Mont d’an endalc’had

Alanik al Louarn (Perrot)

Eus Wikimammenn
Ar Gwaziou, 1911  (p. --92)




J.-M. Perrot


Alanik

al Louarn


pe « N’eus den fin
n’en deus e goulz. »


Pez-C’hoari plijadurus rimet e daou Arvest


――――°――――


Moullet evit an eil gwech


――――*――――



MONTROULEZ
MOULLEREZ AR GWAZIOU
- 1911 -



J.-M. PERROT


Alanik

al Louarn


pe « N’eus den fin
n’en deus e goulz. »


Pez-C’hoari plijadurus rimet e daou Arvest


C’hoariet evit ar wech kenta
e Kastell Keryan, d’ar 7 a viz meurs 1905,
dre vadelez
an Aotr. Kont de Coatgoureden,
mear Sant-Nouga,
dirag eur bobl a bevar mil den
diredet eus a dro war dro



————




Gwelet ha kavet mad evit beza moullet.


Kemper, d’ar 26 a viz Eost 1905.


† Fransez-Virjil.
Eskob Kemper ha Leon.






D’eoc’h ho taou,

Yvona Gouzien hag Yvon Croguennec,

ho peus bet ar vadelez

da va luskellat

ha da va sevel e karantez

Doue ha Breiz,

e kinnigan al levrig-man,

gant esper mat

e reoc’h digemer laouen d’ezan,

skrivet ma ’z eo er yez dudius

a zeskis var ho parlenn,

hag e skuilhoc’h, eus lein an nenv,

ho kaëra bennoz

var an hini en deus her great :


J.-M. P.




Lizer Paeroniez


Skrivet gant an Aot. VALLÉE, Rener Kroaz ar
Vretoned, da oberour Alanik al Louarn


Sant-Briek, d’ar 26 a viz Eost 1905.


Aotrou ha Kenvroad ker.

Va ali a c’houlennit diganen diwar-benn ho pez nevez Alanik al Louarn. O paouez e lenn emaoun. ha biskoaz — ne ket evit rei mel e lavaran kement-se ; ar wirionez n’eo ken — biskoaz gant lennaden vrezonek ebet n’em oa kemeret kement all a blijadur. Rag, mar deo gall danvez ho labour, an doare m’ho peus displeget anezhan a zo breton-rik… breton penn-kil-ha-troad ! Nag a skrivagner, en hon amzer, dreist holl pa gemeront diwar ar gallek danvez o skrijou, a chom ganto, evel pa vije bet peget ouz kroc’hen o spered, stumm ar C’hallaoued, ar stumm-ze skord, disliv, treut ha maro,

Teusk evel advern eur c’hi,

evel ma leveromp e Treger ! Ho stumm-c’hwi, en enep, a zo founnus, beo ha yac’h, maget ma ’z eo gant spered ar Vro ha gwriziennet e deun ene Breiz-Izel. Dre-ze ho prezonek, hag hen reiz-mad, a chom atao freaz ha poblus : ha, pa wezit e vravaat c’hoaz dre varella ho tivizadegou gant kant ha kant a grenn-lavariou, a doareou hag a skeudennou-lavar, a rimadellou hag a fentigellou plijusoc’h an eil eget eben, e skoït eün war ar galon hag e tiskennit don e spered ho lennerien.

Ha c’hoaz, var va meno, kaëroc’h ho peus great eget sevel eur pez-c’hoari mat en eur brezonek ar c’houeka : Eur gentel ho peus roët, eun hent nevez ho peus digoret da varzed ho Pro.

Gwir eo, ar re-man o deus savet eun eost founnus a beziou-c’hoari, a welomp o tiwana a bep tu, en-dro d’eomp, war hon douar santel a Vreiz-Izel. Pa zellomp, avad, ouz an eost-ze n’omp ket evit miret da chom batet, henvel ma ’z eo ouz eur parkad ed na vije ennan nemet tamoezennou melen, stank-ha-stank, hep an distera rozen-voc’h pe c’hlizinen da rei dudi lia frealz d’al lagad. Rag n’eus ganeomp nemet peziou-c’hoari bras pe « trajediennou », skoueriusoc’h ha pouezusoc’h an eil eget egile… ha man da c’hoarzin ha da farsal !

Ha koulskoude, en amzer gwechall, e veze skrivet peziou c’hoarzus, evel an « Amourouzded ar C’hoziad » ez eus menek anezan war geriadur an Tad Pelletier, pe c’hoaz evel ar peziou-ze savet gant hon tadou koz d’ar Malarje hag a zo deut beteg ennomp ar vrud anezo. Daoust hag-en e vije aet hon spered breizad war dreutât ha war zizec’ha evel koz douarou-zo ? — N’eo ket ! Emoc’h o paouez diskouez e oa beo c’hoaz ennan andon ar c’hoariadellou hag ar farserez ! Hag ho taol-esa a zo deut ganeoc’h da daol-micher, gwella zo !

Na van ken d’ober nemet kloza al lizer-man — re hirr — en eur ho trugarekât eur wech c’hoaz, hag en eur heta d’eoc’h diskibled, eur bern anezo, a zavo, d’hoc’h heul, peziou-c’hoari henvel ouz hoc’h Alanik al Louarn, evit gwella mad ar Brezonek hag ar Vro.

Ho servijer ha kenvroad sentus ha leal.

F. Vallée (Abherve.)

An Aotrou ANATOL AR BRAZ, eur Breizad brudet, o skriva diwar-benn « Alanik al Louarn » nevez-moullet, a lavare d’e oberour :


Trugare d’ec’h, a greiz kalon ;
Sklèr ê ar vouez ha braw ar zon.

Patelinn-goz e-mès e ve
Zo lammet, gant eur fri neve.

Disket gantan brezoneg mad
Du-hont ’n eur ober e droiad.

« Fé d’am doustek ! » ’vel a larer
En Gwélô kouls hag en Treger,

Meur a hini dapo an hik
Dre forz c’hwarzin gant Alanik,

Pa deuio a gastell Ker-Yann
Da redek Breiz, dre vrug ha lann !

N’ê ket digemer a vanko
D’ar c’hoz-filouter en pep bro !

Gras d’ezan da vewan ken pell
Ha ma pado yez Breiz-Izel.

N’oufenn ober gwelloc’h mennad
’Wit an otro Perrot, e dad.


C’HOARIERIEN


————


1. Alanik al Louarn, alvokad dilabour ;

2. Primel, pôtr yaouank, mevel keginer gant Alanik ;

3. Goulc’hen Michans, tiek ha marc’hadour mezer ;

4. Gwenneal, pôtr yaouank, mevel mesaer gant Goulc’hen ;

5.-6. Eur Barner gant e Skrivanier ;

7. Eozennik, bugel, ni da C’houlc’hen Michans.


————


An Arvest kenta a dremen e kegin Alanik al Louarn, da zeiz Gouel Mikeal.

An eil, en ti Lez-Varn, antronoz Gouel Mikeal.


————


Set’ aman hanoiou ar re o deus choariet ar pez-c’hoari-man da genta :


Alanik al Louarn 
 Glaoda Boulc’h
Primel 
 Saïk Guillou.
Goulc’hen Michans 
 Yvon Paul.
Gwenneal 
 Josef Peron.
Eur Barner 
 Yan Milin.
E Skrivanier 
 Yvon Calvez.
Eozennik 
 J.-P. Stephan.


————

ALANIK

AL LOUARN


Arvest Kenta
————
KENTA DIVIZ
————


PRIMEL. — e-unan, a ra an neus da benselia e lavreg, hag a gan dre ma kas e nadoz en dro.


Disul vintin aba zaviz, [1]
O ren dren dren o la la ri tra,
O ren dren dren la ri de na ;
Da redek ar c’had ez iz,
Tio ho !
Da redek ar c’had ez iz,
Tio ho ! ho !

Redek ar c’had, ar c’hevelek,
A dreuz traonien ha lannek.


Mouskana a ra an ton eun deirved gwech heb ober implij a gomzou en taol-man.

Sevel a ra, ha goude beza lakeat var an daol e venviou da c’hriat, e komz evelhen :

Ah ! ya gwechall nag a ebat
P’edon er gear e ti va zad,

Pa vezemp hen, va breur ha me,
O taouhantera gant Doue,
O labourat betek an noz
Mesiou troët gant ar re goz
Ha glepiet gant gliz o c’houezen !

Nag a blijadur dianken
A gaved da zul pa veze
Peurc’hreat e zlead ouz Doue,
Oc’h en em lettri er c’hoariou
A reas en hor raok hon tadou !

Breman, siouaz, n’eo mui henvel ;
Eat an ebat gant an avel :
Reuzeudik oun evel ar vein.
Siouaz ! va unan var va c’hein
Am eus chachet ar c’har.

Am eus chachet ar c’har. Perak,
P’edon brao bras er gear distak
Ha digabestr, am eus klasket
Fred e kear, ken n’am eus kavet :
’Vel pa vefe mel er c’heariou.
Da lipat ouz ar mogeriou.

Pell diouz va zud, perag ivez
Mont da redek war-lerc’h danvez,
’Vel pa gouezfe var ar ruiou
Aour evel gliz var ar mesiou ?

Perag senti ouz eur stultenn
Froudennus, a dreuzaz va fenn,
Ha mont da glask beza e kear
Mevel kent eget mab er gear ?

Da welet ar c’heariou zo kaer,
A bell o lintri p’o gweler,
Mes pa ’z er enno da veva,
Trumm e sav keuz gant neb a ya.

Evidoun-me ’zo dizounet
Diouz ar c’hoant mont gant aotroned ;
Tapet oun en eun toull louarn
Ha va meudou doun em daouarn
A zo kouezet.
A zo kouezet. Eur mestr am eus
Ne dal kel an dillad an deus ;
Louarn eo, war a leverer
Dre lez-hano ha dre vicher,
Hag alvokad eo a lavar,
Diez kenan kaout d’ezan e bar ;
Ar pez ’zo gwir ha gwir bater
Eo eur gaouiad hag eur riblaer,
Ha mar deo aotrou, me lavar
Eo kouezet eus a lost ar c’har ;
E stal e stalik ’zo troet,
Eat eo e zouc’h da vinaoued.
Daoust ha pinvidik e chomer
Pa ne rear man eus an amzer ?
Penaoz ivez ne vefe ket
A bep seurt siou fall karget ?
Al labour eo hag ar beden
War hent ar mad a zalc’h an den.
Nep piou bennak ne ra netra
A zesk an droug da nebeuta.
Al labour eo hag ar c’houezen
A vag hag a yac’ha an den,
Ha va Lan, e leac’h labourat,
’Vez aman hag a-hont dalc’h-mad,
O vont eus eun ti d’egile
Da glask e lein pe e vanne.

Hag e keit-se me rank tremen
Gant bara zeac’h ha dour hebken.
Hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz
Eo emaoun var nez mont en noaz.
Eur pillaouer, mar am gwelfe,
Truez ouzin a gemerfe
Hag eus e zac’h e roffe d’in
Gwell eget n’em eus var va c’hein.

M’am bije bet da vihana
Da gaout eul lavreg peadra !
Siouaz, ker berr oun ma rankan
Lakaat daou da ober unan.
Meur a gant gwech am eus klevet
Va zad gwechall o lavaret :
« Gouzanv an dud hag an amzer
» A zo daou dra red da ober. »
Da c’hortoz dizrei c’hoaz d’e gear,
Dâ eo d’in ober e lavar,
Ha marteze da vont ganen
E c’hellin kaout va gwenneien.
Ah ! ya, panefe ma ’z eus keit
M’am eus aman lakeat va zreid
Heb kaout eur gwenneg a zigoll,
Pell ’zo e vijen bet em roll.
Mes daouzek miz brao ha kempenn
Zo ’maoun gant Lan, hag ez eo tenn
Diskouez ar seuliou d’an aotrou,
O lezel gantan ar goprou.

Peoc’h ! klevet a ran eun tamm trouz ;
M’oar vad e tizro va Lan rouz :
Pa gomzer eus ar bleiz, e lost
A veler a bell pe a dost ;
Evit al louarn, e doare,
E tigouez ivez evelse.


