◄ XIX | ► |
d’ar sadorn leñvadeg
Job a oa bet, er sadorn-se, e Kastellin, o kerc’hat ur c’holier nevez d’e varc’h limon. Diwezhat e oa, pa zeuas en-dro d’ar gêr, rak ar c’holier ne oa ket bet prest diouzhtu, e ti ar boureller. Job a oa droug ennañ. Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !
— « N’eus forzh ! » emezañ dezhañ e-unan ; « warc’hoazh e vezo heol adarre. En noz-mañ, avat, e vezo satanazet an ti, ken na zrasko an holl draoù e Karreg-al-Louarn… »
Pa voe debret gantañ e goan, Lom a zeuas da di Job. C’hoari a rejont domino e-pad un eur bennak, ha goude, pep hini a yeas, diouzh e du, da gousket.
Ha pa voe lazhet ar goulou e kement ti, ha kousket kement den, Job ha Lom a savas goustad, goustad eus o gwele, a zigoras dor o forzh hep an disterañ trouz, gant aon da lakaat ar chas da harzhal, hag a gemeras adarre hent Karreg-al-Louarn.
Hini ebet anezho ne gerzhe dinec’h. Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.
— « Job ? »
— « Petra ’glevit, Lom ? »
— « Klevout a ran… klevout a ran… feiz ! n’ouzon ket petra a glevan. Klevout a ran trouz en drez, trouz en delioù sec’h, ha, koulskoude, n’eus ket, e beg ar gwez, ur berad avel. »
— « ’M eus aon e klevan trouz, ivez, Lom. »
— « Job, Job, petra ’zo du-se, war ar c’hleuz ? Ne welit ket un dra gwenn bennak, ha ne fich tamm ebet ? »
— « Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »
— « Morse, Job. »
Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.
Kenderc’hel a rejont da vont. Ul loen a dreuzas trumm ar wenodenn, dirazo.
Lom a reas ul lamm.
— « Bah ! Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut a dra, Lom ! »
— « O ! n’on ket aonik, Job, ha biskoazh ne gemerin spont ouzh ul loen, konikl, louarn pe hoc’h-gouez, zoken. Mes ankeniet on abaoe ar beure-mañ, ha n’ouzon ket perak. An noz, Job, n’eo ket bet evel kustum… »
— « A ! bah ! lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »
Degouezhet e oant e Karreg-al-Louarn.
— « Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »
Enaouiñ a rejont ur goulou.
Ar pemoc’h o oa gourvezet en ur c’horn, war plouz fresk, serret e zaoulagad bihan pikouzet. Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz. Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all. Ar c’hilhog a zrailhas ur c’hokoriko war bazenn uhelañ ar skeul, hag ar yar a oa bet darbet dezhi dozviñ he vi diwezhañ.
Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost.
A ! va Doue ! na pebezh cholori er c’hraou, d’ar mare-se eus an noz ! Ur reuz a oa eno da spontañ ar gristenion.
Ar yer a gokorikoe ar pezh ma c’hellent, ar pemoc’h a wic’he muioc’h c’hoazh, aon gantañ gwelout e lost o vont gant an diaoul.
— « Sach ’ta ! Job. »
— « Bec’h d’ar yer ! Lom. »
Ar c’hilhog, ar yar, ar bolezig, ar pemoc’h a gavas dezho, me ’zo sur, e oa satanazet ar glud hag ar c’hel.
Job a c’hoarzhe :
— « Bec’h d’ar yer ! »
Lom a c’hoarzhe :
— « Sach war e lost ! Job. »
Paour kaezh yer !
Paour kaezh pemoc’h !
Paour kaezh Job ivez ha paour kaezh Lom !
Rak, dor ar c’hraou a zigoras, hag un den, Herri Karreg-al-Louarn, a zeuas en diabarzh. An den a lavaras !
— « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? »
Petra c’hoarvezas ?
Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.
Ar baotred a sellas ouzh Herri ; alvaonet e oant ha spontet d’o zro. Lom a lezas ar skourjez da gouezhañ, Job a ziskrogas diouzh lost ar pemoc’h.
Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !
— « Penaos, n’oc’h ket marv ? » a c’houlennas Lom.
— « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri.
Ha neuze, gant an taol botez o doa resevet el lec’h a lavaran deoc’h, Job ha Lom a welas mat ne oa ket o eontr o sevel a varv da vev, mes, e gwirionez, un den evel an holl dud vev, kig hag eskern, penn-kil-ha-troad. Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.
Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit :
— « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al lerenn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ. Hag e krede dezho e oan-me beuzet !… Hag int o-daou, amañ d’an eur-mañ eus an noz ! O ! sur, int deuet da lazhañ ar yer ha da laerezh ar pemoc’h. »
Herri a yeas d’an ti.
— « Mari !… Mari !… »
Mari ebet ne respontas.
Ne oa Mari ebet en ti. Aet e oa da gousket da di he mignonez, da Gervetouz. Hag evel-se, Job ha Lom a satanaze an ti, en noz-se, evit netra.
Herri ne gomprene berad ebet er pezh a c’hoarveze.
Neuze e teuas keuz dezhañ da vezañ chomet da sistra e-pad eizh devezh.
— « Pelec’h eta e oa bet ? »
— « E Gwezeg, e Pleiben, e Lennon hag er C’hastell-Nevez. »
Ha bremañ en ur zont d’ar gêr, e kave re a dud en e graou, ha re nebeut en e di !…
War hent Lanurgad, Job ha Lom a oa nec’het ken na oant. An eil a lavare d’egile :
— « Brav emaomp ganti ! Lom. »
— « Domaj eo, Job, n’eo ket beuzet Herri. »
— « Ha pa vo gouezet hon istor ! ! A ! ar marichal a vo bremañ hir e deod ! »
— « C’hwi an hini a zo kaoz, Lom. »
— « C’hwi an hini eo, Job. »
Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a gleiz ha Lom a gamme a zehou. Mil mizer o doa bale.
Hini ebet anezho ne savas an deiz war-lerc’h. Klañv e oant o-daou. D’an dud a c’houlenne petra ’oa c’hoarvezet ganto, Lom a responte en doa paket tomm ha yen, en ur labourat, hag e c’houzañve poan dargreiz, ha Job a responte en doa tapet ur ruadenn gant ar gazeg wenn.
A-benn tri devezh, Job a oa pare. Edo o vont da sevel, war-dro kreisteiz, pa zeuas en ti paotr al lizhiri. Hag e oa ul lizher rekomandet evit Job ! Job a zigoras hag a lennas… Siwazh dezhañ ! paotr ar Giouidig a c’houlenne digantañ diouzhtu, diouzhtu, tri c’hant lur evit ar vag kollet. Job en em rentas neuze war e wele hag a gouezhas klañv evit tri devezh all.
Tri c’hant lur en doa da baeañ hep heritaj ebet ! !
Dre e bec’hed e oa bet kastizet.
Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo.