Mont d’an endalc’had

8. gourc’hemen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 227-234)




SEIZVET GOURC’HEMEN.


Non furtum facies.
Ne laërot quet

Goude e ene, e vuez hac e enor, preciussa tra en deus an den eo e zanvez. Rac-se Doue, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen ouzomp quemeret tra hon nessa, nac ober domach-ehet dezan.

E teir façon e c’heller ober gaou oc’h an nessa : o quemeret, o viret e dra injustamant, oc’h ober ur ch’oll bennac dezan.

I. O quemeret injustament pe o laërez tra an nessa : laërez, eme sant Bonavantur, a zo en em zezia eus a dra un-all, en despet dezan [1] ; ar pez a eller da ober e peder fæçon : dre forç, dre adrez, dre usurerez ha dre zislealdet er partajou.

1° Dre forç pe dre nerz, pa forcer unan-bennac da rei e dra, evel a ra al laëron var an henchou-bras, pa c’houlennont ar yalc’h pe ar vuez. Er fæçon-ma e pec’h ive an dud a justiç, hac ar re-vras , en ur barres, ma na rentont quet a justiç-vâd, pe autramant pa ziazezont-fall an taillou, o sama re an intavezed hac ar beorien, evit en em espergn o-unan. O cruella injustiç ! horrupla laeronci ! An dud fall-ma en em c’holo eus a groc’hen an dânvad, petra-bennac ma zint bleizi arraget ; da lavaret eo, en em visca a reont eus a vantel ar justiç evit cometi æssoc’h ha surroc’h o injustiçou : dirac an dud ez-int, alies, guen evel an nerc’h, mæs dirac Doue ez-int vil evel ar fanq.

2° O laërez dre adrez, pe dre guz. Al laëron hac ar friponet o deus mil ardou evit dont a ben eus o dessin : guelit ar bern alc’hueziou a bere en em zervichout [sic], clêvit o c homzou-caër ha remerquit peguer brao e c’houzont trompla… Ama e peder ive ar groaguez, ar vugale e dy, ar zervicherien, ar varc’hadourien hac ar vicherourien da ober reflexion varnezo o-unan, ha da velet hac int n’o deus goal quemeret netra, dre adrez, pe en ur fæçon-all bennac dilennet.

Ur c’hreg a gred e c’hell disposi eus a bep-tra evel e fried, abalâmour ma ema he lod etouez e ini ; guir e deus en effet var he zra, mæs hervez al lezennou, ne deus quet ar galloud da zisposi e-unan anezan, affer he fried eo quemnen-se, hac ar guir-se ne aparchant nemet outhan, ha mar quemer divar e goust pe eus an archant a zo etrezo, somou considerabl, pe evit rei d’he zud, pe evit prena evit-y e-unan, pe evit he bugale traou inutil, hep ali he fried, ez-eo coupabl a laeronci. Sant Augustin, guechal consultet gant ur c’hreg hac y alle rei darn eus he danvez d’ar beorien ha d’an Ilis, hep consantamant he fried, a respontas dezi ne alle quet en ober [2]. Ma ne de quet eta permetet, hervez an doctor-ma, da ur c’hreg implija e danvez, hep ali he fried, en œuvrou a drugarez, eo c’hoas nebeutoc’h permetet dezi o foëta e vaniteou. Mæs, eme c’hui, va fried n’en devoa netra, eus va c’hostez-me ema an oll danvez : ne deus cas, abaoue ma’z-eus communaute etrezoc’h, an danvez a zo dezan da c’houarn, nemet disparti a zanvez a ve etrezoc’h dre voyen ur c’hontrat pe ur gondition-all bennac… Na bec’hit quet cousgoude evit rei an aluzen hervez ho calloud, nac evit prena e querz ho ty, en ho querz hoc’h-unan, pe e querz ho bugale, quement-so necesser, ma na bourve quet ho pried e-unan : mar dê ho pried ur mezvier, pe ur goal dispgner, e c’hallit cuzet hoc’h arc’hant diouthan, ha gouarn ho tra guella ma ellot, mæs dirac justiç e rencot ober pep-tra en e hano. Quemeret divar goust ho pried evit miret oc’h a ur c’holl, pe oc’h a ur goal affer-bennac, a zo renta servich dezan evel deoc’h hoc’h-unan; evel-se Abigaï guechal, pried da Naboth [sic], a gaças præsanchou bras da Zavid, en despet d’he fried, evit miret na vize revinet e famill hac e lignez [3].

