An Ilis

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1817  (p. 67-73)


Eus an Ilis.

Ar guer a Ilis a so grec, hac a signifi assambli, assamble, compagnunez, societe. Evel-se an Ilis eo.

Ar bobl christen unisset dre ur memes fe hac ar memes sacramancho, ha gouvernet gant on tad santel ar pap, viquæl general da J. C., chef visibl eus an Ilis, successeur da S. Pêr, ha gant an Esquibien.

Teir Ilis so, pe evit laret-guell, tri stad so enni.

1°. An Ilis triomphant, peini eo ar societe eus ar sænt en gloar ar barados.

2°. An Ilis en poan, peini eo an ineo eus ar purcator.

3°. An Ilis en bresel, da laret eo, hini ar gristenien pere so voar an douar. Honnes so c’hoas composet a daou stad : unan evit enseigni, peini eo ar pap gant an Esquibien, heritourien d’an Ebestel, ha pere o deus carg digant Doue da gonservi ha da brezeg ar fe. Un all evit seleo hac obeissa, peini eo an oll bobl fidel.

Guir Ilis J. C. e deus principalamant pevar c’haracter evit bezàn anaveet, pere ne aparchantont nemet outi, ha pere so merquet er Gredo.

Da guenta, an Ilis a J. C. a so unan, unam, rac quement den a so enni ne reont nemet ur societe, ur c’horf dindan ur penn peini eo on tad santel ar Pap ; rac n’o deus nemet ur memes fe, ur memes sacramancho, ur memes esperanç. An arc’h a Noë, ar saë ep groui a J. C. a discoe penaus n’en deus nemet un Ilis. En effet, n’en deus nemet un Doue, parconsequant ne ell bezàn nemet un Ilis, hac an oll Dado santel a lavar ema emaez a hent ar silvidiguez piou benac en em separ a unite an Ilis. Quement-se a so un articl a fe.

D’an eil, an Ilis a so santel ; rac santel eo o chef J. C., santel e doctrin, santel e sacramancho : inutil e ve clasq santeles nemet enni, rac anez ar fe n’en deus quet a santeles.

D’an drede, Ilis J. C. a so catholiq pe universel ; car par-tout e tap : en pep lec’h e heus, e vezo pe e heus bet ur societe a gristenien dindan un chef visibl ; e doctrin a so, a vezo pe a so bet prezeguet dre ar bed universel hac en pep amser e vezo catholiquet. Rei a rin dac’h, eme an Tad eternel d’e Vap divin, an oll nationo evit partaich, hac o tomination a vezo voar an douar en antier.

D’ar pevare, Ilis J. C. a so apostolïq ; rac fondet pe cimantet eo gant an Ebestel dre ho goad hac o doctrin : rac ar Pap hac an Esquibien catholiq a disquen ep interruption eus an Ebestel, pere o deus-ê etablisset evit gouven an lIis, evel ma voant ii o unan etablisset gant J. C. An Ilis a so apostoliq, rac cridi hac enseigni a ra ar memes doctrin evel an Ebestel, rac gouvernet eo gant heriterien an Ebestel.

Eus an oll Iliso pretantet n’en deus nemet an Ilis Romen ous peini a apparchant ar pevar merq a vouir Ilis un Doue, a bere e comsomp ; rac muyoc’h a etandu e deus er broyo oll evit ar societeo a heretiquet ha schismatiquet separet. N’en deo quet evit ur rouantelez, un nation epquen, bezàn e deus partout bugale ha pastoret. Hi epquen a gonserv an oll guirioneo a fe, hac a gondaon an oll erreurio. Enhi epquen eo conservet ar succession eus an Ebestel ; rac aboue an Ebestel na eller quet henvel un amser en peini e ve commancet an Ilis romen ; gallout a rer er c’hontrel henvel an deiz, ar bloas en peini eo commancet an Iliso nevez ha faus, pa zeo a fe penaus n’en deus nemet ur guir Ilis. Chomomp ferm ha fidel voar ar mên voar beini en deus J. C. fondet e Ilis, pe adieu hon silvi-diguez.

Eus a buissanç an Ilis.

Constitution Ilis un Doue, an amser en peini e tle pad, ar personajo a bere e zeo composet, ar pez en em bropos, e doctrin, e fe, an necessite da vezàn unan, ar schismo, an heresio, ar revelation, ar brovidanç a so quen lies a breuven eo ret cavet ur buissanç visibl en Ilis J. C. Maes ar buissanç spirituel-se ne apparchant quet ous ar bobl, ous ar chefo eo, da lavaret eo, ous an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap. Deze ep quen en deus laret J. C. en personaich an Ebestel : « Iit, enseignet an nationo, badezet aneze en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Disquet deze observi ar pes am eus ordrenet ; ha bezet sur penaus e vezin guenac’h bete fin ar bed. »

En Ilis, evel par-tout, an oll n’o deus quet ar memes fonctiono. Darn so evit enseigni, comandi, gouvern ; darn-all evit seleo, profita, obeissa. An Escop, eme S. Ambroas, a doug ar berfection eus ar Veleguiaich. Mar ro lod eus e bouvoar da Vinistret inferieur, e conserv bepret ar superiorite. Hep e gonsantamant na dleer ober netra en Ilis evel J. C. peini ne re netra hep urs e Dad. An Escop eo imaich Doue, princ ar Veleyen. Piou benac en seleo, a seleo J. C., ha piou benac en mepris, a vepris J. C. Groet attantion, me ho ped, d’ar c’homso se eus an Aviel. J. C. en deus roet d’e Ilis ar buissanç en devoa e unan ; digantàn e receo tout, en e hano e ra tout : na ell quet enseigni an erreur, rac na ell quet en em drompla.

