Ur c’hristen a so ur mempr a J. С. E vuez a dle bezàn quen pur, quen ne c’houlen quet an abostol e voesse memes an hano eus an impurete. Mæs sioas cals a gristenien a goez er pec’het infam-se. An honestis, ar væz, ar brudanç, an horreur evit ar pec’het impur a ampech da explica e circonstanço evel e espeç. Ar feneantis, ar gourmandis, ar goal gompagnoneso a so quen lies a occasion a impurete. An danso lest guenemp gant ar Bayanet evit distruja ar burete, a gondu directamant d’ar pec’het infam. En danso surtout, eme an Tado santel, e màn ar burete en e fassion. En creis ar rond e màn an diaoul : comso, sello, gestro, tout int evitan, netra evit Doue. Rаc piou en effet a re insаnset avoalc’h evit offr an danç da Doue ? Couscoude e zomp obliget da raporti d’e c’hloar an oll œuvro eus on buez. Ha c’hui a garfe bezàn surprenet gant ar maro en creis an danç ? Couscoude e tleomp bezàn bepred prest, rаc ar maro, eme on Salver, a arruo en amser ma songeomp neubeutàn. Herodiad en defoe evit recompanç eus an danç penn S. Yan-Badezour. Pe sort recompanç a bretantet-u ? Guell e ve, eme un Tad santel, labourat an douar da Sul evit ne ve dansal. Ar spectaclo evel an danço, a so invantion an diaoul, hac a gondu d’an impurete ; rac voar an theatr an diaoul a ra peurvuyàn ar c’hentàn roll. Al levro, canouenno dishonest, ar vanite, an ourgouil a gondu tout d’ar pec’het infam en peini e coezer en lies faeçon. Dre goms, dre œuvr, dre sonch : ar sello memes, an diou scouarn bac ar squiencho all ne dint quet exant eus ar pec’het infam. An diaoul mud eo compagnon an impurete. Piou benac en deus bet ar malheur d’er c’hometi hep cavet ar c’hraç d’en discleria en covesion, a so dre avanç en tân an ifern. Evitet, me o ped, an occasion eus ar pec’het infam. Pedet, groet pinigen hac œuvro mad ; mortifiet o corf hac o squiencho naturel ; songet er maro, er jugeamant, en ifern, er barados. Sevet o calon bete Doue, en em recommandet d’ar Verc’hes glorius : pedet oc’h Æl mad, mæs dreist pep tra bezet devot da Vari, mam ar burete. Frequantet ar sacramancho, mar deo possubl. Debret hac evet gant moderation : o corf eo an Templ eus ar Speret-Santel ; songet d’en conservi pur.
Ar bed a voe beuzet en diluch universel, rac an dud a voa en em rentet impur ha corrompet. Noe hac e famil a voe exceptet. Ar c’hærio impur a Sodom ha Gomorh, gant ar vro tro-voar-zro, a voe luduet gant ur glao a dân hac a soufr coet eus an env. Hemor map da Sichem, a berissas dre ar c’hleve gant oll habitantet e guær, evit bezàn dishenoret Lia, merc’h da Jacob. Pevar uguent mil den a bobl Doue a so massacret, evit bezàn debauchet plac’het Moab. Tribu Benjamin a voe quasi oll distrujet abalamour tud malhurus eus an tribu-se o defoa violet priet ul Levit. David a so persecutet dre e vap : mervel a ra ar buguel ganet eus e avoultriach. Absalom a laz e vreur Amon impur. Salomon, ar furra eus ar grouadurien, o caret re ar groaguez, a goez en idolatri. Seiz priet Sarra a so etoufet gant an diaoul Asmode, rac gant intantion impur e c’hantreent er briedeles. An daou den ancien impudic pere a attaquas chastete Suzanna, a voe labeet gant ar vein. Her bac Onan e vreur impur a so scoet dre ar maro subit. Consideret, me o ped, peguement a horreur en deus Doue ous ar pec’het infam… Meditet ha diouallet.