FABL 118.
Al Louarn hac e Gompagnunes.
Al louarn a voa tapet tost ;
Er filet e chommas e lost
Gant ar re-all nac en ho zoez
Ne grede mont, o cavet mez.
A la fin e qeo e reson
Ha gred e resolution
Da reï da gredi d’ar re-all
E voa ho lost eun defaut fall,
Hac e cleyent quitâd anê :
Neuse, dre voyen qement-ze,
E zefaut vije goloet,
Gant ar general engallet.
Ho assambli ra tro var dro
Hac e tisqueas ho losto :
N’ho c’have nac honest na coant,
Er c’hontrel traou emporneant
Dre ze e roë avis scler
D’ho zroc’ha er c’henta amzer.
Mæs unan bennac eus anê
A lavaras dezàn neuse :
Ne pije qet conseillet, mest,
Paneverde da interest.
Sans moral.
Ma sell ar mechant, an trompler
E interest particulier,
D’e nessa pa roï avijo
Ne zezir qet dê profito.
|
————
|