Mont d’an endalc’had

A-dreuz hag a-hed

Eus Wikimammenn



A-DREUZ HAG A-HED


————


Hag a zo brao da gaout, ya, me lavar, pemzek devez a-hed-da-hed, stag-ouz-stag, evit gallout dilezer eur pennad prederiou ar bloavez, hag o hanter-ankounac’hat on eur vont da ober eur weladennig da gerent koz ha bro c’henidik, oc’h en em gaout gant ar re o deus ho savet, el lec’hiou ma ’z oc’h bet savet !…

Ar blijadur-ze am eus nevez-tanvaet en eur ober, re vuhan, eun droïg er gêr, duhont e kichenn Douarnenez. Eun tammig a zo chommet a vlaz ganin.

Gant aoun na gendalc’hfec’h ket pelloc’h, e rankan dioc’htu lavaret d’eoc’h n’emoun ket nag e sonj nag e poan da zisplega d’eoc’h, war o hed, kildroennou va zammig beach : re zivlas da lenn, ha re chastreüs da skriva a vefe. El linennou-man warlerc’h ne vo hano nemet eus eur rimadell bennak hag a zo distroët d’am envor, en eur gejout gant hini pe hini, e lec’h pe lec’h, a-gleiz pe a-zehou, a-dreuz pe a-hed

E Kemper en em glenkan mat e korn va c’hombod : den nemedon, ha kent-se buhan tân d’ar c’horn hag eur zellig d’am c’hazetenn ; mat ar stal !…

Yê ! setu, pa ziloc’homp, diou intron a-ziwarlerc’h. Dielc’het int, o redek : n’eus forz, emaint ebarz.

— Koskokodêk ! ! ! Diou zousenn yer o c’hragailhat, n’ouzon ket ha muioc’h a drouz a vije bet klevet ganto. Evit teod va c’henbeachourezed, tanfoeltr, lardet mat e oa, ne skuize ket ! Boudinellat a ree va diskouarn.

Ar ralla tra a gerz en hent
A zo eur… pemoc’h hep roc’hal,
Da c’houde eur c’hi hep trotal,
Ha diou vaouez hep kaketal.

— Respet d’eoc’h, merc’hed Douarnenez, evit gwir, ho tiou, c’houi a ouie kaketal (hag a oar c’hoaz breman emichans), hag e galleg hag e brezoneg, mesk-ha-mesk, touez-ha-touez ! Nag a strakadennou c’hoarz ! Hag a-greiz-holl, e vije distaget eur chapeledad « Che », « Poent a ve, fi oar ! » Ar gwella pez a oa, eo ne oa ket dispennet kalz chupenn an nesa.

Setu ni er Yeuc’h. — Piou n’en deus ket klevet hano eus Diaoul ar Yeuc’h ? En iliz ar barrezig-ze e oa (hag ez eus c’hoaz, rak unan nevez a zo bet prenet), eur skeudenn a zant Mikeal o forc’ha Pol Gornek : da zevez ar pardon, e oa ar c’hiz gant merc’hed Treboul ha Douarnenez da vrouda gant spilhou feskennou al lostek ; ha meur a vartolod a gave mat ha doujansus ouz Doue, latouza d’ezan e veg hag e gerniel, hag e skilfou krogennek, gant o chikou distrempet. Met, hervez ar vrud, gant eur chalboter a ziwardro eo e oa torret e c’houzoug da Ziaoul ar Yeuc’h : da ober eur weladen d’ar skeudenn ez eas, eun devez ma oa dre eno, o charreat koad ; setu hen en iliz, e skourjez a oa chommet gantan endro d’e c’houzoug. Evit diskouez d’an diaoul, e garantez, ne gavas ket gwelloc’h eget diharpa gantan eun tôl skourjez, a dro-vrec’h, hag unan ma ouie ober ! Met al lêren a gildroas ouz ar skeudenn ; houman a orjellas hag a gouezas da ober bruzunou war leuren an iliz.

Ar chalboter (rak ar Yeuc’h na c’helle ket chomm hep diaoul), ar chalboter a rankas prena eun diaoul nevez. Petra ’fot d’eoc’h ? « An nep a fello dibri an diaoul, a ranko lounka e gerniel. » Ha korzailhen hor chalboter a oa c’hoaz re striz.

