Setu perac, var va barlen,
Grît dodoig, va c’holladen !
Prennit klos-klos ho lagadig
Dijuj bihan, grit eur c’houskig.
Yaouankig flamm en em gavit,
Petra vezoc’h-hu mar bevit ?
Gwel’ e ve deoc’h-c’houi, marteze,
Mont abredig da ’vid Doue.
Hent ar vuez ’zo tossenneg ;
Ni skuill varnhan daëlou doureg :
Nag a bet rannet ho c’halon
’Ve choa gantho mont d’anaon !
Oll joaiou ’r bed ’zo faziuz
Mesket a galz poaniou mantruz ;
Kals drein zo dindan ar rozen,
Nebeut a vleunv var eur spernen.
Mez da c’hedal, var va barlen,
Ælig Doue, pennik melen,
Prennit klos-klos ho lagadig,
Ælig blev-aour grit eur c’houskig.
Nan, va Doue ! c’houi el lezo,
Gant e vamm beteg he maro,
Evit laouennat he c’hosni,
A pa varvo, gwela varnhi.
Doaniusa tra evit eur vamm
Koll he c’hrouadur yaouank flamm !
Goude m’e devez her ganet
A var boull e c’halon maget.
Seder, eta var va barlen,
Mabik tener, va gwir souten,
Prennit klos-klos ho lagadik,
Kaloun he vamm, grit eur c’houskig.
Mez kousket oc’h… O va Doue !
C’houi ’rai varnhan ho polonte :
Kement a rit, great mad a vez
Ra vo ’ta great ho polontez.