Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marv al laouenan.
BERCEUSES BRETONNES
I
LE ROITELET
En deiz all o pourmen voan bet,
Eul laouënanic moa paket.
Tra li la li, tra li la li, tra li la li,
Tra li la.
Pa voa paket, paket e voa,
Ha lakeat er c’hraou da larda.
Pa voa lardet, lardet e voa,
Clasket ar c’higuer d’he laza.
Ar c’higuer hag e veveillen
A ioue fors var al laouenen.
Lakeat var an daol da laza,
Ha clasket kerdign d’hen staga,
Pa voa lazet voa displuet,
Ha goudese discroc’hennet.
Pa voa displuet, displuet e voa,
Casset d’an Naonet da boeza.
Pa voant poëset, poëset e voa,
Hag e poësent daou lur ha cant.
|
(A l’enfant étonné)
Cousquit aze toutouic-me
Ken savo n’heol e beg ar goue.
|
Recueilli à Lanmeur par M. l’abbé Nédélec, recteur de Trégourez
————