Setu Pont Pouldahut : tud a zo dre an hent, kirri ha loened : ar foar a zo bet hirio, ha breman emeur o tistroi d’ar gêr.

Douarnenez : Kemeromp an trên binan evit tostât ouz Bro ar C’haperien. — Dres, etouez eur berniad tud, setu aze daou vignon koz, anaoudegez a bell-bras. Mazo ar C’here, ha Yann ar C’hloc’her.

— Ac’hanta, marvailherien, hag ar vuhez ?

— Mat abaoue ar wech diweza, war an tu mat.

Hag a nevez ?…

— Nebeudik… war nebeutât ez a hor marvailhou, ha ne reer ket anezo ken dre zousennou egiz gwechall : breman e ranker o gwiska muioc’h gant dilhad ar wirionez. Unanig bennak a c’heller c’hoaz kaout o redek…

— Ya, eme pôtr ar c’hleier, Mazo aman en deus gwelet hirio e ti e genvreur, kere Pouldahut, eur re voutou-lêr ha n’int ket koustet re ger. Ha c’hoaz e lavar d’eomp n’eus ket diskenn war al lêr, na war e varc’hadourez !…

Mat ! Setu va den gant o varvailh : amzer zo.

— … Ya, eun tôl kaer a zo c’hoarvezet e ti kere Pouldahut e korn ar blasen-vras, gant daou lampon, bizied-kamm, deut ive da ober o marc’had. Da unan anezo e oa deut ezomm da gaout eur boutou-lêr nevez ; hag hen da di ar c’here ; e ganfart a jommas etal an nor ; laer ar boutou, pa gavas eur re diouz e dreid, a reas eur c’hammed bennak ganto betek an nor.

— Mat int, emezan, en eur ziskarga er mêz e c’hourlanchen raouilbet.

Ha piou a dapas war e chupenn an dislonkaden ? … Ar c’hanfart a oa a du gantan e kichen an treujou :

— Diwall ’ta, pemoc’h louz !

— Pemoc’h lousoc’h te da unan !

Ne oant ket daletoc’h : klak ha klao !… setu aze diou javedad trouz ganto ; hag an daou laer an eil war lerc’h egile d’ar red, ha redek a ouient !… An holl a zelle, ha kals a c’hoarze. Kere Pouldahut, evit fougeal, a lavare :

« Ne vo ket pell va ostiz evit lakat e grabanou war egile, rak eur boutou nevez mat a zo en e dreid. »

…Ha ! Ha ! Re vat emichans a oa e voutou, rak n’eo ket deut d’o zigas endro. N’ouzomp ket kennebeut pe hen a bakas egile : rak n’edo ket c’hoaz endro, pa ’z omp deut kuit ac’hano !…

— Dont a ra adarre brao ganit, eme meur a hini.

— Peuh ! eme Yan ar C’hloc’h.

Met me wele e c’hoarze, lemm e lagad, groz e vouez, dre ma frape war e gorn pri-berr, liou an uzuilh warnan, war ar c’horn-devet-ze ; ya, c’hoarzin a ree, rak piou na gar ket meuleudiou, zoken pa ra an neuz d’o c’has diwar e dro ?…

— Laer ar Zent, eme Mazo ar C’here, gwarizi ennan, ne ket d’it kaout abeg el laeron nag el laeronsiou. Eur wech vo hag e klevi, te, toul-mezo !…

Emaint peg ha peg, met n’eus ket da grena gant aoun e teufe ar zoubenn da drenka. Eun toullad emomp ouz o zelaou, met tostât a reomp.

