Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —
Ar Roue Turcq.

Me ho trugareca, va Doue Jupiter,
Da zonnet d’am sicour breman pa meus affer.
He bien, Autrone, n’ho pet quet a vorc’het,
Ni hor bezo sicour en ep pep sort tempest ;
Me lacaï artific da vornet var ho fenno
Pa sonchont neubeuta, dre c’hraç an idolo.
Biscoaz n’am eus goellet eun den evit eur C’hondt,
Na drec’hchen, ha pa vije eun neubeut divergont.
Jupiter d’er frezo ha Mars d’en saccajo,
Neuze gant ma c’hlenve me en peur achuo.

Ar C’henta Pach.

Guir sur a leveret, biscoas ne meus goelet,
Pa vijac’h er gombat voac’h ar goella bepret,
Quen a voa combatti ouz ar C’hondt a Boëtou,
Mes evit ar voech-man me gret e finisso.

An Eil Pach.

Ne meus quet a vorc’het p’on deus azistanç
Digant an idolo, nan daïmp en assuranç,
Ha me a zo ive, evit eur pot bian,
Ar goellan ha gaffet ebars er c’hartier-man.

Ar Roue.

Bon courach, ma bachet, joa meus pa ho clevan :
Aviz a ra guenen e trec’hin ar voech man
Ar C’hondt deus a Boëtou hac e oll soudardet,
Pe guer cri benac int ni ho craï glac’haret.
Demp eta, Autrone, da dressa hon armo,
Ha principalamant greomp artifisso
Da strinca varneze pa vezomp er gombat.
M’em bezo confianç pa vezin armet mat.
Jupiter, Mercur, Mars, Venus ha Junon
A zeuïo d’am zicour quercoulz hac Appollon.

————
Ar C’hondt hac e suit a arriv evit combatti.
Ar C’hondt a lavar :

Sperejo milliguet, leonnet infernal,
Reit din oc’h azistanę breman souden ractal,
Da venji an affront pini rer din breman :
Hep tam retardamant deut, oll ho consultan ;