————

EIL DIVIZ


PRIMEL hag ALAN


Primel a gloz dillo e neud, e benseliou hag e nadoz, hag a ra an neuz da gempenn listri ar gegin.


ALANIK, o tont en ti

Evelse, Primel, gant a ri,
Bez kempenn, paotr, var va listri.
Evelato var zigarez
Ober anezo traou nevez,
Ne da ket da re o spura
En aoun ne deufez d’o uza !


PRIMEL

Bezit dinec’h, Aotrou Alan,
Choari ’ran dresa ma c’hellan,
Ha ma n’uzfen ket va dillad
Muioc’h eget ho listri plad,
Ne vefen ket o vont en noaz
Evel m’emaoun breman, siouaz !


LAN

Mar deo mad beza a zoare,
Ker mad e kavan e vefe
Etre mevelien ha mistri
Eur c’hemm bennak ebarz an ti
Ha ma vefez gwelloc’h gwisket,
Da vestr ganed a ve trec’het,
Rag e zillad, ’vel a welez,
Ne vezont ket didoull bemdez.

PRIMEL

Brao bras e prezegit, aotrou,
— Dreist-oll evit, ho kodellou ; —
Mad eo leaz dous, mad eo leaz trenk,
Mad da bep den chom en e renk ;
Evelato, ne gredan ket
E c’hellfen beza abeget
Hag e lakfen eur pez arc’hant
Da brena danvez gwiskamant.
Mes eus a beleac’h e lakin ?…


LAN

Te n’out nemet eun avoltin,
Ha teod kel lampr ha da hini
Biskoaz n’eus bet ouz va strani.
N’eo ket echu da vloaz ganed
Hag e karfez beza gopreet ;
C’hoant az pefe, var a welan,
Kaout da bae araok rei da boan.
Ha koulskoude em eus klevet
Va zud gwechall o lavaret :
« Dibaot al labour a vez mat
» Pa vez paeet araok m’eo great. »


PRIMEL

Ganeoc’h ’ta neuze, pa rear kont,
Trizek da zousen a respont.


LAN

Trizek da zousen, ha perag ?
Piou her gwelas eun tu bennak ?


PRIMEL

Piou her gwelas ? c’houi eo her gra
O komz evel a rit brema.

Daoust ha neo ket da c’houel Mikeal
E teuiz davedoc’h e leal,
Varlene da genver hizio ?
Emaoun ama ta bloaz a zo ;
Ha ma fell d’eoc’h e kendalc’hfen
D’ober ho kegln, e karfen
Ho kwelet o rei, n’eo ket ’ta,
Va goprou koz d’in da genta.


LAN

Sell, ya vad, gwir a leverez :
Ne zonjen ket e pe zervez
Edomp hizio. — Nan, va Doue,
Dinec’h e oan, ha koulskoude
Deiz gouel Mikeal hag an Ankou
A ra kalz a jenchamanchou.

N’eo ket da laret e c’hellfen
Rei d’it dioc’htu da wenneien,
Rag gouzout a rez difazi,
Abaoue m’emaout e va zi
Ne ran ket ’aour gant morzoliou.


PRIMEL

Oh ! anat eo d’an oll, aotrou,
Rag ne gouezaz bizkoaz an aour
E godell eun den dilabour.
Gwechall, bep prosez a veze,
An oll aman ho koulenne.
Ne vezit ken divar an dour
Hag an oll ho lez dilabour :
Dibreder e vezit bemdez,
Petra dal d’eoc’h ho kouiziegez ?

LAN

Meur a guden am eus ganti
Diroestlet da veur a hini ;
Ha pa c’hellan en em lakât
Var va micher da labourat,
Ne gredan ket e c’hellfed kaout
Eun alvokad eus va galloud.

PRIMEL, outan e-unan

Ya ! da droada gevier, heb mar,
N’eus ket ho par var an douar.

LAN

Mes breman an dud a fura,
Ha dre-ze ni goll hor bara.
Mes fiziomp en amzer da zont
Gwellaat a rai an traou da vont.

PRIMEL

Oh ! gant esperans ha dour yen
E c’heller beva meur a zen.
Siouaz d’eoc’h ; n’oun ket eus ar re
A vez bevet ken diviz-ze,
Ha n’eo ket gant komzou goullou
E vezo stanket an toullou
A gresk e va dillad bemdez,
Hag en ho re d’eoc’h c’houi ivez.

LAN

Ar wirionez a zo ganed :
E truillou emaomp o vonet.

PRIMEL

O vonet ? mes eat eo ez omp,
Penn-kil-ha-troad, ma ’z eo mez d’eomp.

LAN

Gortoz, me oar ar pez a rin
Evit lakaat d’an traou-man fin.
Mont a ran va-unan e feac’h
Da droial var ar marc’halleac’h :
Ar foar a zo, ha marc’had mad
Dillad a gavin er marc’had.

PRIMEL

Kaout a reoc’h n’eus forz pegement
A zillad nevez a bep ment,
Mezer a bep seurt d’ho tiviz,
A bep seurt liou, a bep seurt priz ;
Mes araok gellout kaout ho c’hoant
E rankoc’h diskouez hoc’h arc’hant.
Ho yalc’h dilaset a vezo,
Mes anezi seurt ne gouezo,
Rag eus eur zac’h diez eo tenna
Pa ne lakear netra enna.

LAN

Daoust ha te ’zo bet o sellet ?

PRIMEL

Gouzout a c’heller heb gwelet.

LAN

Mad ! n’eo ket pemp bez ’zo aze
Ma ne zizroan dizale
Gant va samm a zillad nevez
Evidomp hon daou, va fôtr kez.
Mezer penaoz a fell d’id kaout ?
Lavar dillo, me rank gouzout.

PRIMEL

Ar pez a c’helloc’h da gaout, mestr :
Ne zibab ket an neb a brest.

LAN

Saë var gorre ha saë dindan
Az peus ezom var a welan,
Gant eul lavreg war ar marc’had
Evit beza gwisket deread.
Evidot diou walen hanter
Hag evidon teir pe beder,
Rag eus va zu hag em befe
Dillad nevez hag a zoare,
Netra, m’oar vad, sur ne gollfen,
Rag an dillad a ra an den.

PRIMEL

Ha piou an dial, da vihana,
A c’hell presta d’eoc’h er gear-ma ?

LAN

N’ema ket c’hoaz en da bater
Gant piou ez an d’ober affer.
Ar pez ’ zo sur, bez’ am bezo
— Ha deiz ar Varn me o faeo —
Dillad nevez eus ar c’haëra,
’Vit bennoz Doue ha ken tra.

PRIMEL, en eur c’hoarzin goap

Gwelet e vô !

LAN

Gwelet e vô ! Gwelet a ri.
Da c’hedal, diouall mad an ti !


TREDE DIVIZ


————

PRIMEL, e-unan

Eur groaz a vezo red ober
War mantel an oaled ember,
Ma teu gant Alan peadra
D’eomp da c’hellout en em wiska.
D’ar foar ez a, war e veno.
Heb kaout eur real war e hano ;
Mes ma c’hell ober eur preniad
Ne vezo ket dre an hent mad,
Rak piou an dial, da vihana,
A garfe c’hoaz gwerza d’eza ?

Den ebed ken, eo, m’oar vad sur,
Skiant prena a ra ’n dud fur,
Ha Lan an deus gwerzet d’an holl
Eus anezan kement dre holl,
Ma ne c’heller ket mui, e leal,
Fisiout ennan eun hanter real.
Ha koulskoude, o va Doue,
Kalon an den a gar fouge,
Ha ne vefen ket souezet
Hag e klefen e vefe bet
Eun nouch bennak, var e gomzou.
Tapet brao c’hoaz en e lasou.
Rak hen a oar goapât ker flour,
Ma tennfe diên divar dour.

Daoust piou a c’hello kaout an dro
Da ober d’ezan e varo ?
Sur oun abred pe zivezad
Varnan ivez e vo reusiad,
Rak n’eus den fin n’en deus e goulz,
A veze desket d’eomp er c’houlz

Ma ’z eamp gwechall, va breur ha me,
Da skol ar barrez bep beure ;
Ha da lakât da vont kaled
An dra-ze d’eomp en hor spered,
E rankemp deski evel didu
Histor fentus killog Kerzu,
Hag e kredan dindan evor
E ouezan brao c’hoaz an histor.

Er Gerzu ’z eus eur c’hillog.
Korzailhen en e c’houzog ;
Kerkent ha div pe deir her.
Gantan ’ tregarn ar c’harter.

Alan al Louarn, eun deiz.
A glevas e gan direiz,
Hag a zavas c’hoant gantan
Miret outan da ganan.

Er Gerzu ec’h anavez
Mad, Alan, an ardremez.
Setu hen, eta, didrouz
Ha mont e-tal ar bern piouz.

A-bouez gedal eur pennad
— Avechou gedal ’zo mad —
E wel o tont, klok, klok, klok,
Dienkrez ar c’hribellok.

En e jerch d’an aneval
Alan a dap krog raktal.
Ha kerkent, skanv hag iskwit,
Gant e zamm setu hen kwit.

En er vont d’e doull d’ar red,
Mall d’ezan ober e bred,
Setu digouezout gantan
Tremen tost d’eur poull-kannan.

War e dro, kannerezed
A wel al laër o kerzet :
« Sell, a lavaras unan,
» Killog ar Gerzu gant Lan ! »

Neuze ’vad var Lan ar Rouz
E savas harao ha trouz.
Kement, ker brao ha ker mad,
Ma flerie gant e reuziad.

Ker brao, ker mad ha kement
Ma plade ouz mein an hent ;
Ker mad, kement ha ker brao
Ma krene rak ar maro.

E keit-ze. ar c’hribellok
Ouz e welet kel lostok :
« Bah ! Lan zot, sent ouzin-me,
» Ha lavar d’ar merc’hed-ze :

« Asa, merc’hed, nag a drouz !
» Perak kement a c’hlabouz ?
» N’ema ket en hoc’h afïer
» Petra lakin ouz va ber. »

Alan goz, ouz e zelaou,
A dro krenn e gillorou
Evit prezeg d’ar merc’hed.
Siouaz ! genaouek ’ oa bet.

Rak ar c’hillok, e keit-ze,
Var hent ar gear a gerze,
En er ziskouez en doa Lan
Kavet finnoc’h egetan.

Asa ! penaoz ne c’hoarvesfe
Eun dizro louz bennak ’velse

Gant va mestr, d’e zifeskina
Eus an drouk a ra d’e nesa ?
Hag e rankfen mont goudeze
Da di va zad hep kaout va dle,
E vefen laouen o sonjal
En deus kavet e gevatal.

————


PEVARE DIVIZ


————

LAN, PRIMEL, GOULC’HEN


LAN, o tizroi gant herr, eur samm traou gantan


LAN

Gwelet a rez ?

PRIMEL

Gwelet a rez ? Gwerc’hez Vari. !

LAN

Pa garan, e c’houzon c’hoari
Da vad koulz ha den all, Primel !

PRIMEL

Gwelet a ran, Gwerc’hez santel,
Mes red eo bet d’eoc’h evelkent
Kaout eun den bennak var hoc’h hent
Da rei d’eoc’h ho mezer e ro.

LAN

Ya marteze, sator dero !
Daoust hag hizio eun alvokad
A c’houlenn e ro e zillad ?

PRIMEL

Pe ma n’eo ket bet d’eoc’h e ro,
Piou eo an hini her paeo ?

LAN

Paeet eo, n’ema ket d’ober !

PRIMEL

Penaoz ? n’ho peus ket eun diner.

LAN

Eo, va faotr keaz, eur real a ioa
Chomet em yalc’h da loueda.
Mall oa e gas, Goulc’hen Michans
En deus hen bet da real a jans.

PRIMEL, outan e-unan

Ober a rin gajou nevez

(Da Lan)



Ah ! Goulc’hen a zo…

LAN, o trouc’ha var Brimel

Ah ! Goulc’hen a zo… Dres, hennez !

