Ar zon-man a zo bet kanet ha diskanet gwechall e kement pardon, foar ha marc’had a oa e Breiz-Izel : an ton a zo aes da zeski ha kaer kenan.
Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c’hoajou
’Vit sourpren an durzunell
Kousket war ar brankou,
Skoaziet em eus va fusul
Met tennet em eus fall,
Tec’het eo an durzunell,
Ha nijet er c’hoad all.
Diouz an noz hag ar mintin
’Klevan al laboused
O kana, o fredoni,
Da veg ar gwez pignet,
Ha n’eus nikun anezo
A bikfe va c’halon
Evel mouez an durzunell
O ouela d’he mignon.
Hirvoudi ra noz ha dez
Gand ar boan, an anken,
’Vel eur paour kaez intanvez
Kollet ganti he den.
Hekleo he mouez klemmus
A red dre ar c’hoajou,
A zo meurbed poanius
D’an holl labousedou.
— Petra, turzunell yaouank,
A dourmant da galon ?
— Kollet em eus, emezi,
Va fidela mignoun !
Ma na deu ar chaseour
D’ober d’in-me mervel
Me varvo gand ar glac’har
D’am mignon koant fidel.
N’eus na louzou, na souten,
Na frealzidigez
Gouest da barea souden
Gouli va c’harantez.
Trec’het oun gand ar glac’har ;
Mont a ran da vervel,
Met ne varvin ket kountant
Ma ne varvan fidel. »
Gwelet em eus o vervel
An durzunell yaouank
Disec’het piz he c’halon
Gand ar boan, an tourmant.
En he huanad diweza
He deus c’hoaz lavaret :
« Kenavo, mignon fidel ! »
Raktal eo tremenet !
Melezour sklaer ha gwirion
Eus ar wir garantez,
Ha ne gaver e kalon
Ar yaouankiz direiz.
— Nann, nann : ne varvin laouen
Ma ne varvan fidel.
Ha biken ne zizonjin
Maro an durzunell.