Mont d’an endalc’had

An Egl hac an Escarbot.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’higer hac ar C’hy. An Egl hac an Escarbot. Assamble bras ar Razet.   ►



FABL 124.


An Egl hac an Escarbot.


Eur had gant an egl pourcivet
En ty’n escarbot sauveteed,
Pehini mad e recevas.
An egl en graç a zuplias,
Pa voa qemeret en e dy,
Ne raje droug ebet dezi,
Evitàn da vea dister ;
E c’houl dre’n doue Jupiter.
An egl, o vea erellet,
Eun tol asqel en deus roët
Evit c’houcha an escarbot.
Neuse e c’havanças araug
Var ar had, hac e difframmas
Ha buan avoalc’h e debas.

An escarbot neuse, fachet,
Var lerc’h an egl a zo nijet
Da c’houd pelec’h e voa e nez.
Evel m’en deus gallet goud rez,
N’en dê qet mancqet d’e ardo :
E torras tout e oll voyo.
An egl neuse, injuriet
Dre an tor a voa dezàn gred,
E nez cals huelloc’h a ra :
Egile deu eur memeus tra.
Ne voye petra da ober.
Ma nijeas bete Jupiter ;
(Dre ordinal e lavaret
Eo dezàn lapouç dediet.)
Ma laca e voyo neuse
Var benno daoulin e zoue,
Eus ho recommandi dezàn
Da zivoal anê evitàn.
An escarbot a ra neuse
Eur pilul teil ha nich ive
Da gaout Jupiter nep trubuil,
Ma tol ané en e c’hrubuil.
Jupiter neuse a zavas ;
An traou udur-ze a hijeas.
En oyo ’n egl ne zonje qet,
Da guea en deus-e lezet.
Avertiszet voe Jupiter
Penaus e voa bet an affer ;
An escarbot en devoa gred
D’en em venji demeus an egl
Ne raje deus aneàn van,
Var digare ma voa bian,

Memeus en ano Jupiter
Abalamour ma voa dister.
D’an egl neuse e voe laret
An escarbot en devoa gred
Hac en devoa bed jujet just
D’e dreti en eur fesson rust.
Evit qement-se ne c’hoante qet
E vije collet raç an egl.
Clascq ho c’haccordi a voe gred ;
Mæs an escarbot ne c’houl qet :
Ar pez a lecqes Jupiter
Da lacqat an egl da ober
E nez en amser a so prob
Ne voeler qet an escarbot.

Sans moral.


Dre ar fabl-màn eo disqueet
Mimpriza den ne gleer qet.
Gant amzer e c’hell pep-hini
Caout ar voyen d’en em venji ;
Evitàn da vea bian
E teuï a ben, mar laca poan.


————