An devotion evit an anaon-vad

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 189-190)


----


AN DEVOTION
EVIT AN ANAON-VAD
ha reflexion var ar finvezou diveza.

Cantic var ar c’hlemmou eus an anaon er purcator, o c’houlen sicour ouzomp hac o tiscleria deomp pe en fæçon e c’hellomp ho sicour. Var an ton : Ha den a vezo quer calet ?

C’Houi, tud devot, ho pêt memor
Eus an anaon er purcator :
Clevit ar c’hri hac ar c’hlemmou
A reont a greis ar flammou,
Eleac’h ma emaïnt o c’houlen
Sicour digueneoc’h evellen.
O ! ma ouffac’h petra souffromp
Ho pe cals a druez ouzomp :
Andurin a reomp un tourmant
A dremen hoc’h entendamant :
Siouas ! hon dilesel a rit ;
En han Doue, hor sicourit.
Tourmanchou an oll verzerien
Ha re an oll torfetourien
So evel plijadureziou
En comparæson d’hor poaniou.
O veza en tân o tevi,
E languissomp gant an enoui
Ha gant un desir ar brassa
Eus hon Doue da jouissa.
C’houi mignonet ha c’houi querent,
Bugale a garemp quement,
Allas ! ho pêt ouzomp truez,
Ha selaouit ouz hor mouez.
C’houi so en laouenidiguez,
Ha ni so en tristidiguez ;

Siouas ! hon dilesel a rit ; en han Doue, hor sicourit.

C’houi guemer hoc’h esamanchou,
Endra ma omp-ni en tourmanchou.
Penaus ez oc’h-hu quen ingrad
Da lesel ho mam hac ho tad
Queit amser en tân da jeina,
Hep lacat ho poan d’ho zenna,
Ho preudeur omp, ho c’hoareset,
Ho querent hac ho mignonet :
Oll ez omp memprou d’hor Salver,
Grit trugarezus en hor quenver.
Roït evidomp alusennou ,
Iunit ha grit forz pedennou,
Tostaït ouz ar gommunion.
Goude ur guir gonfession.
Livirit goude ho repas,
Ha pa son ar c’hleïer ar glas,
Ha pa dremenit an Ilis,
Ur Pater pe De profundis.
Ne deus moyen quen puissant
D’hon dilivra en un instant,
Evel ma’z eo an oferen,
Offrit-hi d’hor mestr souveren.
Siouas ! hon dilesel a rit;
En han Doue, hor sicourit.

Siouas ! hon dilesel a rit ; en han Doue, hor sicourit.

Peden evit an Anaon-vad da hep poent.

Pie Jesu, Domine, dona eis requiem sempiternam.

Amen.

Plijet gueneoc’h, Autrou Jesus,
Pa’z oc’h meurbet trugarezus,
Dilivra dre ho passion
An anaon-vad eus ho frison ;
Roït dezo en ho parados
Un eternite a repos.
Evellen bezet gret.