Diskenn. — Sell ’ta, Yan, n’am oa ket klevet, daoust hag eben aze a zo dimezet en dro ?…

— Eben aze arozomp, gant egile, feiz ’ta ! Warlerc’h emout, pôtr, pemp pe c’hwec’h miz a zo…

Eben, hag a ziskouezan, a zo, nan, a oa intanvez a vrezel, diweza gwech m ’he gwelis : eur vaouez founnus, bras, krenv ha pounner (da vihana evit gwel, n’oun ket bet morse o tiboueza), eun duardez rouz gant he fikou-panez, ha bleo du da falc’hat war stal-ar-mec’hi !…

Hen, an eil, an hini e valee ganti, n’anavezan ket : na bras, na bihan, eun den reut, e zaouarn en e c’hodellou, e feskennou rond o rodal… Met, Otrou Doue ! kredi a rafec’h klevout gantan c’houez ar zuilh, o nan neket abalamour d’e feskennou, tra, tamm, met abalamour d’e vleo ! abalamour d’e guchadou bleo, ken ruz ez int !…

— Mar d’eo gwir al lavar koz :

« War eul leo ne dosta ket
Ouz eur bleo ruz gant gwreg barvet. »

Ya ha pa na vele nemet hanter wir zoken, lezomp anezo, an daou-ze, da vont gant o hent.

— Nan ’ta, pôtr, ne oa ket grêt hounez da goza intanvez, hag he arc’hant neuze ?…

— Ha koulskoude warlene ?…

— Ya, ya, gouzout a ran : warlene, eur Vadalen neket ’ta ? Met klevet hon deus evit ar wech :

Intanvez, mar he deus madou,
A oar muzula he daerou ;
Gant eul lagad e ouelo druz
Ha gant eun all e c’hoarz… e kuz.

— Ya, te oar meur a dra, teod aer, eme Mazo pa oamp o lavaret kenavo. Diwall d’az tro, te…

Eun droïg d’an aod da welet pleg-vor Douarnenez, ha da besketa, diwar ar c’herreg, eur c’hastreg pe eur wrac’hig-koz bennak. — (Met re fall, re fall eo ar mor, lemmer a ra, penfollet, er Zân, hag an tarziou gwenn a skub Poulougwen, a bign war Men-Herve hag ar C’hadoriou, hag a veuz ar Garreg-Plad. Ha duhont, dindan Beuzek, eo rust an traou dirak Beg ar Millier hag ar C’hastel-Koz ; ha duhont eo rustoc’h c’hoaz dirak Beg Penanroz (Cap de la Chèvre).

Diwezatoc’h ni glasko laza pesked : nemet muioc’h a amzer n’hon deus da zellet ouz kaerder sebezus ar c’horn-bro-ze…

Dont a ra da zonj d’in eus ar c’homzou-man skrivet gant eur Gall : « Mor Breiz a zo glaz e lagad ha bokedet e c’henou ; c’hoarzin a ra zoken pa vez droug ennan : dre eno eo e tenn ouz ar Vreiziz.
Met evel ma ’zeo ar Vreiziz kredik ha didroidell betek kinnig beza « inosanted », o mor a lak ouzpenn etouez e blijaduriou, touellerez e vanteliou dishenvel : ha bez en deus anezo evit pep eur : liou an heol, liou al loar, liou ar stered, liou ar « phosphore ». Gant e zilhad noz, ez eo kaer evel an deiz, ha gant e zilhajou deiz ez eo kaer evel an noz ». (Bergerat).

Geriou flour eo ra re-ze : ne gredan ket kals avat, e vefent ententet doun na gant pesketourien sardin Douarnenez, na gant merdeidi Goayen, ar Gilvinek, Konk, Kemeled, Eusa, pe int a bak brilli, toned, legistri, hag all : nan, ne gredan ket, hor pesketourien, mar chomont stag ouz o mor, n’eo ket abalamour d’e gaerderiou, a zantont a dra-zur koulskoude, met abalamour, abaoue piou oar pet rumm-tud, ar mor eo o fark labour, park avechou druz, treutoc’h gwechou-all, met, dalc’hmat tenn ha poanius. — Mantel zu an Anaon, e teus ankounac’haet skrivagnier a ziaveaz-bro : re aliez Mor Breiz a wisk anezi ; met, ha daoust te a oar, epad ar goanv, e pelec’h e vezez ?…

De profundis d’ar Re-Veuzet !…

En abardaez-ze, setu Yan ar C’hloc’h, gant ar yontr koz Touralan o tont diouz ar vorc’h.