PRIMEL

…o chom er penn all tout da gear,
Demdost da di an Aotrou Mear ?

LAN

Mad, eus e di eo e teuan
Gant an dillad-man digantan.
Leiz da gof az pije c’hoarzet,
Ouz va selaou ma vijez bet,
Rag, nan biskoaz n’eo bet, heb gaou,
Va zeod kel lampr e va genou.
Ah ! ya, c’hoarzin ’leiz da groc’hen
Az pije great, e ti C’houlc’hen
Ouz va selaou ma vijez bet.

PRIMEL

C’hoarzin a rin ouz ho klevet
Mar kirit c’hoaz en em lakât
Da gonta d’in ho taluad.

LAN

Hen ober mad a rin, Primel ;
Mes kant kleved n’ dal ket eur gwel.
En er vont bremaïk ac’halen
Oun eat var-eün da di C’houlc’hen.
Pa zigoueziz, var dreuz e zor
Edo braket ’vel eur pabor.
« Ha d’eoc’h, Goulc’hen, ’moun-me, kerkent !
Ne zonjen ket, o vont en hent,
Kaout ar blijadur d’ho kwelet.
Penaoz ’ta ganeoc’h ’ma ar bed ? »
— « Mad, emezan, ha dreist zoken,
’Drugarez Doue, ’ma ganen. »

— « Gwella ze ’ta, ’moun-me raktal.
Ha penaoz a rit en ho stal,
Hag hewerz eo an traou breman ? »

— « Bez’ e c’heller en em dennan.
Emezan. »
Emezan. » Ha me kendelc’her
C’hoaz var e lerc’h gant va fater.

— « Ho tad, Doue r’hen pardouno !
Ah ! na pebez den « Comme il faut, »
Henvel mil hoc’h outan, m’hen tou ! »

— « Savit ganen var laez, aotrou, »
Eme baotr ar mezer raktal.
Ha setu me pignet er stal,
Ha great d’in, mar plij, azeza ;
Hag e kendalc’hen da gounta.
— « Ya, m’hen tou, c’houi eo mab ho tad,

Fri ha genou ha daoulagad,
N’eus kemm ebed evit eur gwel,
Ha da c’houzout c’hoaz hoc’h henvel.
Sell, pa zonjan — livirit d’in,
Ha n’eo ket maro ho tintin
Katell fri kamm ? »
Katell fri kamm ? » — « Nan Doue r’he miro,
Eme C’houlc’hen. »
Eme C’houlc’hen. » — « Rozen ar vro
’Moun-me ’darre, oa Katellik
Hag eur bebren satordallik,
Eur plac’h vrao. Eveldi, Goulc’hen,
Ez hoc’h ivez mistr ha laouen.
Mantrus an henveledigez
A zo en ho kerentiez !
Sac’h an dïen, kredi a ran
Gwelet ho tad pa ho kwelan.
Ken henvel-poch ez hoc’h ho taou
Ha ma ’z eo daou lomm dour, m’hen tou.
— Ar c’heaz a zen hag a roê
E kred d’an neb a choulenne :
Sal’ e vije kalz eveldan,
Doue r’hen pardouno breman ! »

PRIMEL

Ker fin ha c’houi n’eus den ebed
O lakaat e dreid var ar bed.

LAN

N’eo ket echu va c’hontadenn :
Lez ac’hanon ma ’z in da benn.
P’am boa flouret eus va gwella
Ha tommet e galon d’eza ;
Pa weliz penaoz e c’houeze
Gant e gorvad lorc’h ha fouge,
Setu me gwella ma c’hellen,
Ha trei d’ezan va c’hrampoezen

« Satordallik, a liviris
A grenn. Pebez mezer fetis
Ho peus aze, ha krenv ’vel ler !
Daoust hag e gloan eo ho mezer ? »

— « E gloan eo sur, eme C’houlc’hen,
E gloan va denved eo zoken. »

— « Hen ! gwelet a rafec’h, ’moun-me,
O lakaat kresk en e fouge ;
C’houi ’ oar anezi ’vel ho tad.
Eürus an neb ’zo a ouenn vad !
Mes tapet oun ganeoc’h, Goulc’hen,
Braoïk brao a bouez hoc’h higen,
Rag bremaïk, o tont eus ar gèr,
Ne zonjen ket prena mezer ;
Ha breman, pa welan hen-man,
E sav ganen c’hoant d’her prenan.
Kant skoed am boa en aour melen,
Tost ho pezo an drederen,
Her gwelet mad a ran : Biskoaz
Netra d’in kement a blijas.
Red e vô d’eoc’h d’in gwalennan
Pemp pe c’hweac’h gwalenn anezan. »

— « Feac’h, aotrou Lan, eme C’houlc’hen,
Lorc’h ennan a leiz e groc’hen ;

Hennez a zo ker da zuilla
Ha buhan e c’heller fuilla
Eur guchennad vad a arc’hant,
Eus ar mezer-ze pa vez c’hoant,
Rak keraouez a zo savet
Varnan — dre ma ’z eus kalz denved
Marvol er bloaz-man gant ar put :
Eur c’hlenved danjerus ha yud. »

— « Bah ! ’moun-me, daoust ma ’z eo ken ker
Ne ran ket kalz a foutre kaer.
Hennez am bezo pe netra.
Gwalennit anezan d’in ’ta. »

— « Ha n’ho pefe ket eur spillen,
A lavaras kerkent Goulc’hen,
Hervez ho c’hoant, Lan, ho pezo. »

Ha me respount d’ezan d’am zro :
— « Anaout a ran ho kaloun vad :
N’hoc’h nemet henvel ouz ho tad ! »

PRIMEL

Sonj a deu d’in, ouz ho klevet,
Eus an histor-man, ’m eus desket.

LAN

Lez ac’hanon, ma ’c’h echuin
Ha ma weli pebez paotr fin
Eo da vestr Lan. — Pa oa ganen
Dindan va breac’h va frenaden :

« Gortozit, aotrou, ’me ’r gwerzer.
Lezit aman ho samm mezer
Ha va mevel, brao ha kempenn,
A gaso d’eoc’h ho pakadenn ! »

— « Ta ta. ’moun-me, ze n’eo ket red,
Me he dougo heb diez ebed
Dindan va c’hazel evelse.
N’eus ket ouzin a gamambre ;
Mes c’houi d’ho tro, aotrou Goulc’hen,
A rank ember koania ganen.
Ne vanko na kig na bara,
Na chistr na gwin d’eoc’h da eva ;
Hag eus ar c’hrak-houad lard-toaz.
Prenet er marc’had hag a boaz
Breman va mevel ouz ar ber,
E tebroc’h pa deufoc’h ember,
Hag ho pezo c’hoaz diganen
Hanter kant lur en aour melen. »

Mad, dont a raio dizale,
Al laban m’eo da glask e zle.
Mes aman nag aour, nag arc’hant,
Na pred n’en do, hervez e c’hoant.

PRIMEL

Mes oc’h ober evel a rit,
Me gav d’in, aotrou, e laerit ?

LAN

Laerez ! Ya, m’oar vad, sur — selaou !
Daoust ha pec’hed eo ober gaou
Ouz tud kel laer ma ne laeront
O nesa nemet pa c’hellont ?
Goulc’hen Michans, gouzout a rez,
’Zo mab da « vizied ar gernez ».
Evel e dad e laer an holl :
Mall eo e lakât da restaol
D’unan bennak — ha marteze
Ec’h honestaio goudeze.
Evit-se, setu petra rin :
Em gwele kloz en em lakin ;

Ha pa deuio Groulc’hen Michans
D’am chlask aman a fetepans,
E liviri d’ezan dillo,
Evit e gas divar da dro :
« Komzit goustad, en han’ Doue,
Rak va aotrou, var e wele,
En eur stad trist a zo dalc’het
Tri miz a zo gant ar c’hlenved. »
Ha, ma lavar (hag e raio)
Kerkent hag o komz m’az klevo :
— « Liva gevier a rit aze !
Ho mestr a zo bet em zi-me
O prena mezer n’eus ket pell, »
E liviri d’ezan, Primel :
— « It pell ac’halen da zutal,
N’ema ket ar c’houlz da farsal
Ganen-me ’miko tamm ebed. »
— Hag eur penn trist a ri meurbed.

PRIMEL

Bezit dinec’h, aotrou Alan,
Gouzout a rin ober va Lan
Koulz ha nikun. — Gwelet a reoc’h
E vezin a rampou ganeoc’h.
Kas a rin da venez Are,
Da zutal e brulu difre,
Ar pôtr Goulc’hen heb e vezer ;
Gouzout mad a rin va micher.
Mes d’eoc’h e vezo gwaz a ze
Ma kouez warnon ar beac’h goude.

LAN

Awalc’h evelse, randounen,
Mall eo din tec’het ac’halen.

Selaou ! ema o tont, Primel,
En er zutal.

PRIMEL

En er zutal. Sutal a c’hell
Var-lerc’h e arc’hant.

LAN

Var-lerc’h e arc’hant. Ya, sutal
A c’hell ; heh ezomm d’e c’hedal,
Mont a ran d’am gwele.

PRIMEL

Mont a ran d’am gwele. It, ’ta !

LAN

Arabad d’id c’hoarzin !

PRIMEL

Arabad d’id c’hoarzin ! Tra ! tra !
Lenva dourek a rin, Aotrou !
Lan a ya kuit.

PRIMEL, e-unan

Ma c’hounid arc’hant va goprou
D’in gant an dra-ze ?

GOULC’HEN, er meaz

D’in gant an dra-ze ? Hop ! n’eus den
Ebed er gear ? — Me eo Goulc’hen,
He ! aotrou Lan, ’maoc’h ket aze ?

PRIMEL, en eur zigeri

Komzit goustad, en han’ Doue

GOULC’HEN

Hen ! roït d’in buhan digor,
N’eo ket brao beza ’ toull an or.


PEMPED DIVIZ

————

PRIMEL, GOULC’HEN hag ALAN


PRIMEL, da C’houlc’hen o tont en ti


Goustatoc’h !

GOULC’HEN

Goustatoc’h ! Petra ’zo ’nevez ?
Peleac’h ema da vestr ganez ?

PRIMEL

E pe leac’h, Santez Anna !

GOULC’HEN

E pe leac’h, Santez Anna ! Ya !
Lavar ’ta d’in ’peleac’h ema ?

PRIMEL

El leac’h ma rank chom pennasket
Pell ’zo, siouaz, gant ar c’hlenved.

GOULC’HEN

Piou an dial ?

PRIMEL

Piou an dial ? Oh ! en han ’ Doue,
Ne garnachit ket evelse.
Rak moredet eo, a gredan.

GOULC’HEN

Piou ?

PRIMEL

Piou ? Va mestr, an Aotrou Alan.

GOULC’HEN

Da vestr ! mes ema o paouez
Mont eus va zi-me, va faotr kez,
C’hweac’h gwalennad vezer gantan.

PRIMEL

Va mestr ?

GOULC’HEN

Va mestr ? Ya, ha me deu breman
Da gerc’hat arc’hant evito :
Klevet a rez ?

PRIMEL

Klevet a rez ? Evelato,
Sur n’hoc’h ket fur awalc’h o tont
Da gomz aman ken divergont,
Ha da c’houlenn digant eun den
Hag a zo dare da dremen
Arc’hant dillad n’en devezo
Birviken ezomm anezo.
Eul linser wenn ha pemp planken
An deus ezomm ha netra ken.

Goulc’hen a ziroll da c’hoarzin, Primel a gendalc’h :

Aman n’eo ket an holl o deus
C’hoant alvaônat evel m’ho peus,
P’ema karrigel an ankou
O c’hortoz samma an Aotrou.

GOULC’HEN

Nevez klanvet eo da vestr ’ta ?

PRIMEL

Nevez klanvet, Santez Anna,
Trizek sizun hag eun dervez
Ema aze var e c’hourvez.

GOULC’HEN

Ya, m’oar vad sur, beza ’z pezo
Va zok diganen da c’holo
Ar mell gaou-ze.