An Ilis na ell quet en em drompla.

Jesus pa roas e buissanç d’an Ilis, a roas c’hoas d’e briet e furnez hac e sclærigen. Goude bezàn laret d’e Ebestel penaus o c’hasse evel ma voa digasset gant e Dad, e c’huezas visiblamant voar neze evit rei deze e speret hac o etablissa e ambassadourien dre ar bed. Ilis Doue, eme S. Paul, eo ar pillier hac ar sourcen eus ar virionez. Doue hon oblich da disqui pe da receo ar fe digant e Ilis, evit na vezomp quet, eme ar memes abostol, o flageal evel bugale, hac o trei gant pep sort avel a doctrin an dud, a bere ar valiç hac an artifiço o deus c’hoant d’on angagi en erreur. Jesus a so bepret gant e Ilis ; jamæs n’e c’habandono, e c’her a so avoalc’h evit pep den raisonabl, hac ar promesseo solemnel a eure on Salver d’an Ebestei d’o asistàn ha d’o diouall eus an erreur, a so groet d’o heriterien quen couls ha deze ; rac Ilis J. C. a bado bete fin ar bed, hac an Ebestel a voa mortel eveldom ; parconsequant ar promesseo a sel an oll Esquibien heriterien d’an Ebestel. Doue a so parfet en tout, hac an den Doue a vize manquet e Ilis, ma n’en dize-hi quet goarantet a erreur epad an oll amser. Ur c’hristen catholic n’en deus quet a ezom a studi evit en em assuri penaus an ilis na ell quet en em drompia en e doctrin ; n’en deus nemet ræoni er guis màn : Doue en deus digasset J. C. hac an Ebestel ; ar bed oll a rent testenl voar ar poent-se. An Ebestel o deus en amser casset pastoret, hac er guis-se on fastoret o deus heritet d’an Ebestel : ze so sclær. Par consequant Doue a fell dezàn ma instrui dre heriterien an Ebestel, evel m’en deus instruet ar c’henta pobl fidel dre an Ebestel o unan. Mæs ne allàn quet bezàn instruet hep risq da vezàn tromplet, mar refus Doue d’am fastoret heriterien d’an Ebestel, an asistanç a accorde d’an Ebestel memes. Par consequant Doue a gontinu deze ar memes assistanç, ha ne ellont en em drompla quen neubeut hac an Ebestel, pa zint evelte asistet gant ar Speret-Santel. Consideret eta peguen essantiel eo evidoc’h non pas en em separi dious ho pastoret pere a so heriterien d’an Ebestel. N’en deus en succession an Ebestel nemet ar bastoret casset hac anaveet gant an Ilis ; an hini a antre dre un hent all n’en deo quet pasteur, mæs intru ha laër, eme S. Yan.

Eus ar Chef eus an Ilis.

Un articl a fe eo penaus J. C. a etablissas S. Pêr evit chef ha gouvern e Ilis. Hon Salver prest da sevel en env a gargas Pêr en particulier da gavet soign eus e dênvet. Pep famil a cavet ur penn, ur chef ; Ilis J. C. na ell quet bezàn ur c’horf ep penn. Na ell bezàn nemet un Ilis, ha quement-se na ell cavet lec’h nemet bezàn a ve ur chef en peini an oll vem-pro a ve unisset. Certen eo penaus sant Pêr a so bet groet chef eus an Ilis gant J. C. N’en deo quet neubeutoc’h certen e voan Tad santel ar pap successeur da sant Pêr ha chef d’an Ilis eveltàn. Ar succession eus ar Pabet aboue sant Lin bete an hini a hirie, a form ur chaden eus hon bete da sant Pêr ha J. C. Sant Irenee, en fin an eil canvet, a hanv an Ilis a Rom bras hac ancien, gant peini, abalamour da galite a chef eus an Ilis, an oll a dle bezàn unisset. Sant Jerom o coms a sant Pêr, a lavar : Unan so etablisset evit bezàn chef, hac evit lemel pep occasion a schism. An oll Dado santel o deus, en ur guer, anaveet ar pap evit successeur da sant Pêr, chef eus an Ilis, en peini en deus gouir a henor hac a gommandamant. An oll Scritur Sacr a brouv ar galite a unic hac a vouir chef eus an Ilis en sant Pêr hac er pap ; piou benac na gred quet ar virionez-se, a so heretiq. Piou-benac ne anav quet ha ne obeiss quet d’ar pap evel chef eus an Ilis, n’en deo quen membr a Ilis Jesus, ne ma quen en hent eus ar silvidiguez.