— Ato yac’h, yontr koz ?

Ato, va fôtrig paour ; ar c’horf bras a zo mat, hag ar penn warnan kenkouls : n’eus nemet va divesker a vrallan warno, hag am eus poan o ruza d’am heul : re charreat o deus emichans…

— Pe oad oc’h breman ?

— Va eiz ha pewar ugent emoun o vont da gaout d’an Nedeleg.

— Eun oadig vrao…

— Ya, oadig ; skuiz oun pa zonjan em eus c’hoaz seiz vloaz all da stleja. Kenavo !

— Seiz vloaz all ? a zonjis !…

N’am oa ket, me, klevet kement-se : ar C’hloc’her eo hel lavaras d’in goudeze : yontr koz Touralan, meur a vloavez a zo, a zo bet desket e dermen d’ezan gant eun eal !

Piou oar ? — A dra zur, e talc’h madik awalc’h c’hoaz, ha koulskoude m’en defe breman kezeg awalc’h da chareat, en eur wech, an holl barikennadou gwin a bep seurt liou ha blaz en deus bet evet, en defe breman kezeg da werza, ha peadra da zerc’hel e Touralan stal marc’hadour-gwin !…

— Re vuhan ez ez ganti, kloc’her, hep mar ebet e rankfe da genta prena boutailhou ha barikennou goullo. N’eus forz : lakomp e teufe da varc’hadour-gwin : da vihana er stal-ze e teufer abenn da gaout gwin koz…

— Nemet gwin kozet a vefe, pôtr : Kenavo.

— Ya, kenavo ar c’henta, kloc’her, poent eo d’it fenoz son da Anjelus ar re varo, a lavaris a vouez uhel ; ha poent lezel e peoc’h ar re-veo, a zonjis ennon va-unan.

Ar vintinvez-ze, fall ha louz an amzer : teo ha tenval, ar vogidell a c’holo ar vro, evel ma vije, e pep korn tro-war-dro, glaouerien begou-du dre gant oc’h ober tantajou glaou-koad. — Nan, n’eo ket hirio c’hoaz ez imp da laza pesked.

Deomp da glask hor mignoned koz ; ar vignoned koz-ze eo a blij d’eomp holl ar muia, evel mar plij d’eomp hor gwiskamanchou koz, abalamour, na petra ’ta, ma’z omp boazetoc’h outo : great eo ar plegou…

Dres ! diouz an tres anezan, dindan ar vogidell duhont, honnez eo ar mignon Mazo ar C’here an hini a zeu etrezek ennon. He glevout a ran, krozmolat a ra en eur dostât, en eur heja e zivrec’h hirr ha sec’h, soublet e benn.

— Penôs ? Penôs ? ’Mazo, n’eman ket an traou war o zu mat ? Petra ’beg ennout ? Hag eat e vefe ar moc’h da redek ?…

— Tra, nan, netra… eo, fall an amzer.

— An amzer, an amzer, me gredfe awalc’h neket gant an amzer emout o randona evelse : eun dra bennak all a-bouez eo a zo o vec’hia ac’hanout, rak te oar :

« Dibaot chiminal a voged
Anez na ve tan en oaled.
 »

— Ma ! neuze, tan a zo em oaled, p’eo gwir e kavez ac’hanon o tivogedi. — Da genta, sell, emoun o tont diouz ti Noun ar C’hamm : ac’hanta paket oun bet egiz eur Yann al Leue gant ar barver divalo-ze ha n’en deus great nemet va diskroc’henna ; hirr a oa va baro, mall he falc’hat, gwir eo ; met e c’heller va c’hredi, arok ma skubo d’in-me mui va reun, Nounik ar C’hamm a vezo deut keit-ha-keit e zivesker.

— Met, Mazo, n’out ket bet gwall-gignet, me gav eur pôtr brao ac’hanout. Ha neuze e aoten marteze n’eo ket lemm.

— Ya, evelse e lavar ; met, te oar, ar re a glemm diwarbenn o zraou, a dlefe klemm peurvuia diwar o fenn int-o-unan : ar micherour fall hepken a damall e venveg.