PRIMEL

Ar mell gaou-ze. Me ?

GOULC’HEN

Ar mell gaou-ze. Me ? Ya, te dres !
Ha ma semplfez bep gaou a rez,
Ne ve ket kavet dre ama
A zour awalc’h d’az tizempla.

PRIMEL

Mantruz ar poaniou a ziouask
Va aotrou Lan. Kaer ’zo bet klask
Medesined ha louzeier,
Ne wella tamm. Oh ! eur merzer
Eo.

GOULC’HEN

Eo. Mad ! bez’ e vezo eur zant
Ma kar rei d’in-me va arc’hant.

PRIMEL

Komzit goustad !

GOULC’HEN

Komzit goustad ! Ro peoc’h d’am penn,
Ha ro d’in dek lagad ejenn !
Te gav d’it e c’heller beva
O rei an traou evit netra ?

PRIMEL

Da biou ho peus roët ho traou ?

GOULC’HEN

Da biou, amboubal ? d’az aotrou

A ioa er foar breman zouden
Ker gwir ha ma ’z oun-me Goulc’hen.

PRIMEL

Meur a henvel a vez er foar
Ha ne vezont na breur na c’hoar ;
Hag a hent all, pe seurt ezomm…

GOULC’HEN

Ta ! ta ! Ki skaotet gant dour zomm
En deus aoun zoken rag dour yen :
Me oar petra eo dleourien.

PRIMEL

M’eus aoun ho peus kollet ho penn
O re zuna bord ho kwerenn.
It ac’halen — ha trumm er mêz !
Asa, daonet, n’ho peus ket vez,
O tont aman da ober freuz
El leac’h ma ’z eus kement a reuz.
It pell diouzin da alvaônat !

GOULC’HEN

Te lare d’in-me komz goustad,
Hag e karnachez da unan
Dek kwech krefoc’h eget ne ran.

PRIMEL

Diloja ’rit hirio e leal :
Anat eo ema Gouel Mikeal
Ganeoc’h.

GOULC’HEN

Ganeoc’h. Ah, morjin, mil gurun,
Biskoaz !

PRIMEL

Biskoaz ! Diouallit d’e zihun !

Hag ab’lamour d’ar boan her goask,
En han’ Doue, chomit habask.

LAN, eus e wele


Primel, eur beradik dour roz,
Diesaat a ran pa deu an noz ;
Deus ’ta da rei d’in da eva.

GOULC’HEN

Ah ! Ah ! m’her c’hlev. aze ’ma !

LAN

Deus ’ta Primel, deus ’ta paotr kez ;
Ar pallenn diwarnoun a gouez,
Avel a deu dre doull an nor
Hag ar prenest a zo digor.
Oh ! ar venec’h zu. Marmara,
Karimari, karimara.

Dilammat a ra var leur an teatr ; hag en eur en em drei ouz Primel :

Sell, diouall ’ta raozo, diouall !

GOULC’HEN

Biskoaz ne weliz kement all.

PRIMEL

Kollet ho peus ho skiant vad.

LAN

Sell anezo ’ta o pignat !

PRIMEL

Petra c’hoarvez ganeoc’h, aotrou ?
N’ema ket mad ganeoc’h an traou.

LAN

Ar vedisined, a zo bet
En deisiou-man ouz va gwelet,
O deus va lakeat da lounka
Ar falla lorgnez o devoa,
Ma ’z oun ampoezonet ganto.

PRIMEL, da C’houlc’hen

Ah ! ta ! ne gredit ket atô ?

GOULC’HEN

Oh ! oh ! n’eo ket gant marvaillou
E vez paeet d’in va dleou !

Da Lan, en eur heja anezan

He ! aotrou Lan : setu Goulc’hen
O klask arc’hant ho prenaden ?


ALANIK a ra an neuz da gemeret Goulc’hen evit e vedesin

Ah ! aotrou Yan — ho teltennou
A zank el ler evel broudou.
Va c’hroc’hen a zo ganto poaz ;
Daoust hag eun all a lakin c’hoaz ?

GOULC’HEN

Grit a geroc’h var an dra-ze
Nemet e paeoc’h d’in va dle.

LAN

Ar c’hoalenn am eus kemeret
Hervez m’ho poa gourc’hemenet.
Oh ! aotrou Yan, pebez moc’haj !
N’evin ket ken eur seurt evaj.

Eur seurt louzou da zistanka ;
Rak ranket am eus dislonka
Gantan kement am boa : d’am giz,
Netra ker c’houero ne danviz.

GOULC’HEN

N’ho peus ket dislonket awalc’h
C’hoaz, rak re reud e chom ho yalc’h.

LAN

Oh ! en han’ Doue, labourit
Mad warnon, aotrou Yan, ha grit
Ma ne vezin ket c’hoaz kaset
Da rouantelez ar gozed.

GOULC’HEN

Hanter kant lur evit mezer
A glaskan diganed, straner.

PRIMEL

Che ! terri reot e benn d’ezan
Araok ma ’c’h ehanoc’h outan.

GOULC’HEN

Ha me n’em eus ket a ziouer,
Pôtr, d’am c’hweac’h gwalennad vezer
Marteze ?

PRIMEL

Marteze ? Pebez randounen !
Gwelet a rit, paourkez Goulc’hen,
E kemer ’hanoc’h, diouz ho min,
Evit beza e vedesin
Ar paourkeaz merzer, nak a boan
Am eus-me kemeret gantan.

Trizek sizun hag eun dervez
Ema aze var e c’hourvez,
Ha c’hoaz ma c’hellfet kaout fisianz
D’e welet o kaout pareanz.

Mes, aotrou Lan, en han’ Doue.
Dizroït buhan d’ho kwele !
Gouzout a rit ho peus difenn
Da zevel c’hoaz, rak ho tersienn…

Primel ha Lan a ya kwit.

————
CHWEAC’HVED DIVIZ
————
GOULC’HEN, e-unan

Petra, an holl hiviziken
A rai’ an amboubal ganen,
Hag a jacho eus va zi-me
Kement a vo diouz o doare ?
An holl a deuio d’am goapât,
Betek ar mesaer emzivad
Am eus em zi digemeret,
Ha great pep vad d’ezan hepred ?
Mil gurun ! biskoaz kement-all !
Ha n’emaoun ket oc’h hunvreal ?

Koulskoude, bet eo bet bremaïk
Em zi-me n’eus ket c’hoaz netraïk.
Marc’hatet hon deus a gav d’in.
Hag em eus tapet ar pôtr fin,
Rak ar mezer en deus prenet,
Teir gwech e briz a zo gwerzet.
Kemeret en deus anezan
Dindan e gazel… al laban,
Hag anter kant lur am bezo
Araok ma ’z in ac’han hizio.

Hag e sko eun taol pounner var an daol.

SEIZVED DIVIZ
————
PRIMEL ha GOULC’HEN


PRIMEL

Asa, pebez kasaüs a zen
A rit evelato Goulc’hen !
It !

GOULC’HEN

It ! Hag ez in, p’am bezo bet
Ar pez a zo d’in ama dleet.

PRIMEL

N’ema ket mad an traou ganeoc’h.
Mar am c’hredit, sioul hag e peoc’h
D’ar gear ez eoc’h da ziskuiza
Eun tammik, ha da gompeza
Ho spered. — It affo, Goulc’hen,
Ar foar he deus skwizet ho penn ;
It d’ho kwele, rag glabouset
E c’hellfec’h beza. Mes n’eo ket
War va lerc’h-me…

GOULC’HEN

War va lerc’h-me… Ah ! satordallik,
Te zo re lemm da deod, pôtrik.
Te rofe d’in-me da gredi
E tebrfe fouenn an houidi.

PRIMEL

Pe zebront, pe ne zebronl ket,
Dour a evont, ne laoskont ket.

GOULC’HEN

Te dle gouzout gwella, m’oarvad,
Eo poaz ganed da grak-houad ?

PRIMEL

Ha setu aze adarre
Eur goulenn mad hag a zoare !
Daoust ha kig houad a roer
Da dud ker klanv ha va mestr ker ?
Debrit er gear hoc’h houidi,
Heb dont d’hor goapaat en hon ti.
Mar plij, Goulc’hen !

LAN, a glever o tistaga eur youc’haden
spountuz eus e wele

Mar plij, Goulc’hen ! O va Doue.
Petra ’r gounnar a welan-me ?

PRIMEL

Sellit, n’hoc’h nemet eun torr-penn !
Kiriek oc’h ma kresk e dersienn.


————
EIZVED DIVIZ
————

Alan a zilamm var an teatr, e voned noz war e benn, e linsel-wele hag e ballenn en dro d’ezan.

ALAN

Petra c’hoarvez gant an tl-man,
Ha piou ar re a deu ennan,
Safar ganto ha trouz-bale
Ken na gren postou va gwele ?

PRIMEL, da C’houlc’hen

Han ! gwelloc’h oc’h ?

LAN, da Brimel

Han ! gwelloc’h oc’h ? Sell ’ta, du-hont
Eur strollad viltansou o tont
A diz da gelc’ha va zi d’in !

PRIMEL

An neb a dec’hfe a ve fin.

LAN

Dek ha dek all ha dek ouspenn,
Eur mellad kanfart en o fenn,
Emaint o tont ebarz er porz !
Emaint ennan o tansal forz !

PRIMEL, e kuz ouz Goulc’hen, a gân

kanaouenn « Potred ar Sabad » var dôn :

Me eo Mathurin an Dall.

Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Chachomp warni, pôtred !
Diriaou ha dirgwener.
Kerzomp ganti d’ar red !
An noz ’ zo, ha tenval;
Brao eo c’hoari ha dansal.
Piou a deu er Sabat
Da glask e ebat ? — Ge !

ALANIK

Ne virimp ket outo, Primel,
’Meus aoun, da zont en hor c’hastell.
Aotrou Doue, setu unan
E benn dre an nor a welan !
Aotrou Doue, unan, daou, tri,
O vont en dro war al leur-zi !

PRIMEL, a gân adarre, atao e kuz
ouz Goulc’hen

Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Chachomp varni pôtred !
Diriaou ha dirgwener.
Kerzomp ganti d’ar red !
Eun dro all, eun dro c’hoaz,
Hag ema tapet ar goaz !
Eun dro all d’e gelc’ha
An nouch z’ anezan. — Ge !

ALANIK

Lammet a reont ha kounnari.
Emaomp taget, Gwerc’hez Vari !
’Meus aoun e rankimp mont en dans
Da zeski ganto ar c’hadans…
Gortozit, pôtred ar sabat,
Hag e kemerimp hon ebat.

Da Brimel

Kerc’h d’in saill an dour benniget
Hag ar sparf ennan, da welet
Ha kas kwit a raimp mall e gas
Ken diez all m’eo da ziblas.

Hag e lavar eur ger e kuzulik da

Brimel, en eur en em drei ouz

Goulc’hen.

Ha kas kwit a raïmp ar c’horred
Hag ar viltansou milliget.

Ober a ra an neuz da veza bervet.

GOULC’HEN

Mad ! n’eo ket posubl e vefe
E skiant vad gant an den-ze !

An diaoul d’am laerez ’dle beza
Kemeret ar stumm aneza.


Primel a deu var leur an teatr, eur bailhad dour hag eur skubellen gantan.

Lan a gemer ar skubellen, ha goude beza great an neuz d’he souba er bailh, e sko ganti a gleiz hag a zeou, en eur lavaret :

Mil gutez, eat hoc’h en henchou
Ah ! ta, ah ! ta. spountaillounou !

GOULC’HEN

Mall eo tec’het kwit ac’haleun.
Kenavo d’eoc’h, pesiou melen !

LAN, en eur en em drei ouz Goulc’hen

Ha te, tra fall, mestr an diaoulou,
Klasket az peus da riboulou ?
Chach da garniou ha kerz en hent.
Da derri mein-zraill gant da zent !


Lan ha Primel, kerkent ha m’eo eat Goulc’hen er-meaz, a ro o dourn an eil d’egile, hag a gan en eur ober eun dro-zans.

Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Chachomp varni, pôtred !
Diriaou ha dirgwener,
Kerzomp ganti d’ar red !
Great ar stal ha great mad !
Fringomp pôtred ar sabat.
D’an ifern, d’eomp raktal,
Da echui ar bal. — Gê !


————

NAVED DIVIZ
————
LAN ha PRIMEL
LAN, hag a c’hoarz ken a venn
koueza d’an douar

Ah ! ah ! pôtrik kez, mall e gas,
N’eo ket bet gwall eaz da ziblas
N’eo ket ’ta ? mes eur wech loc’het,
Eo eur blijadur e welet
O fustal, evel pa vefe
Krog an tân-gwall en e leve.

Hennez, ember, en devezo
Hunvreou aour pa c’hourvezo.
Tapet eo bet pôtr ar mezer.

PRIMEL

Han ! gouzout a ran va micher ?

LAN

Brao bras ! n’em bije ket kredet
Az pije kement a spered.
Breman, da vihana, hon deus
Tapet hon daou, heb kalz a reuz,
Danvez peb a zillad nevez :
N’hon’ deus ket kollel hon dervez !

PRIMEL

Sonj a deu d’in, ouz ho klevet,
Eus an histor-man ’m eus desket :

Eun dervez var skour eur vezenn,
Eur vran a zebre he merenn
Gant, en he beg, eur bastell gig
Kavet a zilerc’h eur babig.

Eul louarn koz o tont a dost,
Digor e skrin, a glev c’houez-rost,
Hag a remerk ar vran loued,
O pipal he fastell boued.

— « Na c’houi ’zo kaer, bran, eme Lan,
Gant ho plunv ker koant ha ker splann !
Mar ho peus mouez en o ser,
C’houi dle beza mestrez an ær. »

Ar vran, o klevet kement all,
A zijonj he fastell gig sall,
Hag a laosk da goueza kevred
Gant he c’hanaouenn he zamm pred.

— « Ne c’heden ken, ’me Lan timad.
Eur wech all. dalc’h gwell d’az pegad
Ma ne fell d’id, soden a vran,
E welet o tont gant Alan. »

Evelse, c’houi bemdez a flemm
Unan bennak gant ho teod lemm.
Ker brao e troït ho komzou
Ma tennfec’h ’n tamm eus ar c’henou.

LAN

Mes n’eo ket awalc’h kement-se,
Koulz ar pred a deu adarre,

PRIMEL

Hag em eus aoun em bezo poan
Oc’h aoza yod silet da goan.


————

DEKVED DIVIZ
————
PRIMEL, LAN ha GWENNEAL
GWENNEAL, o skei var an nor

N’eus den er gear !

LAN

N’eus den er gear ! Ah ! mil gutez,
Daoust hag e tizrofe hennez ?

PRIMEL

Oh ! n’eo ket ker sot-ze, ’michans ;
Awalc’h ’n deus bet gant eun dro zans.

LAN

Gwel mad piou eo, da vihana,
Araok digeri ’n nor d’eza.

PRIMEL, goude beza gwelet

Mevel ar marc’hadour mezer.
A deu d’ho kaout evit affer.

LAN

Pe seurt affer eo e hini ?
Gra d’ezan atao dont en ti
Hag aoz eun dra hennak affo.

PRIMEL, en eur vont kwit

Ne vezo ket druz ar friko,

GWENNEAL, o tont en ti

Doue r’ho pennigo.

LAN

Doue r’ho pennigo. Bennoz
Doue d’id !

GWENNEAL

Doue d’id ! Dont a ran fenoz
D’ho kaout, aotrou ; savet ez euz
Etre va mestr ha me eur freuz
Difreuz, m’am eus ranket tec’het
En e raok ar pez ma c’hallet.
Va mestr a zo e kounar rus,
Egari’ ra ouzin mantruz ;
Ha varc’hoaz dirak ar barner
E c’halv ac’hanon en affer.
Komz a ra eus mezer laeret
Hag eus ein am befe lazet ;
Ha sur e rankin, emezan,
Rei digoll eus peb tra d’ezan.

LAN

Ah ! da vestr ha zo penn follet.

GWENNEAL

E skiant-vad an deus kollet.

LAN, souezet var e veno

Kea da welet.

GWENNEAL

Kea da welet. C’houi, aotrou Lan,
Alvokad mad, war a glevan,
Ma karfec’h kaout ar vadelez
Da rei sikour d’in em frosez ?
Eus ho labour ho tigollfen,
M’hen tou d’eoc’h gwella ma c’hellfen,

Daoust d’in da veza e truillou.

LAN

Gwelet em eus kalz prosezou,
Hag e nikun n’eo bet tapet
An neb am beze difennet ;
Hag e kredan eus henman c’hoaz
Az tiluïn abenn varc’hoaz.
— Tamallet out, pe damaller ?

GWENNEAL

Tamallet oun da veza laêr
Gant va mestr — Eun toullad denved
An deus, hag e vezen kaset
D’o mesaat aman hag ahont,
El leac’hiou m’am laoskel da vont.
Hag e kaven e oa dister
Ar gopr am boa diouz va micher…
Mez, ha red eo e tibunfenn
Dioc’htu dirazoc’h penn da benn
Va c’hudenn ?

LAN

Va c’hudenn ? Ya, na petra ’ta ?
Hag arabad kuzet netra !

GWENNEAL

O veza ’ ta ma oar dister
Ar gopr am boa diouz va micher,
E klaskiz, gwella ma c’helliz,
En em zigoll hervez va giz.
Eul loan bennak, bep an amzer
A gouste tomm ha ker d’e ler :
Lorgnet ha kannet e veze
Ken war e dreid ma tizec’he ;
Hag evit miret na vije
Taolet ar beac’h varnoun goude,

E lakean va mestr da gredi
Edo an dichans en e di,
Ha krog ar pud en e zenved,
Eur c’hlenved danjerus meurbed.

« Red e vezo, ’mezan neuze
Teuler evez ouz an dra-ze
Ha miret na vefe mesket
Ar re yac’h gant ar re daget. »

— « Oh ! ’moun-me, bezit dienkrez.
Teuler a rin pled hag evez. »
Mes n’eo ket evel ma zonje
Pled hag evez a daolen-me ;
Rak anaoudek eus ar c’hlenved
Ma varve gantan an denved,
Me o debre pe o gwerze
Hag arc’hant bras a c’houneze,
Kement ha ker brao, ma lakiz
Va mestr varnon da zellet piz :
Hag eun deiz, e varmous a ni,
Digaset varnon da gourzi,
An deus va gwelet er brouskoat
’C’h ober e daol ouz eun danvad…

Tapet oun — ne dalv ket d’in nac’h. —
Va dourn ganen ebarz ar zac’h.
Mes daoust da ze, gant ho teod flour
Ez oc’h goest da lakât an dour
Diwar milin va mestr da zont
Var va hini.

LAN

Var va hini. Da gloza kont,
Petra ’gav d’id a c’hounezfen ?
Petra rofez ma lakafen
Da vestr da goll e brosez ?
Lavar pegement a rofez ?

GWENNEAL

N’ho paein ket gant arc’hant gwen,
Mes avad gant daou bez melen,
Daou bezik aour hag a viran
Hag ho pezo ma c’hounezan.

LAN

Mad eo neuze, va faotrik kez !
Sur out da c’hounid da brosez.
Hag e vefez du ’vel mouar,
Gwen e vezi var va lavar.
Ro d’in da anaout an hano
A roer d’id ebarz ar vro ?

GWENNEAL

Gwenneal oun hanvet, aotrou Lan ;
Mes, daoust d’an hano a zougan,
Na gwenn nak eal n’oun tamm ebed,
Rag kredi ’ran em eus lazet
Eun dek danvad bennak bep bloaz,
Heb kaout gwir d’hen ober, siouaz !

LAN

Daoust hag eun test bennak a zo
Hag en ez eneb a zavo ?
Aze ’man dalc’h gant da gudenn !

GWENNEAL

Eun test bennak ? Oh ! ya, Goulc’hen
E leac’h unan a gavo dek,
Ha kredit n’eo ket heb abek
En-deün e komzint eneb d’in.

LAN

Ober a ranki da baotr fin ;
Eun tamm ijin ’zo mad da gaout
Pa ve affer ouz eur penn maout.

Dirak al lez-varn, ma komzez,
Sur oun e kolli da brosez ;
Dalch eta dirak ar barner
Da c’henou prennet ha dic’her,
Ha bep goulenn a vezo grêt
Ouzid arabad lavaret
Nemet « bê ». Ha ma sav kounnar
Eneb d’id, daoust d’an oll safar
Ha d’an egar, e kendalc’hi
Ha nemet « bê » ne liviri ;
Hag o sevel pa vezo ’r pred.
E rin an neuz d’az kemeret
Evit eun dizanav a grenn,
Hag e komzin dem evelhen :
« Tudchentil vat hag aotronez,
» Perak klask trabas ouz hennez ?
« Gwelet a rit e kav d’ezan
» Eman gant e zenved aman. »
Mes, hag e toullfent, d’id da benn,
Dalc’h atô da devel a grenn.

GWENNEAL

N’eo ket eur pez kaer da ober,
Hag ober a rin va dever.
Evelhen n’eo ket : « bê » ?

LAN

Evelhen n’eo ket : « bê » ? Ia !

GWENNEAL

{{Kuzhiad|Evelhen n’eo ket : « bê » ? Ia ! Bê !

LAN

Evelse, dres, mad-tre, mad-tre !
Varc’hoaz ema an taol prosez ?

GWENNEAL

Varc’hoaz, aotrou !

LAN

Varc’hoaz, aotrou ! Mat. va faotr kez,

Bez dienkrez gant an dra-ze.
Sur out da c’hounid ganen-me.

GWENNEAL

Kenavezo varc’hoaz, aotrou !

LAN

Kea ha digas d’in va goprou,

GWENNEAL, o vont er meaz

Bezit dinec’h !

LAN

Bezit dinec’h ! Ah ! ta, Primel ?
An traou ganeomp a ya var well.
Hirio e teu danvez dillad.
Varc’hoaz e raïmp fest an houad.



————

EIL ARVEST
————
E Sal al Lez-Varn

E traon ar zal, ouz ar voger, eur C’hrist — gant ma kerer, da ober an dro d’ezan, an daou c’her-man : Ar gwir a eneb ar bed. — Al lealded dreist peta tra.

————
KENTA DIVIZ
————
GWENNEAL ha LAN

Lan a ro e c’hourc’hemennou diveza da Wenneal, da genta dre gomz ha goudeze dre neuz.

LAN

Red e vo d’id teuler evez
Pa vezi enklasket, ha gouez
Kaout ludu da c’holo da dan.

GWENNEAL

Bezit dinec’h, aotrou Alan.


Trouz a glever, hag ec’h azezont, unan a bep tu d’ar zal.


————

EIL DIVIZ
————
AR BARNER hag e SKRIVANIER

Lan, pa deu ar barner, a zav en e zav, hag a ya etrezek ennan :

LAN

Bennoz Doue d’eoc’h en ho ti ;
Penaoz emaoc’h hirio ganti ?

AR BARNER

Mat dreist emaoun, aotrou Alan.
C’houi zo ivez war a welan ;
Mes kemerit hoc’h azezen,
Ha deuit tostoc’h em c’hichen.

LAN

Arabad d’eoc’h, aotrou barner,
’N han’ Doue, kemeret preder
Ganen-me. — Me zo mat kenan
Va-unan penn er c’horn tro-man.

AR BARNER, a zell en dro d’ezan

Koulz eo redek da vale bro
Ma n’eus prosez ebed hizio !


————
TREDE DIVIZ
————

Goulc’hen a deu gant herr, o tigas gantan a-bouez an dourn e ni bihan, Eozennik.

GOULC’HEN

Eo, eo, aotrou, eur prosez ’zo !
Hag, heb mar, me her gounezo.

Mar ho pefe ar vadelez,
En han’ Doue hag ar Werc’hez,
Da zeport eun tam da zonet
Va alvokad, a zo chomet
Da beuraoza ar brezegenn
A raio hirio d’am difenn.

