An Tiec, ar Mestr mevel, ar potr saout hag ar Big

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 455-457)



An Tiec, ar Mestr mevel, ar potr saout hag ar Big.
————

Al laeron vihan a vez croguet,
Al laeron vraz ne vezont ket.

Eun aotrou braz ha pinvidic en devoa eur merour, hag heman, evithan ne voa ket perc’hen d’he zouar, a voa gouscoude eun tiec eus ar re genta, eun ozac’h mad, eur moundian. Bez’ en devoa eur mevel braz, pe mar kirit, eur mestr mevel e penn he diegez evit ren he labourerien. Ar mestr mevel en devoa dindanha eur potr saout, hag ar potr saout en devoa eur big.

An tieg a zalc’he he verouri dioc’h antergroaz, da lavaret eo, en devoa bep bloaz, eleac’h arc’hant, an anter eus he eost da rei d’he aotrou. Mes pa veze deut an amzer da ranna, e cave brao an dro da lacat dezhan he unan al loden vrassa ha guella, ha da gas evelse he anter da dri balefras. Eun endramer mad a voar ober herdin hag herdin, ha neuze an dousen ne vez ket great ato gant daouzec.

Ar mevel braz a veze er foariou hag er marc’hajou, o prena hag o verza. Caout a rea ive an dro da zerc’hel en tu diouthan eul lodennic vrao eus an arc’hant a dremene etre he zaouarn. Ar guennec a chans a zalc’he evithan he unan, hag ar guennec a chans-ze a veze peurliessa eur grabanat vrao a arc’hant.

Ar potr saout a loje er memes skibeur gant ar mevel braz, hag a vouie peleac’h e lakea he denzor. Pa gave he dro ez ea da ober eur guel d’an tenzor-ze, hag e sache gantha eur grabanadic moniz, mes eur grabanadic vihan. Avechou evelato e teue eur pezic guenn bennag da heul. Mad eo ranna, hag evel a leverer, hirroc’h a dal eun tam rannet evit daou dam debret. Evel n’en doa ar potr saout na coufr nag armel, e lakea he damic peadra dre ma teue en eun toul er voger e corn ar skibeur.

Ar big a vele ar potr saout oc’h ober he droiou ; ne lavare ger, mes sevel a reas c’hoant ganthi da ober ive he c’huziaden. Mar deo mad d’ar re all destum evit an amzer da zont, daoust ha ne ve ket a zoare d’ar big ober ive ? Margot eta pa na veze den var al leac’h a iea da denzor ar potr saout, ha gant he beg e kemere ker brao ha tra eur pezig bevech epken, hag her c’hasse kempen en eun toul en douar choazet ganthi evit he armel.

Bevech ma zea ar potr saout da gonta he venneien, ar pez a rea alies, e cave ato mescont, ato e veze berroc’h he rencad evit na zonje ; dioc’h he gostez ar mevel braz a gave dezhan ive e scanvea dalc’h mad he ialc’h. Mes nicun anezho ne lavare ger. Micher al laer eo beza lent ; arc’hant ar re-ma n’oa ket deut tre gant an hent eun, hag e c’hellent caout aoun, mar dajent da ober eun enclasc bennag evit gouzout piou ho laere, na vije dizoloet ho laeronsi ho unan. Ne gredent eta lavaret netra, mez evessat ha spia a reant mui oc’h vui. Ep-dale ar potr saout a zigouezas var ar big dress pa edo Margot eur pezig arc’hant ganthi en he beg o cass d’he c’huziaden.

Ah ! bouet ar groug, emezhan, te eo-ta so oc’h va displua-me ! han ia ! ne ket fall ; me a ielo da gemeret kement a boan hag a nec’h o laerez arc’hant dide da ober da neiziat ! Gorto ! bremaic evidot-te ne laeri ken ; me ia da ober eun dro en da c’houzoug. Ar big a felle dezhi en em zifen hag a lavare en he iez : « Grit trugarez din, rag n’em eus great nemet evel a rit hoc’h unan, c’hui hag ar mevel braz hag ar mestr ; ha c’hoas zoken ne ran ket ker goaz ha c’hui, rag c’hui a zach ganeoc’h a grabanadou, ha me ne gassan ganen nemet eur pezig bihan bennag. Grit trugarez din evel ma c’hoantait e ve great trugarez deoc’h !!! Margot e devije lavaret c’hoas cals traou ma vije bet lezet da goms ; mes ar potr saout en devoa etretant croget enhi ha nezet dezi he gouzoug. »

Evel a velit, ne vez crouget nemet al laeron vihan.

————