— Hag ouspenn, Nounik n’eo nemet eun hanter-barver, boutaouer eo e vicher genta, me gred.

— Ya, boutaouer, kent-se n’eo netra egiz barver : nan, nan, klask ober micher eun all a zo evel klask trempa soubenn en eur paner distradet. Nan, Nounik n’eo nemet eur… c’hac’h-mouden !

— Hem ! Hem…

— Gwasoc’h a zo.

— Me ouie mat, me.

— Va dioujod dirusket n’eo ket an dra-ze ar gwasa : emoun sac’het, pôtr, pladet, ya pladet egiz eur bugnezen…

— …egiz eur bugnezen…

Ya, egiz eur bugnezen, pladetoc’h hag a galz eget ar bugnezen genta a zo deut aman er vro gant tad koz Nounik…

— Klevet am eus, me gred, gwechall…

— O ! Gwechall, n’eus ket c’hoaz keit-all. Da neuze e oa nevez-deut e dud da zerc’hel unan eus ar c’henta eus an dousen hostaliriou a zo aman : en armeliou koz a oa deut ganto e oa deut ive o fugnez. — Sonj mat am eus o klevet eur yontr koz o konta e oa bet duze, eur zulvez, o c’hortoz ar gousperou ; koll a reas e bartiad c’hoari-c’hartou, rak e keit ma oa o c’hoari, e oa troet e spered gant loenedigou bihan, egiz c’houiled ruz, brao awalc’h da welet, hag a c’haloupe an eil warlerc’h egile, penn-da-benn gant dor ar gwele-kloz.

— Hop ! sell na pebeuz loened, eme ar yontr koz.

— Pebeuz loened ?

— Aze, ya, war doriou ar gwele-kloz.

— Hon leonedigou, dao, emaint adarre o vont da goll, ar re-ze : ne c’heller ket o diwall mat awalc’h, ha ya, poan hor beus ganto…

— Met peseurt vad a c’hellout ?…

— … A c’hellont renta, al loenedigou paour-ze ? Met n’ouzoc’h ket ’ta eo ar re-ze gwasa enebourien ar c’hellien, ya da !…

— Enebourien ar c’hellien ?

— Ya, elec’h ma ’z eus anezo, n’ez eus ket a gellien.

— Ma ! Ma !… Neuze ne vefe ket fall d’in kaout ar ouenn anezo, kement a gellien a vez duman, petra lavarit ?

— Ni a welo abenn an torrajou kenta.

— Boulc’hurun ! Me n’oun eme Mazo, bet morse o c’houlenn gouenn pugnez ha pladet oun koulskoude…

— Pladet penôs ?

— Digor da doullou-selaou. — Gouzout a rez ez eus ennon danvez mat eur vazvalan, ya ? Ne oan biskoaz, evit c’hoaz, chommet berr da lakat ober skoulmou. — Hag en dro-man, kerz da c’hwitellat kioc’hed da Goad-Yun : kollet brud ar vazvalan, hag eur c’hant-lurig bennak eat a gostez. Pladet va yalc’h hag he ferc’henn…

— ? ? ?

— Ya, e ti ar barver eo em eus klevet ar stal ; gouzout a rez, pe na rez, e oan, abaoue eur pennad brao, o furika evit klask dimezi pennherez Kolaz Krabenn diouz Kerzec’h gant unan eus pinvidika potred yaouank ar barrez.

— Dimezi yalc’h gant yalc’h.

— N’eo ket falloc’h. — Ma ! eman ar stal en dour ; pe mar kavez gwelloc’h, torret ar chadenn ha kouezet ar zailh war e benn er puns, dres pa oa pignet da rez ar vardell. — Eun darvoud skrijus, pôtr paour…

— Eun darvoud ?…

— Gwasoc’h eget skrijus : skarzet e yalc’h da Golaz Krabenri…

— An touseg koz, petra rayo neuze ? — Met penôs ?

