9. gourc’hemen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1846  (p. 235-238)




DECVET GOURC’HEMEN.


Non desiderabis domum proximi tui.
Ne zezirot quet ty ho nessa.

Ar seizvet gourc’hemen a zifen ouzomp quemeret pe derc’hel tra hon nessa, hac an decvet ar volontez memes d’en, ober : madou ar re-all na zezir quet evit o c’haout hep guir-ebet. Pec’hi a eller enep an oll gourc’hemennou dre zezirou fall pe injust, hac an oll dezirou-se a zo difennet dre lezen Doue ; cousgoude, evel m’en deus an den ur panchant brassoc’h d’al lubricite ha d’an injustiçou, Doue a zifen ouzomp, dre zaou gourc’hemen, an navet hac an decvet, ar volontez memes d’o c’hometi evit gallout derc’hel evel-se pur ha didach hor c’halon, pehini so ar zourcen a bep seurt drouc... Daou dra so difennet ouzomp dre’n decvet gourc’hemen : requeti acquisita madou hon nessa dre voyenou injust, ha staga hor c’halon ous an traou terrien.

I. Ne dê quet difennet requeti acquisita madou honestamant dre brenadurez, dre c’hounideguez, pe en ur fæçon-all bennac legitim ; mæs Doue a zifen ar volontez da acquisita tra hon nessa dre voyenou injust, pe dre avi : ne zezirrot, eme ar Scritur, na ty ho nessa, nac e bried, nac e zervicherez, nac e êgen, nac e azen [1]. Ne zezirrot quet e dy, da lavaret eo, eme an Tadou zantel, e leveou, e aour, e arc’hant, e vadou precius ; rac an traou-se oll a ententer dre’r guer a dy... Na zezirrot nac e zervicher nac e zervicherez, da c’houzout eo, ne deuot quet d’o deceo dre c’hourdrousou na dre bromessaou, evit o lacat evel-se da guitaat ty o mæstr evit antren en hoc’h ini ha chom en ho servich… Ne zezirrot quet e êgen nac e azen, da entent eo, ne zezirrot netra eus a guement a aparchant outhan, pas memes e vadou ar re zisterra, evit o c’haout dre broces, dre c’hourdrous pe en ur fæçon injust-bennac. Achab, roue a Zamari, evit gallout caout en despet da Naboth ur parquic-bian en devoa, a gavas, dre voyen Jezabel, e bried, daou dest-faus pere a lavaras en devoa Naboth blasphemet a-enep Doue hac a-enep ar prinç ; rac-se Naboth a voue condaonet d’ar maro, hac e barq a voue confisquet pe zæziet e profit ar roue pehini en devoa c’hoant-bras d’e gaout evit ober ur jardin anezan [2]. Allas, cals a dud a zo c’hoas hirio henvel ous an impi Achab ; an avi a ra dezo noazout d’o nessa, hac ober o fossubl evit lemel diganthan e vadou, e garg hac e vrud-mâd memes. Clevit ar varc’hadourien, an artisanet, ar vicherourien-se o tecrial an eil eguile ! Petra ne ra quet certen tud evit caout madou, cargou enorabl, evit beva en o æz ? Calomniou, promessaou-faus, gourdrousou, procesou, netra ne vezo espergnet, en despet da lezen Doue pe-hini a zo ul lezen a garantez hac a lavar deomp-oll : ne rit quet d’ar re-all ar pez ne garrac’h quet a ve graet deoc’h hoc’h-unan. Ur guir zervicher da Zoue ne dle caout proces ous den, eme an abostol [3]. Daou zrouc a rit, o vont e proces, eme sant Ian-Chrisostom [4] : ar c’henta oc’h en em zispud, an eil o caout recours d’ar justiç ; ha n’hoc’h eus-hu quet, a c’houlen sant Paul, tud fur avoalc’h en ho touez, evit lacat ar peoc’h etrezoc’h ? [5] Dre’n dud fur-se a bere e parlant an abostol, e tleer entent, hervez sant Augustin [6], ministret an Autrou Doue : lacat ar peoc’h da rên etouez au dud, a zo, emezan, unan eus o deveriou quenta. Laquit evez d’en em gassaat an eil eguile, eme hor Zalver, rac Doue n’ho pardono quet, ma na fell quet deoc’h pardoni d’ho preur eus a greiz ho calon [7].

