Mont d’an endalc’had

An ti satanazet/19

Eus Wikimammenn
◄   XVIII XX   ►


NAONTEKVET PENNAD
An emgann etre ar marichal ha Satanaz


Job ha Lom o doa echuet ober an dro d’an ti, e Karreg-al-Louarn, gant ur c’houlaouenn war enaou. Satanazet o doa ar gêr evit un nozvezh all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz. Mont a rejont da ziskuizhañ er c’harrdi, e-tal ar varrikenn sistr. Job a lavare da Lom :

— « Gouzout a rit, Lom, hor moereb a zo gwall glañv, gwall glañv… Kompren a rit ? »

— « Ya ! ya ! kompren a ran, Job. »

— « Ne bado ket eizh nozvezh ken. Bremañ, na gollomp ket amzer. Ret e vezo satanazañ an ti bemnoz, bemnoz, hep mank ebet. Warc’hoazh emañ ar sadorn, ha da Gastellin em eus da vont ; kerkent ha ma vezin distroet d’ar gêr, ez in, war an deiz, da gavout ar voereb, da lavarout dezhi al labour hon eus graet war ar stêr evit klask korf hon eontr… Lavarout a rin dezhi ivez hon eus kollet ur vag — rak, hervez ar pezh a zo bet kontet din, an abardaez-mañ, n’en deus ket gallet Yann ar Giouidig mirout outi da vont dreist skluz ar Prad-Hir… Bezit dinec’h ! N’eus nemedomp hag hon eus labouret evit ar voereb, ha n’eus nemedomp hon-daou, hag hon eus meritet an heritaj. »

— « Gwir eo, Job. »

— « An heritaj a vo deomp, Lom ; mes un dra dereat e vefe en em glevout diwar-benn al lodenn a zegouezh da bep hini ac’hanomp. »

— « Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. »

— « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »

— « Penaos, Job ? »

— « Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. »

— « O ! an dra-se n’eo ket gwir. »

— « An dra-se n’eo ket gwir, Lom ? Piv eta en deus soñjet da gentañ satanazañ an ti ? — Me !… Piv en deus ijinet an holl draoù da satanazañ anezhañ ? — Me !… Piv en deus kavet an tu da lakaat al loar da barañ en ti ? — Me !… Piv eta en deus savet litanioù an diaoul ? — Me ! me ! me ! Lom… Piv en deus paeet hanter-kant lur, evit kaout bag ar Giouidig ? — Me !… Ha c’hwi, Lom, c’hwi hoc’h eus lezet ar vag da vont da heul an dour, pa oa aes-kenañ derc’hel anezhi en he flas en ur roeñvañ un disterañ. Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin. A ! Lom, c’hwi a goust ker din. Hag e kav deoc’h, goude-se, n’eo ket dleet din kaout, en heritaj, ul lodenn kalz brasoc’h eget hoc’h hini ? »

— « Just eo, Job, e vefe ho lodenn brasoc’hik eget va hini, mes pas re vras en holl. »

— « Ne c’houlennan ket ul lodenn re vras, Lom… An tri c’hard nemetken. »

Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.

— « Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro.

Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.

— « Azezit, marichal ! » a lavaras Job. « Petra ho tegas betek Karreg-al-Louarn ? »

— « Plijadur gwelout daou Satanaz ha klevout o doare kaozeal. »

— « Azezit, marichal ! » a lavaras adarre Job.

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn. Ober a reas ul lamm war Job ha teurel a reas dezhañ al lerenn, dreist e benn. Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.

E berr amzer, Job a dennas e choug eus al lerenn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.

— « A ! me a zesko deoc’h, marichal an diaoul, » a lavaras Job, « me a zesko deoc’h ho kentel. Klevout a rit ? »

Ar marichal a savas e benn. E fri a oa o wadañ. Ne gomprene ket re vat en holl ar pezh a oa c’hoarvezet. C’hoant en doa da lavarout : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

A ! ya, petra an diaoul e oa deuet ar marichal d’ober di ? Keuz, keuz bras en doa, mes re ziwezhat e oa.