Ar vugale a zo e ty o zad hac o mam en em rent coupabl eus ar memes pec’het a laëronci, o quemeret divar o c’houst, arc’hant, neud, lin pe draou-all evit prena dillad. Nep piou-bennac, eme ar fur Salomon [4], a lavar ne deus quet a bec’het da ur c’hrouadur evit quemeret divar goust tad ha mam, a lavar gaou : rac , eme sant Antonin [5], brassoc’h pec’het a gomet en fæçon-bennac, eguet o quemeret divar goust re-all, abalamour ne de quet naturel da un tad ha da ur vam caout difizianç eus o c’hrouadur pehini ouspen a zo obliget da restitui d’ar vugale-all, mar deus : cousgoude, mar dê bian ar som, ha mar de implijet-mâd, n’ez-eus quet a bec’het.

Ar zervicherien a zo coupabl a laëronci hac obliget da restitui, mar quemeront an disterra tra divar goust o mistri : sul-vuioc’h a fizianç a zo enno, sul-vrassoc’h eo ar pec’het a gometont. Tri seurt servicherien a zo sujet da laërez : 1° ar re o deus ar goal inclination da veza douguet d’ho guinou pe d’ar vaniteou ; 2° ar re a zo debauchet, decevet gant truflannerezet ; 3° re-all evit en em bea, emezo, var digarez n’o deus quet a c’hajou avoalc’h, a guemer eguis a zonch dezo o devize bet eleac’h-all : d’ar re-ma e c’heller lavaret : prix græt a oa etrezomp ; quemerit ho tra; restituit ar pez hoc’h eus quemeret ouspen, hac it, mar quirit da g1asq guelloc’h eleac’h-all : nonne ex uno denario convenisti mecum ? tolle quod tuum est, et vade [6].

Ar varc’hadourien o deus, alies, siouas, poëz ha poëz, muzul ha muzul [7] ; unan bras da brena hac unan bian da verza, ar pez a so abominabl dirac Doue, eme ar Scritur. Nac a faussoni er varc’hadourez hac er marc’hajou ! nac a leou-faus, ouspen an injustiçou a gometer.

Ar vicherourien hac an artisanet en em rent ive alies coupabl a laëronci, o tibuna, o vea, o c’hriat, o vala, pa zalc’hont neud, tamou lien pe damou mezer, pa guemeront bleud pe ed en tu-all d’ar pez a zo dleet dezo. Bras a stang eo an injustiçou a gometer er poënchou-ma oll.

3° O laërez dre usurerez : an usurerez a so rei arc’hant pe draou-all e præst, pe da gommerci, hep respont eus ar c’holl, mar guerru, evit caout interest divarnezo : laërez a ra eta an ini a ro ur scoet evit caout daou ; ur muzur segal evit caout ur muzul guinis : an ini a ro var daou-anter saout pe êgened pere a vezo istimet hirroc’h pris pa o roer evit na allint da dalvout var ben bloas. Mil art-all o deus c’hoas an dud pinvidic hac avaricius da zuna goad ar paour a behini ar c’hri a zao betec diou-scouarn an Autrou Doue, hac a vezo selaouet ganthan, eme ar Scritur [8]. Peleac’h e tec’ho eta un deiz an dud angraved-ma pere ne reont quet d’ar re-all ar pez a garrent a ve græt dezo o-unan ?