AR BARNER

C’houi gav d’eoc’h me c’hell chom bemdez
Da c’hedal Per ha Paol em lez ?

GOULC’HEN

Gwir eo an traou a zo ker sklêr
Ma tremenfenn heb difenner.

AR BARNER

Ha n’eo ket c’houi an tamaller ?

GOULC’HEN

Me eo en-deün, aotrou barner.

AR BARNER

Hag an tamallet, p’ leac’h ema ?
N’ema ket e-unan ama ?

GOULC’HEN

Aze ’ma kluchet, al labous
Donv ; sellit, sioul ha didrous,
Mes ne zonj ket kalz nebeutoc’h
Evit an dra-ze.

AR BARNER

Evit an dra-ze. Mar d’emaoc’h
Eta ho taou, grit ho koulenn.

GOULC’HEN

Set’ ama va zamalladen.

Aotrou barner : ar c’hoz pôtr-ze
Zo bet savet en han’ Doue
Ganen-me, — Rag war an douar
N’en doa na tad, na mamm, na kar ;
Hag em eus e zigemeret,
An emzivad, hag e vaget ;
Ha. pa weliz e oa e tro
Da zigoll ac’hanon d’e dro.
E riz anezan va mesaer,

Hag her c’hasiz d’al lanneier
Da ziouall va denvedigou,
Mes ker gwir ha m’emaoc’h, aotrou,
Var ho kador-varn azezet,
En deus gwall-lakeat va denved
Ha great d’ezo kement a zroug,
Ma rankoc’h rei d’ezan ar groug.
N’eo ket gwir. Eozennik, lavar ?

EOZENNIK

Eo, va zonton !

AR BARNER

Eo, va zonton ! War an douar.
Buhanik mat ez it ganti !
Daoust ha gopreet ’ oa en ho ti ?
Livirit d’eomp.

LAN

Livirit d’eomp. Ya, marteze !
Goulc’hen n’eo ket ker brokus-ze.

GOULC’HEN

Biskoaz ne weliz kement all !

LAN

Nao loan bihan gant eur marc’h dall ?

GOULC’HEN

Lakât a rafen e klaoustre,
N’eus forz pegement e vefe,
Eo c’houi…

LAN

Eo c’houi… Eo me, petra !

GOULC’HEN

Eo c’houi… Eo me, petra ! Va Lan !

ALAN

Ha deac’h e oan ivez Alan.

AR BARNER

Aotrou Alan, droug dent ho peus
Pa gasit ho tourn d’ho tiweuz.

LAN

Droug dent am eus, chê, choui lavar,
Ken ne dan gantan en egar,
Ken ne c’hellan sevel va fenn :
Dibunit atao ar gudenn.

AR BARNER

Displegit eun nebeut ama
Ar pez a damallit d’eza.

GOULC’HEN

N’eo ket trellet va daoulagad
Ha bez’ em eus va skiant vad.
D’eoc’h, aotrou Lan, eo e werziz
C’hweac’h gwalennad vezer fetiz.

AR BARNER

M’eus aoun eo roestlet ho kudenn.
Ha kollet ganeoc’h an neudenn ?

LAN

Gevier a glaske dizac’ha
P’eo debret e c’heriou ganta.

GOULC’HEN

Me c’houlenn krenn beza krouget,
Ma n’eo ket c’houi ho peus kerc’het
Va mezer.

LAN

Va mezer. Klev ! pemp troad d’ar maout
War a welan an deus c’hoant kaout.
Rag c’hoant en deus da lavaret
E vefe bet e kuz-gwerzet
D’in, gant e vevel ’zo aze,
Ar gloan m’eo great ganti va sae.

GOULC’HEN

Ganeoc’h ema.

AR BARNER

Ganeoc’h ema. Peoc’h n’eo ket ’ta !
Ha ma fell d’eoc’h en em jacha
Eus al Lez-Varn araok an noz,
Livirit perag ha penoz
Etrezoc’h e savas ar freuz ?

ALAN

Daoust d’an droug-dent dijauj am eus.
N’hellan ket miret da c’hoarzin
O welet en deus ar pôtr fin,
O prezeg gant kement a brez,
Kollet e neudenn hag e dres.
Gwelomp eun tamm hag e lakât
A c’hellfemp c’hoaz var an hent mad.

AR BARNER

Hop ! distroomp d’an denved-ze.
Petra zigouezas ?

GOULC’HEN

Petra zigouezas ? Va Doue,
C’hweac’h gwalennad a gemeras
Ha gwenneg ebed ne roas !

AR BARNER

Asa ? na pebez amboubal
A deu ama da hunvreal !
E p’ leac’h an dial’ gav d’eoc’h emaoc’h ?

LAN

Goap a oar ober ac’hanoc’h,
’M eus aoun, an nouch fall z’ anezan ;
Mes mat e vefe, a gredan,
Klask kaout diskleriadennou all
Digant an hini a damall.

AR BARNER

Ya, gwir awalc’h a livirit.


————
PEVARE DIVIZ
————
AR BARNER, da Wenneal

Tostaït eun tamm ha komzit !

GWENNEAL

Bê !

AR BARNER

Bê ! S’ t’ aman ’vad eun abadenn !
Biskoaz henvelep lenvadenn
Ne gleviz gant den.
Ne gleviz gant den. Komz ouzin !

GWENNEAL

Bê !

AR BARNER

Bê ! Daoust ha dre be seurt ijin,
Pe dre be seurt tersienn out-te
Bet lakeat da vont evelse ?

LAN

Kredi ’ra ma gant e zenved ;
Nouch permil eo, heb mar ebed.

GOULC’HEN, da Lan

Dr’ han’ Doue, c’houi eo an hini
A deuas deac’h da noz d’am zi,
Da brena mezer diganen.

D’ar Barner

Ah ! aotrou, n’oufec’h ket kompren
Dre be seurt troiou karnm en deuz…

AR BARNER

Peoc’h ! me ne garan ket ar freuz.
Lezit an traou-ze a gostez
Ma welimp abek ar prosez.

GOULC’HEN

O lavaret edon eta
Em boa gwerzet, deac’h diveza,

C’hweac’h gwalennad…
C’hweac’h gwalennad… Mes petra ’rin ?
Hag eus a zenved e komzin ?
En han’ Doue, aotrou barner,
Pardounit d’in. Va fôtr mesaer,
War ar meaz ganto pa veze…..
A lavaras d’in em bije
Hanter kant lur en aour melen,
Kerkent ha d’o c’hlask ma yachen…

En em glevet e oamp hon daou,
Hen a dlie, heb ober gaou,
Mesaat d’in bemdez va denved
Gant honestiz ha lealded…
Ha breman ’welan en deus c’hoant
Nac’h ouzin mezer hag arc’hant.

E gwirionez, aotrou Alan,
Hennez a laere d’in ar gloan
Eus va denved, hag o lorgne
Gant e benn-baz, hag o c’hanne,
Ken na varvent gant an taoliou
A dapent diwar o fennou…..

Pa oue klozet va gwerzaden
Dindan e vreac’h brao ha kempenn,
E pedas ac’hanon da vont
D’e gastell da gerc’hat va c’hont.

AR BARNER

N’eus penn na lost, e neb doare,
Er pez a gontit d’eomp aze ;
Eus an eil kaoz ez it d’eben
Heb rei d’eomp hini da gompren.
Evidoun-me ne welan man
En oc’h affer. — Ha c’houi. mestr Lan ?

LAN

Lakaat a raffen e klaoustre
E nac’h ouz e vevel e zle !

GOULC’HEN

Evidoc’h-c’houi, da vihanan,
A dlefe chom sioul aman,
Rak gwir-bater eo, me lavar
Ema va zra ganeoc’h, heb mar.

AR BARNER

Va zra, petra ?

GOULC’HEN

Va zra, petra ? Netra, aotrou !
Brasa riblaer ar vro, m’hen tou,
Eo. Mes p’emaoc"h a du gantan
Ne glaskin ket ken e zamman.

AR BARNER

A du gantan ! Ne zonjit ket,
Kompezit eta ho spered.

LAN

Ar mesaer-ze n’hell ket respont
D’ar pez a lakear var e gont,
Nemet sikouret e vefe,
Ken aounik eo !
Ken aounik eo ! Hag evelse.
Mar kirit rei d’in gourc’hemen,
Me glasko an tu d’e zifenn.

AR BARNER

Hennez ? Ne dal ket kalz ar fred
Koll amzer d’e zifenn, me gred.

LAN

Evit netra, m’hen tou aman,
Eo e labourin evitan.
Red eo kaout eun tammik truez
Ouz eun den keaz evel hennez,
Rag anez e rankfen paea
Ha koll e brosez ouz hen-ma.
— Deus ama, ha lavar d’in-me,
Paotr, petra…

GWENNEAL

Paotr, petra… Bê !

LAN

Paotr, petra… Bê ! A zo !

GWENNEAL

Paotr, petra… Bê ! A zo ! Bê !

LAN

C’hê ! pebez kanaouenn, va zud ;
Daoust hag ar pôtr-man a ve mud
Pe foll ? Selaou ! d’in-me
Da afer e daou c’her.

GWENNEAL

Da afer e daou c’her. Bê !

LAN

Da afer e daou c’her. Bê ! Chê !
Na pebez « bê » — Klevet a rez
Da zenved ?

GOULC’HEN

Da zenved ? N’ema ket hennez
Oc’h ober aman e alvaon,
Hen ! Eozennik ?

EOZENNIK

Hen ! Eozennik ? Eo, va zonton !

AR BARNER

Ne d’it ket var ger mestr Alan.

LAN, da Wenneal

Bez dinec’h, rag me ne glaskan
Nemel ober vad evidot.

GOULC’HEN

Nemet ober drouk ne ouzot.

AR BARNER

Peoc’h ’ta !

GWENNEAL

Peoc’h ’ta ! Bê !

LAN, dre guz, da Wenneal

Peoc’h ’ta ! Bê ! Evelse, mat eo !
Blej krefa ma c’helli d’ezo !

GWENNEAL

Bê !

LAN, en eur ziskouez Goulc’hen

Bê ! Gwelet ho peus bet biskoaz
Eun den ken nouch all o tigas
Aman eur pôtr foll dre natur ?

GOULC’HEN

Sal’ e vijec’h-c’houi bet ker fur
Hag hennez !

LAN

Hag hennez ! Gwella zo d’ober,
A gredan, eo kloza ’n affer,
Hag ober ma vezo kaset
Ar pôtr-ze da gaout e zenved.
Pec’hed eo klask trabas outan,
Rak sot awalc’h eo da stagan.

GOULC’HEN, drouk ennan :

Sot, hennez ! — Ya, m’oar vad sur, ya,
Re louarn eo da vihana !
N’eo ket gwir, Eozennik, lavar ?

EOZENNIK

Eo, va zonton !

LAN

Eo, va zonton ! Pebez safar
A rit, goest da vouzara tud !

GOULC’HEN

Ha c’houi rafe mat beza mud
’Vit ma c’hellin dont a benn
Da beurzibuna va c’hudenn.
Oh ! an den ze, aotrou barner,
Ne ra nemet liva gevier.

AR BARNER

Ker foll ha ker foll hoc’h ho taou,
Ha pec’hed eo chom d’ho selaou.

LAN

O daou int foll ha diempenn.

GOULC’HEN

C’houi ne dalit ket ar gordenn
D’ho krouga. — C’houi eo a laeras
Va mezer-me, deac’h !

LAN

Va mezer-me, deac’h ! Ah ! paourkeaz !

Anat eo n’eus nemet avel
En ho penn.

GOULC’HEN

En ho penn. Dindan ho kazel
Klok ez eaz ganeoc’h, aotrou Lan
Daonet ! Hoc’h anaout mat a ran
Diouz ho komz ha diouz ho tremm ;
Ha daonet ma n’eo ket mui kel lemm
Va daoulagad ha ma ’z int bet,
N’oun ket c’hoaz tost ker berr-welet
Ha m’hoc’h eus c’hoant rei da gredi.

