Mont d’an endalc’had

An Tortu hac an Egl.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Vageres hac ar Bley. An Tortu hac an Egl. An Ecreviç hac e Merc’h.   ►



FABL 86.


An Tortu hac an Egl.


An tortu scouis hac enaouet
Evel-ze o ruza ar bed,

Mor ha mene a bromette
D’an hini e dougje en ènv.
An egl e zeo hac a c’houlle
Beza recompancet goude.
O voelet ne voa peadra
En fesson ebet d’en pea,
Qeit e c’hriff enni a fourras
Hac ar miserabl a varvas.
Evel-ze e chom e bue
En qichen an astrou an ènv,
Pere e devoa zouetet
Gant qen bras dezir da voelet.

Sans moral.


Ambition vras an tortu
A zisque demp dre e c’hundu
Ne gleomp qet en ep fesson
Tremen cals hor c’hondition,
Pe omp resolvet da guea
Ha caout eul lamm ar mezussa.


————