4° Dre zislealdet er partajou e laërer ive en ur fæçon estranch : invantor a vezo græt d’ar vugale, mæs cant tra a vezo cuzet gant intantion d’o derc’hel : traou laëret int eta dre eno memes… Nac a injustiç ive er c’hontrajou hac er partajou a rêr eus al leveou hac eus an traou-all ? Ah ! nac a dud pere ne antreint biquen e rouantelez Doue abalamour d’ar seurt laëronciou !

II. An eil fæçon da ober gaou eus an nessa eo miret outhan e dra, ar pez a rêr o terc’hel ar pez a vez laëret pe gavet, pe o chom hep pêa ar pez a dleer. 1° O terc’hel ar pez a vez laeret, e teuit a vechou da veza quer coupabl hac al laër, pe goupaploc’h : mar dalc’hit traou cavet, a c’hui, oc’h anaout o ferc’hen, e pec’hit marvelamant, rac staga a rit ho calon ous an traou-se pere ne dint quet deoc’h : ur pec’het marvel a gometit quellies guech ma songit enno gant intantion d’o derc’hel : roit e dra d’ho nessa hac an traou cavet d’o ferc’hen, mar gouzoc’h e anaout : ma n’er c’havit quet, goude beza græt, gant cals a brudanç, ho possubl evit e gaout, ho roit-o d’ar paour, pe grit œuvrou-mâd gantho : mar doc’h paour hoc’h-unan, e c’hallit o miret, pe da viana ul loden anezo, hervez avis ho coëssour. 2° Chom hep pêa ho dle pa illit en ober a zo pec’hi assamblez a-enep ar justiç hac a-enep ar garantez dleet d’an nessa : ar justiç a ordren deomp renta da Zaesar ar pez a so da Zæsar [9], hac ar garantez a lavar deomp ober d’ar re-all ar pez a garfemp a vê græt deomp hon-unan.

Hep quemeret hac hep miret netra divar goust an nessa, e c’heller ober domach dezan hac e oar obliget da restitui. Chetu ama e pe fæçon :

1 Jussio, 2 consilium, 3 consensus, 4 palpo, 5 recursus,
6 Participans, 7 mutus, 8 non obstans, 9 non manifestans.

Jussio : pa ordrenit d’ho bugale pe d’ho servicherien quemeret un dra pehini ne dê quet deoc’h.

Consilium : pa roit da unan-bennac goal ali, dre exempl, da vugale da laërez divar goust o zud : da c’hroaguez, divar goust o friejou ; da zervicherien, divar goust o mistri ; pa aliit, hep ræson, ar re en em glêm ouzoc’h d’en em zigoll injustamant ; ne dê quet ato permetet d’an den ober justiç anezan e-unan, na barn en e affer e-unan.

Consensus : pa gonsantit gant ar re hoc’h eus da velet varnezo ; guelet a rit ho pried, pe ho bugale, pe ho servicherien o laërez hac e c’hassantit gantho, eleac’h o gourdrous pe o f-nissa.

Palpo : pa veulit al laër, dre fæçon d’e zouguen da laërez : clêvet a rit unan-bennac o lavaret e vez bet o laërez an den-man-den, hac e livirit : mâd-sur hoc’h eus græt, hennez-so pinvidic avoalc’h : ar vugale-ma so fin, mâd a reont mont da laërez frouez pa n’o deus quet o-unan.

Recursus : o rei golo d’al laëron, pe autramant ty, pa ouzoc’h ez-int laëron, pe c’hoas o prena digantho. Ar bec’het-ma a zo bras dreist an oll bec’hejou-all, o veza ma couracher al laër o rei boden ha pêamant dezan : pessimum genus receptatorum est [10].

Participans : pa sicourit laërez ; pa guermerit ul loden bennac, pe ive, pa druffit bugale, pe servicherien, o receo digantho traou laëret a dy ho zud, pe eus al leac’h-all.

Mutus : o chom hep lavaret netra pa velit laërez ; ato hoc’h eus un obligation a garantez da avertissa ho nessa ; beza hoc’h eus ive un obligation a justiç mar d’hoc’h-unan eus a dud an ty e pehini e velit laërez.

