Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

Ar C’hourrier.

Adieu, Autro ar C’hondt, me a rent dec’h graço,
Me ya da lavaret dezan prest ar c’helo.

Ar C’hourrier d’ar Roue Turcq.

Me ho salud, sir, deus a greis ma c’halon,
Abeurs an Autro ar C’hondt zo eun den divergont,
Evel ma zeo certen, pa gleo comz a vrezel,
Me sonje coulz a voa e voan prest da vervel.
Lavaret en deus din ho rento mizerapl,
Quen a vezo neuze n’en em gueffet erfat.

Ar Roue Turcq.

An Diaoul da’m dougo ! ne ars muin ma speret,
Hep mont d’en em venji var an den revoltet.
Ha rac se, ma Bachet, goulennomp assambles
Grasso an idolo, ma haïomp c’hoas eur voech
Da lacat oll en tan, en goad hac en moguet,
Quement den en antier a vezo hon enep,
Ha principalamant ar C’hondt deus a Poëtou :
Jupiter en dalc’ho ar voech-man en e lassou.
Ya, arraji a ran pa sonjan en den-ze,
Bette col ma squiant memeus a ran bemde,
O sonjal pe en guis na dre pe sort fesson,
E c’hallen en trec’hi ebars en trahizon.
Me ya da brepari eun arme puissant,
Ar brassa a c’hillin, dimeus a dud vaillant :
Quement se a gavan ar goella da ober,
Rac ret eo cavet tud quent commanç ar brezel.

————
Ar C’hondt gant e Dud.

Clevet, va den a gampr, dec’hu e commandan,
Pa veet er batail ma veet ar goellan,
Rac aon a meus terrupl ne vancas a galon,
Me raï ho punissa mar ho quelan poeltron.

Ar Pot a gampr.

Credet parfettamant james ne raen ze,
Rac me ve goel guenen perissa en arme,
Evit ma soupsonnach an dra-ze em enep,
Eun den quer puissant evel ma zon me bet.
Pa glevan an drompil hac an tabourin bras,