— Kolaz en doa great e guziaden etouez ar gwiniz en eun arc’h koz : piou a vije bet eno da glask ? Ha neuze peurliesa ne vije nemet an hini koz wardro an ed. Ya, peurliesa : met, an abardaevez all, pa deuas Job ar Gwenn da gerc’hat an arreval, ne oa nemet ar plac’h en ti ; hag ar plac’h eo a gargas ar zac’h d’ar miliner diouz arc’h ar guziaden ; ha tiz oa warni, rak yod koan a oa ganti war an tan. Den na ouezas netra dustu ; Kolaz n’en em jale ket re gant e yalc’had, eur zac’hadig brao a baper, gant eun toullad re-velen miret arôk ar Brezel. — Ha perak Krabenn en em jala, rak eur wech c’hoaz piou a vije gellet dont en e benn mont da furchal en arc’h ?

— Ha goude, mall am eus da glevout hirroc’h…

— Ar pez a dlie c’hoarvezont, a c’hoarvezas : ar mevel miliner a zizac’has er vilin gwiniz Kolaz hag e yalc’h ; ne welas netra : hag ar valaden en dro. Nemet eur pennad goude, pa deuas da ober eun dro d’e vilin, Job ar Gwenn na oa ket evit kredi e ziskouarn : dign, dign, dign !

— Trouz an aour, aman emeur breman o vala aour ; peseurt maladen an diaoul ; bleud hag a droio e brenn !

— Met nan, aour gwirion eo e oa gant ar vilin ; ar peziou-aour, pa oa klasket mat ha diloc’het pep tra, n’o doa ket re a zroug ; met an darnvuia eus ar guziaden a oa e paper : ayou ! you ! Bilheji Kolaz Krabenn eat e tammou, e pilhou, egiz ma vijent bet dispennet gant al logod evit ober o neiz ! En tu-all da zek mil skoed, war a lavarer.

Dres pa oa ar vilinerien o skarza ar vilin, e lammas Kolaz en ti :

— Va yalc’h ! Va yalc’h !

Bet e oa oc’h ober eun dro d’ar guziaden, da ober d’ezi eun tammig « flourik ». Siouaz !

— Malet eo : re ziwezat !

— Hag ar frikou ?

— A zo d’an traon : Krabenn n’eo ket deut mat e benn hag ar pôtr yaouank en deus bet awalc’h evelse ; emoun pladet, a lavaran d’it, egiz eur bugnezen a ouenn pugnez Noun ar C’hamm : n’eus forz, c’houez fall a dlefen beza bet klevet diagent gant ar stal-ze : ne oa ket d’in lakat va fri en ti Krabenn.

Hep lavaret hirroc’h, Mazo ar C’here a zachas gantan e gilhou hirr etrezek e di, bec’h warnan abalamour d’e vazvalan torret, d’e frikou kollet. Ha neuze, duhont e wele moged korn butun Yan ar C’hloc’h o tostat. C’hoarzin a ree pôtr ar c’hleier, en eur zont etrezek ennon, hag e tiskoueze d’in ar C’here o pellât : anat a oa e ouie ar pez a oa c’hoarvezet.

— Eur friad, emezan, d’ar gwella bazvalan a ziwardro, ha, ha, ha ! gwir awalc’h eo, te oar :

« E pep bro ez eus kals a dud
Hag a, zo treut e skoaz o brud
. »

— N’eo ket brao, Yan, c’hoarzin goap d’e vignon ; ha d’am zro e lavaran d’it eo gwir ive :

« Gwelet a reomp an drein e lagad hon nesa,
Hag hep gwelet an treust hon dall peurliesa
. »

Setu aman daou archer o tigouezout war varc’h-houarn ; etrezek ar Gerviny e trec’hont ; unan anezo, eur c’hofek-teo, a anavezan a bell-zo, abaoue an dro ma oa tapet pa zonje lakat re-all er zac’h. Setu penos, primm ha berr :

Daou dieg Kerzaliou na oant ket bet morse evit en em ober etrezo. Saout unan a vije bet o laerez kôl egile, ha kezeg heman a vije bet e park melchen hennez ; hag an daou amezeg a vije dalc’hmat gwella hostizien barner ar peoc’h ; evel kustum n’eo ket ar barner a golle. Met peoc’h ebet morse etre en daou vaout bepred o klask an tu d’en em dourtal ; hag o daou, c’houi ’oar, e tourtent mat.

