Mont d’an endalc’had

An tri marc’heger

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Tri Marc’heger.

1890  (Levrenn I, p. 202-204)



AN TRI MARC’HEGER
____


   Disul vintinn, pa zavis,
Tri marc’heger a rancontris ;

   Tri marc’heger accoutret mad,
Daou ’oa war varc’h, unan war droad.

   An daou war varc’h ma zremenas,
’N hini war droad ma zaludas ;

   ’N hini war droad ma zaludas,
Eur poc pe daou a c’houlennas.

   — Comerrit daou, ha ma losket.
— Ma c’halon baour ’zo gonezet ;

   Ma c’halon baour ’zo gonezet
Gant eur plac’h coant ’m eus rancontret.

   Ma zad, ma mamm ho deus madou
Ewit ma c’hass d’ar scolajou ;

   D’ar scolajou, da Sant-Briec,
Wit ober ouzin eur bêlec.

   Ewit bêlec me na vin ket ;
Gwell eo ganin beza crouget !

   Gwell eo ganin beza crouget,
Gant eur gordenn tric’huec’h troated !

   Gwell eo ganin beza beuzet
Bars ar mor don, tric’huec’h gouret ;

   Bars ar mor don, tric’huec’h gouret,
’Lec’h ma ve tapet ar pesked,

   Ha pa veint braz, a veint laket
D’ober chaous gwenn d’ar soudardet.

   Noz kenta ma ofern newez,
Peder boutez ’ndan ma guele,


   Peder boutez dindan ar banc,
Ouz ma c’hoste eur plac’hic coant ;

   Ouz ma c’hoste eur plac’hic coant,
Me boco d’ezhi p’am bo c’hoant.

______________