Kevanus eo gwelet anê,
Yaouank, seder, leun a vuhe,
O ren dre-holl o c’harante.
Evel diou c’hoar en em garont ;
N’eus forz pelec’h e valeont,
Gant levenez en em heuilhont.
War o sonjou, deut memes re,
War o c’halon, war o buhe,
’Man siel aour ar garante !
Abredig o deus ’n em choazet,
Ha da viken o deus touet
’Vijent, a galon, unanet.
Ken start eo al liamm etreze
M’o deus reit an eil d’egile
Eun dra bennak eus o ine :
’N em garout en peuc’h ha distur,
Ren o yaouankiz reiz ha fur,
Setu ’vite ar blijadur.
Gwelet ’vent stank, sul ha goueliou,
Dibreder, a dreus ar maeziou,
O vont, kevred, d’ar pardoniou.
Pe c’hoaz o tizrei o-unan,
Dre an henchou dôn, ’n eur vouskân,
Pa guz an heol e vannou tân.
War riblou dispar eur wazig,
Elec’h ma voud an ezennig,
’Lec’h ma richan al lapousig.
An diou vignonezig, laouen,
’Touez lïez a vousc'hoarzaden,
’N em blij o tibun o c’huden.
Eno, nag a bennad dudi,
Kaozeaden ha neventi,
Troc’het gant c’hoarz ha kaniri.
« Dec’h me ’m oa bet eul lizerig,
Leun eus karante ma Ferig,
’Teus ket bet kelou a Yannig ? »
« Pegen dudius eo bevan !
Pegen dispar eo al lec’h-man !
Annaïg, c’hoant ’m eus da ganan ! »
Ha ma vo unan trubuilhet,
En kalon an all dizammet,
Hec’h anken a vo distanet.
Krenvat eo an unvaniez,
Dousat an deneridigez,
A unan diou wir vignonez !
Ya, tener eo ar gir « mignon »
D’un mat ’n em roomp a galon,
Rag distank eo ar re wirion !
————
|