LAN, o tiskouez al lunedou
zo war e zaoulagad :

Mat eo n’ho peus ket var ho fri
Lunedou ’bed, Goulc’hen. M’hen tou.
Great o dije d’eoc’h kalz mizou,
Torret ma vijent bet dalc’h-mad
Gant an tan eus ho taoulagad.

GOULC’HEN

Oh ! gortozit, aotrou barner,
Ha me gounto d’eoc’h an affer.

LAN

Grit d’ezhan tevel.

AR BARNER

Grit d’ezhan tevel. Peoc’h ama,
Diskiant ’zo ’c’hanoc’h !

LAN

Diskiant ’zo ’c’hanoc’h ! Asa !
N’ho peus ket a vez, evelkent
O tiskouez kement all ho tent.
’Vit daou pe dri goz penn-danvad
Treut ha didalvez er marc’had ?

GOULC’HEN

Daou pe dri benn danvad ! Gwelit
Pebez alvaon a ra…
Pebez alvaon a ra… Klevit
Ac’hanon ’ta, pa gomzan d’eoc’h,
Penn fall !

AR BARNER

Penn fall ! Oh ! bezit habaskoc’h,
Hag it eun tam dresoc’h d’an dud
Ma ne fell ket d’eoc’h kaout gwall-vrud.

GOULC’HEN

Ha perak ivez, aotrou Lan,
E leac’h pik ec’h ententit bran ?
Me lavar…

LAN, d’ar barner

Me lavar… Grit d’ezan rei peoc’h !
— Lakomp en defe lazet d’eoc’h
Pemp pe c’hweac’h danvad disvlevet,
Mac’hagnet ha mez o gwelet.
Ha ! set’ aze ’vad eur pez kaer
’Vit digas aman ho mesaer,
A c’hounid d’eoc’h mil lur er bloaz
Hag a laoskit da vont en noaz !

GOULC’HEN

Anez gwelet, den ne gredfe
Ar fallagriez ’ zo ’n diaoul-ze.
Komprenit, aotrou, pa gomzan
D’eoc’h eus va mezer dirazan,
E kas ar gaoz var ar mesaer.

En eur heja Alanik al Louarn

He ! va c’hweac’h gwalennad vezer,

A yeas ganeoc’h deac’h diveza.
Pe goulz o restaoloc’h d’in ’ta ?

LAN, d’ar barner

Arabad d’eoc’h beza re zrouk,
Ha kas ar mesaer-ze d’ar groug,
Evit pemp pe c’hweac’h penn danvad.
’ Zo eat, gantan d’e goumanad.

GOULC’HEN, d’ar barner

Set’ aze gouzout trei krampoez :
Hag e kredit komzou hennez ?

Da Lan

Gevier a droadit, aotrou Lan,
Brasoc’h eget kastell Keryan.

D’ar barner

He ! aotrou barner, me c’houlenn…

AR BARNER

Me c’houlenn kloza ar guden ;
Ha p’eo gwir oc’h bet ker sot all…

GOULC’HEN, en eur ziskouez Lan

Sot, me ! lakeat ganeoc’h pez fall !

AR BARNER

E lakan oll…

En eur en em drei ouz e skrivanier

E lakan oll… — Skrivit dioc’htu…
…Mizou ar prosez diouz ho tu ;
Hag e tifennan seac’h ha glaz
Ouzoc’h dont ken da glask trabas
Outan.

En eur en em drei ouz Genneal

Outan. — Ha te, dizro d’ar gear ;
Absolvet out gant ar barner !

GWENNEAL

Bê !

GOULC’HEN

Bê ! Mat, war fallaat ez a ar bed !
Ar gaou dreist ar gwir ’vez kredet.
C’houi bidanel, gant ho teod flour,
A zo traïtour evel an dour.

LAN, da Wenneal

Trugareka breman an holl,
Pa n’out ket bet laosket da goll
Da brosez.

GWENNEAL, kreffa ma c’hell

Da brosez. Bê !

AR BARNER, o c’hoarzin

Da brosez. Bê ! Dizro, d’ar red,
Da vesaat ’darre da zenved !

GOULC’HEN

Evelse ’ta me ranko koll ?

AR BARNER

Skrivet eo ha great eo an taol !
Mont a ran pelloc’h ac’halen ;
Dont a rit da goania ganen,
Aotrou Lan ?

LAN

Aotrou Lan ? Siouaz ! n’hellan ket !


Ar barner hag e skrivanier a ia er méaz


————

PEMPED DIVIZ
————
GOULC’HEN

Ha ’ta ! ne vezin ket paeet.

LAN

Paeet petra ? Piou a gav d’eoc’h
Oun-me da vihana ? Sotoc’h
Oc’h, kant gwech, eget hennez.
Asa, daonet, n’ho peus ket mez ?

GOULC’HEN

C’houi hoc’h unan, ha nan eun all,
A deuas deac’h da noz em stal
Da brena mezer.

LAN

Da brena mezer. Me, Goulc’hen ?
Marteze Glaoda ar Pont-prenn
Eo : hennez a zo dem-henvel
Ouzin.

GOULC’HEN

Ouzin. Ya, kredabl, ’rimadell
Selaou — eun tamm brao bras a gemm
A zo etrezoc’h — hag ho tremm
’ Zo rusoc’h eget e hini…
— Sell ! mes deac’h ’ oac’h klanv en ho ti.

LAN

Set’ aman ’vad eur marvailh ail
Hag eur c’helou ha n’eo ket fall !
Klanv. me ? anzavit ez oc’h foll.
Ho follentez ’ zo sklear d’an holl.

GOULCHEN

C’houi eo, her gouzout mat a ran,
Am laeras, m’hen tou ruz-glaou tan !

LAN

N’it ket da gredi kement-se,
Ha paouezit war va c’hont-me.
Ma chom ar vrud vat ’ toull an nor,
Ar vrud fall a ya bete ’r mor !

GOULCHEN

Mont a ran dioc’htu a-zevri
Da wel’t hag emaoc’h en ho ti.

LAN

Ya ! ya ! aze ma ’n taol ganeoc’h ;
Hag evelse ’c’h anavezoc’h
Ar wirionez.

Goulc’hen a ya er meaz.

————
C’HWEAC’HVED DIVIZ
————
LAN ha GWENNEAL
LAN

Ha ! ta ! Gwenneal ?

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Ha ! kaout a ra d’id e leal

Ez eo eat mat an traou da benn ?
Dibunet eo bet ar gudenn
Brao bras, n’eo ket ’ta ?

GWENNEAL

Brao bras, n’eo ket ’ta ? Bê !

LAN

Brao bras, n’eo ket ’ta ? Bê ! Gouezet
Hon deus an tu da gemeret
D’e gas da beuri, n’eo ket ’ta ?

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! ’Rabad blejal ken brema.
Awalc’h ’ peus great, deut eo ganed
Ha brao, ha mat ha pa oa red.

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Mall eo d’in mont ac’halen :
Ro d’in d’az tro da wenneien.

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Great az peus brao da bôtr fin,
Ha chomet out bet heb c’hoarzin.

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Pebez « bê. » — Awalc’h brema !
Ha digor da yalc’h d’am paea.

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Pebez « bê ». Alo ! bez fur !
Ha digas d’in daou-ugent lur !

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Petra, mec’hiok z’ ac’hanot ?
C’hoant az pefe d’ober da zot
Ganen-me !

GWENNEAL

Ganen-me ! Bê !

LAN

Ganen-me ! Bê ! Ah ! ah ! morjin
Ehan dillo ha digas d’in
Da zaou bez aour !

GWENNEAL

Da zaou bez aour ! Bê !

LAN

Da zaou bez aour ! Bê ! Goap a rez ?
Ah ! diouall ouzin mar kerez.
Digas…

GWENNEAL

Digas… Bê !

LAN

Digas… Bê ! Arc’hant !

GWENNEAL

Digas… Bê ! Arc’hant ! Bê !

LAN

Digas… Bê ! Arc’hant ! Bê ! Asa.
Pebez aneval ! peadra,

’Vit gwir, a zo da goll ar penn
Gantan… Deus da goania ganen.

En eur en em drei ouz ar bobl

— Ha goude e goan marteze
E tilaso d’in e yalc’h.

GWENNEAL

E tilaso d’in e yalc’h. Bê !

LAN

’M eus aoun az peus c’hoant va lakât
D’ober ganed fest an houad
Ivez ’ta ?

GWENNEAL

Ivez ’ta ? Bê !

LAN

Ivez ’ta ? Bê ! Kea da zutal
Diwar va zro, nouch, amboubal !
Pe bremaik me lakai an archer
Da gregi en da jerch, riblaer.
Me garfe da welet o tont
Da c’houlenn ac’hanon da vont
Da respount ’vidot eur wech all,
Skraber daonet, pez tra fall !

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Ailhon !

GWENNEAL

Bê ! Ailhon ! Bê !

LAN

Bê ! Ailhon ! Bê ! Pez didalvez !

GWENNEAL

Bê !

LAN

Bê ! Boued ar groug !

GWENNEAL

Bê ! Boued ar groug ! Bê !

LAN

Bê ! Boued ar groug ! Bê ! Kerz er mez !

Mont a reont kuit o daou an eil warlerc’h egile.

LAN, divar an treujou

Set’ aman ’vad eur grampoezen
Lardouzennet d’am gortozen :
Talvoudekoc’h eo, a gav d’in,
Ober nebeutoc’h va fôtr fin.

Kerzet a ra en hent..

————
SEIZVED DIVIZ
————
PRIMEL. — E-unan ; en em ziskouez a ra, mes d’ar bobl hebken, eun tammik araok ma ya an daou all kuit ; ha kerkent ha m’int eat er meaz, e tilamm var an teatr gant eur bakadennad dillad dindan e gazel.
PRIMEL

N’eus den ebed var an douar
Ne gav eun tu bennak e bar.

Ac’hanta Lan ! emaout ganti
N’eus ket ezomm d’az tamanti,
Rak, goude tout, netra ne rear
Nemet kas d’id an dorz d’ar gear.
Kenavezo, — aotrou Alan,
Gra da geusteuren da-unan…
Pa vez eun dra bennak da goll,
Gwell eo koll hanter egel oll.

Hag e tiskouez e zamm dillad.

War don ar Pillaouer :

Foei, foei, foei d’id aotrou Alan,
Dizrei ’ran da vro al lann (2 wech),
Dizrei ’ran laouen d’am farrez
Da gaout va mamm ha va zad.
Karet a rin mor ha menez,
Enno yec’hed hag ear vad ;
Gant va zud koz pa dremenin
’Harz ar groaz e tiskwizin.
Kenavo da drouz ar c’heariou
An eurvad ’ zo er mêsiou ! (2 wech).


DIVEZ


Peurc’hreat e Sant-Nouga d’ar bevarzek a viz c’houevrer 1905.


J.-M. Perrot.



Kanaouennou

Brezonek


⁂ ⁂ ⁂


Keit ’vo kerrek en aod ar mor,
’Kano ar barz war dreuz e zor
Bepred en yez koz an Arvor.

Luzel.



Keltia vo da viken
————

Kinniget d’an Intron Mosher
Bretonez Tramor


E Skoz eman ar c’hiz, pa roer digemer d’eun den eus hon gouen keltiad, da gana a-gevret, en eur ober eur sort kudennad dorn-ouz-dorn, eur zon eus ar brava bet savet gwechall gant Burnes. Setu aman komzou brezonek var don ar zon-ze :


En amzer goz eur wall-avel,
O c’houeza ’n o goueliou,
Pell diouz douar kunv o c’havel.
Argasaz hon tadou.
Bn daou du d’ar mor don
Daoust m’e rannet hon gouen,
Ni a gano a greiz kalon :
Keltia vo da viken !

Ar Saoz, ar Gall ’ deus hon gwasket
Krisoc’h ’vit an harlu ;
Plega hor penn hon deus ranket
Gwall dizet a bep tn.
Nerz ar Fallagriez.
Kaer ’ deus bezan dibrenn.
Na dor ket ar c’halvedigez :
Keltia vo da viken !