Koulskoude, ouspenn ma karent tourtal, eur garantez all a oa c’hoaz boutin etrezo hag a dlie lakat ar peoc’h da ren kenetrezo : klevit.

Gedon a oa war o douar, hag o daou e vezent o c’hadona pa veze brao an noz. N’eo ket red lavaret e ouient pelec’h e vije stignet lasou en eil hag egile : war-ze ’oant bet en em glevet betek ar bloavez-ze ma teuas ar zoubenn da drenka abalamour d’eur c’houlin, d’eur c’had, pe me oar, me. Ar pez a c’hoarvezas eo kement-man. Penndanvad a ziskuilhas d’an archerien e amezeg ar C’hornek a c’helljent naska e lec’h-ma-lec’h, deiz-ma-zeiz pe da vihana noz-ma-noz. Ha, d’an ampoent, an archerien a zigemeras eun tamm lizer digant ar C’hornek : deut disadorn da noz wardro parkeier Kerzaliou hag e pakoc’h Penndanvad o koulineta.

— Ha daou archer en hent da dremen an nozvez sadorn-ze war-lerc’h an daou dieg : war varc’h-kig pewar droad e oant neuze, ha neket war varc’h-houarn diou rod evel breman.

… Setu aman gwaremm Kerzaliou, tost da gêr ; hag, eur frapadig diouz an hent bras e stagont o c’hezeg ouz trojen eur wezen-bin… Eun tammig bale dre war-dro : n’emaint ket pell evit dizoloi eun hanter-dousenn lasou nevez-stignet. — Ac’hanta ! e c’hellit dont da zevel ho lasou, tourterien Kerzaliou ! … N’eus forz, n’eo ket re domm nozveziou dibenn miz here ; nemet ma ’z eo hirr ha chastreus gedal.

Ha, skoaset eharz ar c’hleun egiz m’emaint, hon daou « beg-ma-zôk »[1] na gredont ket zoken tana o c’herniel ; arabad sponta na gad na gadonerien.

— N’eus nemet eun tamm biskorn-loar o sklerijenna adreuz bro ar stered : met bremaïk e vo plantet ar c’hraban war skoaz ar bôtred-ze…

Hag ar c’hofek-teo da zic’henaoui gant muioc’h a drouz eget e c’hoant ; hag en e gichenn penn moredet egile o poueza butun, eun neuden o c’hlaourenni dindan e fri…

Red eo kredi eo bet ar c’housked ganto o daou ; rak, a greiz-holl, setu int en o zav : trouz a zo dre-aze. Ar c’hoz biskorn-loar eo maro e skeud war-laez, met ar mintin a zo o c’houlaoui. — Icht ! Icht !… Felc’h ! Strecht !… eme an hini teo o tistanka fri ha korzailhen. Tostât a ra an trouz : adreist kleun ar waremm e welont o tiredek, tiz warno, daou dieg Kerzaliou : ar C’hornek a zo da genta, a gammejou hirr, war gorf e roched, mar plij ganeoc’h, aoun da veza warlerc’h egile, rak Penndanvad n’eman nemet eur c’hant kammed war e lerc’h…

— Strecht ! Icht ! Icht ! eme adarre an hini teo.

— Met petra c’hoari gantan ’ta ?…

Ar C’hornek na gendalc’h ken d’ar red : chomm a ra zoken egiz eur peul ekreiz ar parkad kôl-irvin elec’h m’eman, da zellet, a-gleiz hag a-zehou en dro d’ezan ; hag e soubl e gorf ha, dibrez, e ra gant tro e zorn eun dibab eus ar gwella kôl-irvin a zo etre e dreid : unan a denn ac’halenn unan all a-gichenn, eun deirved diouz a belloc’hik ; ha p’en deus tennet eul lodennig vrao, e frap, gant e gôl-irvin war goub e vrec’h, etrezek ar gêr, en eur drei « bailh-ar-brenn » d’an archerien diot en doa abenn neuze gwelet o finval eharz ar c’hleun…

— Tri-c’hart tân gurun ! eme an hini teo, o c’haloupat war e lerc’h.

