Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

En em dastumet tout da rei din oc’h avis,
Hep exception em eus dec’h oll implich.
Dizesperi a ran ha fonta en douar,
Col ma squiant a ran ha mervel gant glac’har ;
Memeus freunezia a fel din ar voech-man :
Reit din prest oc’h avis, gant glac’har e varvan.
Petra meus me da ober deus ar Roue fal-ze,
An den inpertinant am attaq adare ?
Mes evit ar vech-man, pa gleffen perissa,
En pe me, en eur guir, a renco finissa.

An Tenzorier.

N’ho pezet nep morc’het, Autro, evit ennes,
Ar gombat-man neo quet eur gombat a nevez,
Quer e voe dezan, mar en deus memoar vad.
Ma rancas enon rog quemeret tec’h ar c’hat.

Ar Baron.

Biscoas nan boe dezir evel a meus breman
Da gombatti ouz den evel ouz an den-man.
Avis a ra guenen, ma ve aman presant,
Gant ma zello hep quen e sponten anezan.

(Aman e reont trous vras gant ho armo.)

An Dijentil a lavar :

Aviz a ra guenen clevet trous an armo,
An tabourin ho son ; me a voel ho lanso :
Rac se, en em breparomp pa sonjer neubeuta,
Divoallomp mar queromp, haru int ar vech-man.

Ar Roue Turcq hac e suit.

Serpantet violant, griffon an aer roüant,
Deut oll d’am azistan, pe em bezo tourmant :
Curuno ha luc’het, tempest hac avello,
Ma sicouret breman dre c’hras an idolo.
Freunezia a ran pa zellan e bizach,
Avis a ra guenen e medi en arach.

Ar C’henta Diaoul.

Chede me deut presant evit da azista,
Ne bon tao, camarad, na vezi quet goassa.

Ar Roue.

C’hoas e meus esperanç pa voelan Jupiter,
Avis a ra guenen ennes a zo fidel.