Mont d’an endalc’had

An den piz hac ar yar toferez aour

Eus Wikimammenn
◄  Ar pesqetaer hac ar pesq bihan An den piz hac ar yar toferez aour An intanvez yaouanq   ►




AN DEN PIZ HAC AR YAR TOFEREZ AOUR.
(Livre V, Fable XIII.)


Dibaut an den c’hoantus na goll
Aliez tout, o songeal gounit oll.
Ur gonchen græt gat hon tud coz
A zisclerio peguen guir eo ar gauz.
 
Un den a oa, hac he ne oa qet paour,
Rac bemdez dioc’h e yar e teue ur vi-aour.
He, O Songeal enni caout un tensor cuset,
Gat c’hoant rastella pront en d’eus hi toulgoffet.
Pa-dal ! he ziabars e pep qis a oa grêt
Hevel mil oc’h coff ar yer-all,
Eus a bere neb vi guenneq ebet na dal.
Dre e faut e-hunan en d’eus collet e stal.
 
Houma d’an dud fallacr a so ur guentel scler !
D’ar pet n’hon eus-ni qet guelet, en hon amser,
Eus ar beure dan nos coet er stal izella
O clasq pignat re bront var ar stal huella ?