— Gortoz ’ta, ma krogin en da gorn, Kornek !

— Petra ? eme ar C’hornek pa oa an daou archer war e zeuliou.

— Ya, perak ne tastumez ket da lasou ; sell, sell ’ta, aze war ar c’hrinenn ne welez ket eur c’hadig vrao o tielc’her el las ?…

— Eo da ! unanig vrao eo a zo aze war nez mouga : ar gwasa ma ’z eo, n’eo ket d’in-me eo. Me zo deut aman er mintin-man, arok mont d’an ofern, da gerc’hat eur guchennad kol-irvin da lakat er zoubenn.

Kenavo, archerien. — Nemet, mar karit gouzout da biou al lasou-ze beg ar c’had, ne bedan ket ac’hanoc’h da glask pelloc’h eget wardro va amezeg Penndanvad

— Te ’gred ?

— Me ’gred…

Ha pôtr ar c’hôl-irvin kuit, ekeit ma talc’h an daou laztez-all da guzuliata ekreiz ar park.

Met, ya, met epad ar c’houlz-se, Penndanvad hag a oa o tigouezout warlerc’h e amezeg, a jommas a-zav en eur glevout an drailh : petra, an archerien o vont da glask anezan ! Nan ! Nan ! hag hen o trei warzu ar waremm, hag o lemmer en tu-all d’ar c’hleun, epad ma wel an archerien o vont etrezek e di.

— Kleo ’ta ! Hag aman ez eus kezeg ken abred ? Ya, an daou varc’h staget ouz trojen ar wezen-bin a gav hirr o amzer hag a c’hourign awechou.

Penndanvad n’eman ket pelloc’h evit terri eur bod-lann : « Hop, hopik la ! », o tistaga ar c’hezeg, o c’has betek an hent bras, troet warzu ar gêr, ha klak ha strap ! ar bod lann war o zailher, ken na redont etrezek o marchosi betek kinnig terri o divesker. — Kerz warlerc’h, kof-teo !

— Ya, met kof-teo hag egile oa eat d’e di…

Gagnou ! Penos en em zistroba ? ? ? Met, ya, greomp egiz ar C’hornek, kolen-irvin a-zehou, a-gleiz, unan aman, eben pelloc’h, ha d’ar gêr ! N’eus forz, n’eo ket eun diod ar C’hornek…

— Diouz pelec’h emout o tont, Penndanvad ?

— Me ? Evidon-me a zo bet o kerc’het eur guchennad kôl-irvin da lakat da vervi em zoubenn, arok mont d’an ofern-vintin : poent eo d’in zoken mont d’en em wiska. Ha c’houi, galoupat-noz ho peus grêt kals ?

— Ni, ni… marteze, hor micher eo. Met hag ar c’had a zo duhont e krinenn ar park ?…

— Eur c’had ? Klaoustre ema-hi e lasou va amezeg, mar karit mont d’e di… — Teu ! Teu !… Setu aman dreberien kôl-irvin !…

Nan, ne gredont ket distroï daved ar C’hornek : red eo paka ar big war e neiz, a-nez netra da ober. — Mont a reont koulskoude da zilasa ar c’had : unanig vrao, mat da goania, pa vezint digouezet war droad er gêr, rak, kaer o deus klask o c’hezeg… Klevet a reont anezo d’an daoulamm o tirampa, gant sonj ar bod-lann, warzu ar gêr ; hag int, o mistri, war droad, ne gavont netra gwelloc’h nemet da vont war o lerc’h : da vihana, eur c’hadig a zo abenn koan…

— Adalek, neuze, goude beza troet ha distroet o zonjou, daou amezeg Kerzaliou, evit o brasa mat, a ehanas d’en em dourtal ; gwaz a-ze evit an otr. Barner a Beoc’h.

Ha breman, va Zammig Bro, pa lavaran d’it kenavo en distro, e sonjan c’hoaz en holl blijaduriou a gaver, da vihana pa anavezer mat ac’hanout, en eur redek da gorniou-tro a-dreuz hag a-hed.

Yvon CROQ.
  1. Lezhano an archer e Kerne.