Mont d’an endalc’had

An daou Zen hac an Azen.

Eus Wikimammenn
◄   Al Logoden-dall, an Drez hac ar Poc’han. An daou Zen hac an Azen. Ar Had hac ar Vaut.   ►



FABL 115.


An daou Zen hac an Azen.


Daou zen, eun dezert o tremen,
Var ho ent a geo eun azen ;
Ma savas disput entreze
O clascq goud da biou e vije.
Pep-hini ’nê a zonch dezàn,
E voa deut ennes evitàn,
E voa’r fortun a zigasse
An azen da bep-hini ’nê.
Entre ma voaint gant ho debat,
An azen a ya eur pennat,
Hac evel ze a neubeudo
E c’ha quit hac ho lèz eno ;
Ha pa zistrojont da zellet,
E chomjont ho daou soezet :
Eur c’heun bras neuse ho devoa,
Pa voaint tremenet ep netra.

Sans moral


Meur a hini a ve frustret
Deus eur vad a ve arruet
En defot gouzout e gemer
D’e implich evel ma cleer.


————