II. Staga hor c’halon ous vadou an douar : mar hoc’h eus madou, na staguit quet ho calon outho, a lavar deomp ar Speret Santel : divitiæ si affluant, nolite cor apponere [8]. Perac, en effet, staga hor c’halon ous a draou pere so quen dangerus evit ar silvidiguez, ha pere a renquimp da guitaat buan ? Hon Zalver en e Aviel a lavar deomp penos madou douar a zo henvel ous an drez hac ous ar spern [9] ; hoguen, evel ma c’hampech an drez hac ar spern an ed da gresqui ha da rei greun evel-se ive ar sourci eus a vadou an douar a voug ennomp an dezir d’ober œuvrou-mâd ha d’en em zavetei… An drez hac ar spern a vleç daouarn an ini o stard, evel-se ive an traou terrien a vleç, e mil fæçon, eneou an dud a stag o c’halon outho. Ar madou temporel a zo evel laçou pere hor stag ous an douar, hac hon ampech d’en em zevel varzu an êe : an darn-vuia eus an dud pinvidic ne dint occupet nemet eus o madou ha ne zongeont nemet er voyen d’o c’hresqui. Madou ar bed-ma a zo c’hoas henvel ous a vein-ruill pere a ziscar hac a vleç ac’hanomp en hent a reomp varzu ar barados ; rac-se hor Zalver a lavar penos eo æssoc’h da ur c’hanval tremen dre doul un nadoz eguet da un den pinvidic antrea e rouantelez Doue [10]. Quemen-se a sinifi, eme Zoctoret an Ilis, penos eo diaez-bras d’ar re binvidic en em zavetei.

Ul læstr re-garguet a dlê teulet er mor, ar pez en deus a re gant aon da voëledi, evel-se ive ar re binvidic a dle teulet eus o madou etre daouarn ar paour, ober œuvrou-mâd, ha derc’hell o c’halon distag eus an traou crouet, ma na fell quet dezo en em goll eternelamant ; rac, en heur ar maro, o madou-bras ne zervichint dezo da netra : ne gacint gantho dirac Doue nemet ar c’heuz d’o c’huitaat, pe ar c’hrim da veza o goal-acquisitet. Destum a rit madou dre gals a boan, hac alies dre voyenou injust : tud disquiantet, eme ar Scritur, en nos-ma e rencot mervel hac comparissa dirac Doue, hac ar madou-se da biou e vezint-hy ? [11] Ne de quet cousgoude ar madou eo a zo fall enno o-unan, mæs ar garantez disordren hon deus evitho… Un den a varv gant nebeud a boëson, hac ar marc’hadour pehini a zalc’h cals en e dy, a chom leun a vuez ; rac ne ra nemet guerza e varc’hadourez. N’hoc’h eus nemet uguent scoët pere ha liquit var ho calon, he rê-zama a rit, ha mervel a reot. Hennez-all en deus uguent mil scoet, mæs o derc’hel a ra en e arbel hac o dispign a ra hervez e ezom, e galon ne dê quet stag outho : rac-se ne raint poan-ebet dezan… Bevomp eta, hor c’halon distag eus ar madou temporel pere a dremen quer-buan, hac a ell beza quen noazus d’hor silvidiguez. Greomp aluzen d’ar paour ha ne zeziromp jamæs tra hon nessa evit er c’haout iujustamant. En em gontantomp er stad e pehini ez-omp laqueet gant ar Brovidanç divin, ha meulomp Doue e pep amzer, er c’hlênvet evel er yec’het, en adversite evel er brosperite !

  1. [Ex. XX, 17.]
  2. [Gw. III. Reg. XXI.]
  3. [II. Tim II, 24.]
  4. [Jo. Chrys., Homil. VI in Epist. II. ad Tim.]
  5. [I. Cor. VI, 5.]
  6. [Aug., Specul. de Scr. s., De Epist. ad Cor., ad loc.]
  7. [Joan. IV, 20 ; Matth. VI, 14-15 ; XVIII, 15 ; Marc. XI, 25-26.]
  8. [Ps. LXI, 11.]
  9. [Gw. (a) Matth. VII, 16 ; Luc. VI, 44 ; (b) Matth. XIII, 7-22 ; Marc. IV, 7-18 ; Luc. VIII, 7-14.]
  10. [Matth. XIX, 24; Mc. X, 25; Lc. XVIII, 25.]
  11. [Cf. Luc. XII, 20.]