Mont d’an endalc’had

An Doue Mercur hac ar C’halve.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Geillenen. An Doue Mercur hac ar C’halve. Ar Bugel hac e Vam.   ►



FABL 81.


An Doue Mercur hac ar C’halve.


Eur c’halveer o troc’ha coat
Var vord eur rinvier voa e droad
Consacret d’an doue Mercur,
Ma c'harruas dre avantur
E vouc’hel eus e zorn strinqet
Da fons an dour e voa lancet.
Pa ne aille ober qen sort
E c’haze neuse var ar bord
Gant anqen da huanadi,
Deus e goll d’en em gonzoli.
Mercur gant truez a c’houlle
Petra voa caus m’en em gleme.
Evel m’en deus anaveet,
D’ar c’halve en deus disquelet,
Savet gantàn demeus an dour,
Eur vouc’hel gred a vetal aour,
Ha diontàn e c’houlenne :
Ar vouc’hel-màn a so dide ?
Ar c’halve en deus respontet :
Allas ! emezàn, n’en dê qet.
Mercur arre en eun instant
A zisquel eun all a arc’hant
Hac adarre e c’houlenne :
Nac hommàn n’en dê qet ive ?
Ar c’halve a lar : qen neubeut ;
N’e c’hanval na cals na neubeut.

Mercur a zisqueas timad
Unan ouarn troadet en coat.
Ar c’halve, p’en deus-hi guelet :
Honnes ê, en deus lavaret.
Mercur neuse en deus jujet
En deus libr ha just disqleriet
Ne voa qet a speret contrel,
Ma ro dezàn an teir bouc’hel.
Ar c’halve a deuas joaüs
Deus a eur fortun qen evrus,
Ma c’ha da gaout e gonsortet
Ha tout deze en deus contet.
Unan deus anê, pa glevas,
Ar fantazi a gemeras
Mar boa possubl approu ive
Caout eun avantur evel-ze.
Mont a eure ta evit ze
Da gichen ar rinvier ive.
A volonte vad e taolas
E vouc’hel diontàn pell bras.
Er bord e teu da azea
Oc’h ober zeblant da voela.
Mercur a deu en un istant
Gant eur vouc’hel aour lugernant,
Oc’h anaout an hypocrizi
Eus ar gallant gant e c’hoari.
Digantàn neuse e c’houlle :
Hommàn e c’heo da hini-de ?
An impostor a respontas :
Honnes e sur manific bras.
An doue da denna venjanç
Eus e c’hevier hac imprudanç

Ne roas nac an hini aour
Nac an hini taulet en dour.

Sans moral.


N’eus fors petra a arruo,
Pe var vad pe fall e vezo,
Gueno an den honest bepret
Deus ar voirione vo carget :
E goms ferm, eun tammic volant,
O tenna var an arrogant.
Pa arru eun dra a henep
E rayo qent eul le-douet
Evit ne rayo juntrenes
A zorn nac a ben plegeres.
Dre ar signo-ze, mar qeret,
An oll dud francq a anvefet.
Mæs ar c’hontrel, an impocrit
A gause brao ha manific :
Qent ma teuint e mes e c’heno,
E royo dê qement a dro
Ma ho lavaro qen subtil,
Memeus da entent difficil.
Aon en devo en e galon
Ne gemerfac’h tentation.
Ne ouzoc’h qet en ep fesson
Petra en deus en e galon.
Fiet en den-ze, ma c’hredet,
P’ho po c’hoant da veza tromplet :
Ennès so capabl, ma c’halfe,
Da drompla an otro Doue.