Doue an Nenv ’n eus he c’hrouet
Da vout eur « Mor a gân » ;
’Vit d’hon daouarn bout chadennet.
Ni gano hep ehan !
« Ar gwir eneb d’ar bed »
Setu hon reolen !
Hag evel ar gwir didrec’het,
Keltia vo da viken !

Breman skoulmomp, hervez ar c’hiz
Eus hon tadou gwechall,
P’en em gavomp ’tre kenvroïz,
Hep ganimp Saoz na Gall,
Kuden ar Garantez,
Ha youc’homp a bouez penn,
Ma tasono bolz an elez :
Keltia vo da viken !


F. Vallée (Abherve).



P’edon war bont an Naoned
————

P’edon war bont Naoned,
digoudi digoudaon,
digoudaon ranflaon,
Oeon taga raga digadiga daga

P’edon war bont an Naoned
’ C’h en em divertisa.

P’edon war bont an Naoned
Var eul lestr o kana.

Me gwelet eur plac’h yaouanfc
’Lez ar ster o ouela.

Ha me goulenn diouti
« Na perak e ouele ? »

« Va gwalen aour, emezi.
Er mor a zo kouezet. »

« Petra rofet-hu d’in-me
Me yelo d’he zapa ? »

« Hanter kant skoed, emezi,
Roin d’eoc’h a galou vad. »

’Vit ar genta plonjadenn
Netra n’en deus gwellet.

’Vit an eilved plonjadeun
Ar walenn zo touchet.

’Vit an drede plonjadenn
Ar paotr a zo beuzet.

E dad a oa er prenest,
Ha diroll da ouela.

Tri mab am eus-me ganet.
O zri ez int beuzet.

E bered sakr an Dreinded
O zri e vint besiet.


Kanet d’in gant F. Guillou, eus Kervaliant, eun ni d’an Aot. Guillou, ar skrivanier bras.

J.-M. P.



Bleuniou Breiz
————

Kinniget d’an aot. Markiz de l’Estourbeillon, Rener K. B. B.

Ar zon-man a zo bet kanet epad roïdigez ar bodou bleun bruk da aotroned K. B. B., en em zestumet e Keryan d’an 12 a viz gwengolo 1905, evit selaou ha gwelet « Potred Sant-Nouga » o c’hoari « Job al Lounker » hag « Alanik al Louarn. »

I


Gant ho kleierigou rus-wen,
Bruk Breiz, sonit heb ehan
Er menez ha war an teven,
’Vit an oll gwitibunan.
War an teven hag er menez,
Gant an ezennik hejet,
Sonit eur c’han a levenez,
Rag Breiz a zo dihunet !

II

Sonit kanv d’an dizunanviez
Ha d’he div c’hoar milliget,
Diegi ha diwisiegez,
Ha galvit ar Vretoned ;
Ha ma ra e zle peb hini,
Beleien ha tud desket,
Tud yaouank ha tud er gosni,
Breiz a vezo adsavet !

III

Sonit, sonit, kleierigou,
Sonit pell ha sonit krenv,
Ken na glevint hoc’h ekleoiou
Ar Vretoned ’ zo en nenv,
Ma pedint Doue da deuler
E zaoulagad benniget
War vamm-vro baour ar brugeier,
Ha Breiz ne dremeno ket !

J.-M. P.



MARO BIHAN JOB AL LOUNKER
————

Erru Job al Lounker d’ar ger,
Ha leun e gof gant ar mezvier,
E wreg Janton he deus sonjet
Hag e liena he deus gret
O driga, driga, driga,
E liena breman,
E la roun loun la, e la roun loun la !

II

Pa oue ’r c’horf ganti lienet.
War an daol e oue astennet.
Dour benniget en e gichen,
Gant eun div pe deir goulaouen,
O driga, driga, driga,
Evit pedi gantan,
E la roun loun la, e la roun loun la !

III

Ar wreg da di ’n amezeien
Gant tristidigez hag anken :
« Va Doue me ’ zo glac’haret,
Va fried a zo tremenet,
O driga, driga, driga,
Dre ar gwin en noz-man, »
E la roun loun la, e la roun loun la !

IV

Evel m’eman ar c’hiz er vro
D’arvesti ar c’horfou maro,
Pa oa an anter noz sonet,
An den-man skuizet o kousket,
O driga, driga, driga,
’ Deuaz da zihuna,
E la roun loun la, e la roun loun la !

V

Job o sellet en dro d’ezan
A lavaras en eur grenan :
« Petra ma ’z oun-me liennet
Da veza n’oun ket tremenet,
O driga, driga, driga,
Ha follet ar re-man ? »
E la roun loun la, e la roun loun la !

VI

An arvestourien pa glevfjont.
War ar varv-skaon, Job gant e gont,
A grog peb hini ’n e gador
Evit gellout tizout an nor,
O driga, driga, driga,
Kement a spount o doa.
E la roun loun la, e la roun loun la !

VII

« Va fried paour, eme Janton,
Me ’m eus glac’har ha rann-galon ;
Lakeat em boa toulla daou vez
Evit mont ganeoc’h asamblez,
O driga, driga, driga,
Ha kwitaat ar bed-man. »
E la roun loun la, e la roun loun la !


Kanet d’in gant F. Mocaer. eus bourk Sant-Nouga.

J.-M. P.



Netra na dalv va Breiz !
————

Ha bez’ ez eus eur vro giz Breiz-Izel,
Diazezet gant kalz a dud santel ?
Ar c’hantvejou, ’vel bandennou brini,
Heb he diskar, o deus nijet dreizi.

Klaskit eul leac’h henvel ouz Breiz-Izel.
A jom ennan, en despet d’an avel,
Kredennou sakr oberourien hor bro
Korvigellet oc’h grisiou an dero !

Ha bez’ ez eus eur vro ’ giz Breiz-Izel.
E leac’h ma kan ar barz a vouez ubel,
Gant an delen, evel an drouiz koz,
Koulz bag en nenv elez ar baradoz ?

Ha bez’ ez eus, ouspenn e Breiz-Izel,
Eur yez ken koz, ker kaer ha ker santel,
Gant ar C’helted komzet daou vil bloaz zo.
Hag henoret ganeomp-ni c’hoaz hirio ?

Ar C’hallaoued, siouaz ! gwir a laran,
D’ar brezounek a ra brezel breman ;
Hogen, Breiziz, Doue a du ganeomp,
Ouz ar gwasker kalounek enebomp !

Nan a dra zur, n’eo ket eun den marvek
A ziskaro e Breiz ar Brezounek !
Eur boblad tud n’hell beza dispennet
P’eo ar memprou etrezo unanet…

Ha bez’ ez eus eur vro ’vel Breiz-Izel,
Leac’h ma kaver labour kaer ar gizel
E peb parrez war vein an ilizou,
Er berejou, war galz a galvariou ?

Ha bez’ ez eus eur vro ’vel Breiz-Izel,
’Roaz buez da gant den a vrezel
Brudet, evel Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Pontkallek ha Klison ?

En da histor, ô va bro Breiz-Izel,
Me gav barzed evel ma ’z oa Luzel,
Brizeuk, Kere, Kermarker ha Milin.
Hep ankounât, en amzer goz, Marzin.

Ha komz a rin eus a zent Breiz-Izel,
Hag a skignas sklerder an Aviel
Dre ar vro-ma, en denvalijen c’hoaz,
O planta doun war bep torgen ar groaz ?….

Netra na dalv, ha netra na dalvo,
Va Breiz-Izel, va mamm garet, va bro !
Va c’harantez, beteg heur va maro,
Hep ehana, d’az veuli me garo !


Klaoda ar Prat.


————

Ar Jikoloden
————

Ton : Gwennili tremeniad.

Eur zulvez, o pourmen,
Hed da hed eur flouren ;
Drant ha dibreder,
E klaskis eur skabel,
Er goudor d’an avel,
Var bordik eur ster.

II

En tu all d’ar sterik
E weliz eur plac’hik
O kutuil bleûniou ;
Ha me chom amguzet
Gant ar c’hoant d’he gwelet
Dre douez an delliou.

III

Ker koantik he c’haven
Gant he jikoloden
Var e bléo dû pod,
Hag e lagadik glaz,
Sklear evel ar mor bras,
Var dreaz gwen an aod.

IV

P’he devoa kutuillet
Pep seurt bleûnv marellet,
A leiz he barlen,
E koulmaz anezo
Var eur brankik bezo,
Gant eur vrouanen.

V

Hag en eur o c’houlma
He c’hleven o kana
Var ar gurunen,
Gant eur vouez ker seder,
Ha mouez eun alc’houeder
Eur zônik laouen.

VI

« Te va c’hurunennik,
» Em hano d’am dousik,
» Te a lavaro :
» Ar plac’h am blansounaz
» Da garo varc’hoaz,
» Da garo ato.

VII

» Va bleüniou a wenvo,
» O c’houez a dremeno
» ’Vel eur bouil moged ;
» Mes kalon da vestrez,
» Rozen a garantez,
» A vleûnio bepred.

VIII

» Ia, mignounik tener,
» Keit ha ma redo ’r ster,
» Varzu ar mor doun,
» E chommo da hano,
» Disklabez ha beo,
» Moullet em c’haloun.

IX

» Keit ha ma rei brezel
» Ar skoul d’an durzunel,
» Ar bleiz d’an danvad,
» Me ’ vago kasôni
» Eneb kement hini
» Rai d’id kalonad.


X

» Keit ha ma richano,
» Var he bodik dero
» Ar rouzardennik,
» Me a gano ivez
» Sounik va c’harantez
» Var bank va lochik.

XI

» Kentoc’h e vo gwelet
» Ar pesk o tilammed
» Var an douar letoun,
» Eget na dremenin,
» Heb tridal ha c’hoarzin,
» A biou d’am mignoun. »


J. Quéré.




WAR ZAO
————

Lar d’in, petra reaz-te, Breizad,
Epad ma iouc’her : « Argad ! »
Epad ma iouc’hent an dud fall :
« Brezel d’an Iliz ! », e Bro-c’hall ?
Lar d’in, petra reaz-te, Breizad,
Epad ma iouc’her : « Argad ! » ?
— ’Vel va bro Vreiz, me oa atao
Soun ha stard, me oa war zao.

Ar roc’h morse na bleg e benn.
Morse na bleg an derwen ;
E kreiz kounnar ar gwall-barrad,
Roc’h ha derwen a zalc’h mad,
Ar roc’h morse na bleg e benn.
Morse na bleg an derwen,
Hag eveldo me vez atao
Soun mad va fenn ha war sao

Piou a c’hoar stourm ’vel ar Breizad
Pa vez deut poent ar stourmad ?
Ar Breizad na dec’ho biken ;
Piou dec’h ? an trubard hebken.
Piou a c’hoar stourm ’vel ar Breizad
Pa vez deut poent ar stourmad ?
Eur gwir Breizad a vez atao
E kreiz an emgann war zao.

Va dourn krog mad en eur penn-baz,
Me n’oun bet trec’het biskoaz ;
Kroaz va Doue war va c’haloun,
Biskoaz me n’am eus bet aoun.
Va dourn krog mad en eur penn-baz,
Me n’oun bet trec’het biskoaz :
Leal ha gwirion, me vez atao
’Nep ar gaou, me vez war zao.

Me gar va Bro, me gar va Breiz,
Me gar he iez hag he feiz ;
Ouz an nep ’rai d’ezhi brezel
Me ’ stourmo betek mervel.
Me gar va Bro, me gar va Breiz,
Me gar he iez hag he feiz ;
’Vit he difenn, me vez atao,
Evel va zadou, war zao.

Pa vezo deut pred ar maro,
Dispount, dinec’h, me ’ varvo ;
Bevet am bo e gwir gristen,
Mervel a rin heb anken.
Pa vezo deut pred ar maro,
Dispount, dinec’h, me ’ varvo,
O sonjal e vo Breiz atao,
E vo Breiz bepred war zao.


J. Cuillandre (Glanmor).



————
  1. Var unan eus an tregont ton dastumet gant an Aot. Bourgault-Ducoudray. Recueil de trente mélodies bretonnes.