— « A ! marichal, » eme Job, « Satanaz emaoc’h o klask ; gwashoc’h eget Satanaz hoc’h eus kavet. Azezit war an dorchenn a zo aze, e-harz ho treid, ha digerit frank ho tivskouarn ma teskin deoc’h ho kentel ! »

Ar marichal a sentas. Job a gendalc’has :

— « Marichal, klevit ! Ma lavarit ur ger ; klevout a rit ? ur ger zoken da baotred Landremel, a zo o c’hortoz ac’hanoc’h, en traoñ, war an hent bras, neuze, me hel lavar deoc’h, krenn ha kras, dirak ho taou lagad, neuze hoc’h eus houarnet ho marc’h diwezhañ. »

— « Hein ? »

— « Ya ! ya ! marichal ; houarnet ho pefe ho marc’h diwezhañ, rak me a grougfe ac’hanoc’h dindan eizh devezh, en ho liorzh gant al lerenn hoc’h eus degaset ganeoc’h da grougañ ac’hanon. Emichañs hoc’h eus komprenet ? Mat ! Lom, diskargit ur volennad sistr d’ar marichal. »

Kement a dan a oa o virviñ e daoulagad Job, ma voe spontet ar paour kaezh marichal. Soñjal a reas adarre : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

— « Yec’hed deoc’h ho taou ! » emezañ.

Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn.

— « Sistr mat eo, marichal ? »

— « N’eo ket fall, Job. »

A-benn neuze, avat, an houarner kezeg en doa kemeret hent ar maez.

War an hent bras, ar baotred a c’hortoze, leun a anken. Petra ’oa c’hoarvezet du-hont ?

— « Daoust ha dont a raio en-dro ? » eme ar C’herriou.

— « E toull Satanaz eo aet, » a lavaras ar Saliou.

Ha soñjal a reas : e lur vutun karot diwezhañ n’eo ket paeet c’hoazh.

Nann, ar marichal ne oa ket bet debret gant Satanaz. Edo o tiskenn a-dreuz ar roz, e benn en un doare truezus.

Kerkent ha ma voe degouezhet war an hent, setu ar baotred, kurius, en-dro dezhañ, ha da c’houlenn :

— « He ! marichal… ha Satanaz ? »

— « Un den pe an diaoul ? »

— « Penaos e oa ? »

— « Tan a oa en-dro dezhañ ? »

— « Kerniel en deus ? »

— « Hag ur forc’h hir ? »

— « O ! o ! marichal, flastret eo ho fri ? Ho figur a zo leun a wad ! Petra ’zo c’hoarvezet ganeoc’h ? »

— « A ! n’ouzon ket petra ’zo c’hoarvezet, n’ouzon ket. N’ouzon netra ebet. »

— « Penaos ? N’hoc’h eus gwelet netra ? N’hoc’h eus klevet netra ? N’ouzoc’h netra ?… »

— Netra, netra, netra, nemet spontus eo. »

Ar marichal ne lavaras ket muioc’h.

Pa voe degouezhet ar baotred er gêr, ar merc’hed a c’houlennas diganto :

— « Hag e Karreg-al-Louarn ? »

Ar baotred a respontas d’o gwreg :

— « Satanaz, Satanaz a zo eno. Ar marichal a zo deuet en-dro, pladet dezhañ e figur evel ur grampouezhenn. Ha ne oar ket petra ’zo c’hoarvezet gantañ, n’en deus gwelet netra, n’en deus klevet netra, netra, netra ! Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet. »

En noz-se, e Landremel, e Pennavern, e Penn-Aod, den ebet ne gouskas dianken. Ar merc’hed a welas en o huñvreoù kerniel hir, ferc’hier lemm, tan-flamm ha daoulagad ruz. Hag e meur a di, er penn diwezhañ eus an noz :

— « Yann ! Yann !… »

— « Heu ? »

— « Savit buan ’ta, da welout hag eñ n’emañ ket Satanaz gourvezet dindan ar gwele ? »