquit quet oc’h he drugarecât
Da veza rentet deoc’h en deiz-se servij mad :
Pedit-en d’ho tiouall ivez epad an nôz
Diouz pec’het [h]]a peb goall abarz mont da repos.
D’ar fin liquit evez na rac’h en he bresanç
Nep seurt dishonestis ha nep seurt disolanç :
Tec’hit dious ar pec’het, ha n’em bellaït ouspen
Diouz goall compagnunez evel dious ar vocen.
Rac mar hen disprisac’h gant he aliou-mad,
Un test ve en hoc’h enep, eleac’h un alvocad,
Hac e ve mall ganta ec’h errue ho maro ,
Evit beza delivr da vont divar ho tro.
Rac-se grit ar voyen d’he lacat d’ho caret,
Evit ho chom gueneoc’h na enouo nepret,
Hac epad ho puez hac en heur ar maro ,
Ec’h ellit a dra sur cridi ho sicouro. .
Choasit certen amser evit deza disqouez
Mui a zevotion ha mui a garantez :
Bep meurz enorit-en, pe dre an alusen,
Pe dre ar chapelet, pe dre an oferen.
D’an deiz ma oac’h ganet, pa oe roet d’hoc’h neuse,
Ha d’he c’houel celebret an eil dez a Here,
Grit dezan ul lit bras, enor a meuleudi,
O cofes ho pec’het hac o sacramanti.

Mad ve deoc’h lavaret nao Fater hac Ave
En enor an nao c’heur a Ælez en deiz-se ;
Hor Salver en deus bet revelet he-unan (in vitâ ipsius)
Da santes Mectilda [2] an devotion-man.
D’an deiz ma oe ganet, en gloar d’Æl-Gardièn,
E custume bep bloaz distribui d’ar beorien
Quellies a bistol hac a vloaz en devoa
Charles-Emmanuel, un Duc vras a Savoa [3].
He imita ellit ive diouz ho moyen ,
O tistribui bep bloaz en deiz-se d’ar beorien
Quellies tam bara, pe liard, pe vennec,
Evel a vloaz a so abarz oc’h bet ganet.
Peautramant quellies a veich o repeti
Oræson an Æl-mad, an Angele Dei ;
Pe o poquen d’an douar quellies gant regret
Da veza bet disent hac ien en he andret.
Evit m’en em rentot dîn eus he garantez,
Ha ma hoc’h assisto gant mui a volontez,
Bezit henvel outan dre’n imitation
Eus he oll vertuziou ha dre’n devotion.
Ne baoues o sonjal en Doue gant respet,
Continuellamant ema oc’h he garet;
Ha c’houi, sonjit enna lies a veich ive,
O lavaret deza : Me ho car, ma Doue.
Hoc’h Æl-mad en deveus un obeissanç vras
Da volontez Doue pa blij ganta he gaç ;
Rac-se’ta bezit pront ouz Doue da senti,
Hac ouz nep en deveus varnoc’h da gommandi.
Dre an humilite ar c’hraç en deveus miret
Ha gloar ar barados en deveus meritet ;
Eleac’h ma’z ê Satan dre ar superbite
Condaounet d’an ifern hed an eternite.
Mar beac’h ive superb, faeus hac arrogant,
Ez eac’h certen da goll couls hac an erouant ;
Ret eo’ta e veac’h humbl, mar fell deoc’h da viquen
Beza eiirus en eê gant hoc’h Æl-Gardien.
Bezit douz ha pæsibl en quêver ho nessa,

O soufr he zeffotou hac oc’h he assista ;
Hoc’h Æl asouffr ho re, hac hoc’h assist bepret ;
Peguen ingrad bennac e veac’h en he andret.
Evel d’han bezit chast en hoc’h actionou ,
Hac en hoc’h oll gomsou hac oll sonjesonou,
Un horrol bras en deus ouz al lubricite,
Rac ma’z eo an Ælez memes ar burete.
Evit derc’hel memor eus an devotion,
Ar fizians, an enor, an imitation,
En quêver hoc’h Æl mad, deza ec’h adressot
Bemdez ar beden-ma liessa ma ellot.

ANgele Dei, qui custos es meî, me tibi commissum pietate supernâ hodiè illumina, custodi rege et guberna Amen.

ÆL Doue, pa’z oc’h d’in
Gardien deputet
Dre he vadelez divin,
Diouz peb droug d’am miret,
Scleraït va speret,
Diouallit va c’halon,
Ma gouarnit bepret
Gant sourci ac’hanon.
Evellen bezet grêt.

  1. Moullet : Briel.
  2. S. Mec’htild Hackeborn, abades a Helfta, marvet e 1298.
  3. Charlez Emanuel Iañ, 1562-1630.