Non obstans : ma na ampechit quet pa allit en ober, ha pa hoc’h eus calite evel-se.

Non manifestans : pa vanquer da ziscleria al laëron : guelet a rit bugale, servicherien o voal guemeret eleac’h ma chomit assamblez gantho ; ma ne cenchont quet, da viana, goude beza bet avertisset, e renquit o discuill.

III. An drede fæçon da noazout d’an nessa eo ober ur c’holl bennac dezan : e diou fæçon e c’heller en ober, dre neglijanç ha dre valiç.

1° Dre neglijanç : oc’h ober goal zervichou, dre lezireguez : o lezel al loened da vont da laërez, pe o chom hep o lemel dre ziegui… 2° Domach a rit d’ho nessa dre valiç, oc’h ententi proces pe afferiou-fall dezan, hep ezom ; oc’h e voal-dreti, ên pe e loened ; o tecrial e varc’hadourez evit en ampech da verza ; o lavaret ne voar quet e vicher, evit miret ne gavo labour, evel-se, nac e mil fæçon-all e c’heller noazout d’an nessa hac e oar obliget da restitui.

Mæs a c’houlennot, martese, peguement a renquer da laërez evit pec’hi marvelamant ? Nebeud avoalc’h, hervez lod eus an deologianet : daou scoët, divar goust ar re binvidica ; ur scoët, divar goust ar gommun eus an dud ; pemp guennec divar goust ar re baour, had ur guennec memes, mar dê er moment-se necesser dezan evit terri e naon hac asten e vuez, pe ini e vugale. Cousgoude, quemeret un tra dister ne dê quet ur pec’het-bras, ma n’hoc’h eus quet a volontez da gontinui ; rac mar hoc’h eus bolontez da ober ul laëronci-bras, o continui er fæçon-se, e pec’hit marvelamant quellies guech a ma laërit.

Ne deus nemet ur voyen a silvidiguez evit ar re o deus græt gaou oc’h o nessa : restitui. Restitui, eme sant Thomas, a zo en em zizober eus a un dra goal-guemeret, evit en rei d’e berc’hen [11]. Ret eo restitui quenta ma eller : quentre ma chomot hep restitui, ha c’hui o c’hallout en ober, e viot coupabl a bec’het marvel hac indîn eus an absolven : mar dalc’hit re-hir ar pez hoc’h eus laëret, e rencot pea ar profit en dize græt e vir berc’hen ma vize bet an dra etre e zaouarn. Red eo restitui ar pez a so goal-guemeret, er memes speç, pe en dalvoudeguez. An dud na ellont quet restitui, evel ar groaguez, ar vugale hac ar re n’o deus netra, a dle caout ar volontez sincer d’en ober, hac a dle en ober en effet, quenta ma vezo possubl dezo… O silvidiguez a zo exposet-bras, mar dê dre o faut eo e vancout a c’halloud da restitui ; rac ne vezo, eme sant Augustin, pardonet e bec’het nemet d’an ini en devezo restituet ar pez en devoa goal-guemeret : non remittitur peccatum, nisi restituatur ablatum [12].

  1. [Bonav., Specul. animæ, c. 2.]
  2. [Aug., Epist. CCLXII (ad Ecditiam), 4.]
  3. [Gw. I. Reg. XXV, 20 sqq.]
  4. [Prov. XXVIII, 24.]
  5. [S.Antonin. Florent., Summa moralis, lib. XIV, c. 4, § 11.]
  6. [Matth. XX, 13-14.]
  7. [Prov. XX, 10.]
  8. [Cf. Jac. V, 4.]
  9. [Matth. XXII, 21 ; Marc. XII, 17 ; Luc. XX, 25.]
  10. [Cod. Jur. civ., Dig., XLVII, 16, de Receptatoribus.]
  11. [Tho. Aq. Sup. IV. Sent., dist. 15, q. 1, art. 5, § Utrum restitutio…]
  12. [Aug., Epist. CLIII, vi, 20.]