Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

Palamour ma zeo bet o ravaji ar vro-man.
Birviquen an dra-ze ne accordan dezan.
Ilerve ma intantan en deveus lavaret
E renq gouarn ar vro-man, ar pez na raïo quet :
Entre ma pado an dir a zo en becq ma c’hlenve,
Me a ranco bepret souten va majeste.
Goel e ve guenen cant coech evit unan mervel,
Quent ma voelfen em plaç eun den zo quer cruel.
Er fin, me gred erfat, erve ma zantimant,
E cleomp ar vech-man renta dezan tourmant ;
Gant sicour va Doue ha gant e azistanç
Me’m bezo ar victoar. Courrier, gant dilijanç
Het da gavet ar Chondt, ha leveret dezan
E rancan c’hoas eur voech en em ganna ontan.

Ar C’hourrier.

Pa gommandet, sir, ret eo oboïssa ;
Ar pez a leveret a rin sur mar gallan.
Ogon, aon bras a meus pa vezin het d’e dy.
Na raï ma distrujan gant ar valiç ouzin.

Ar Roue.

Ne sonjet quet en ze, nen deo quet permettet
Da renti nep affront d’ambassadeur casset.
Avoalc’h en deffe groet mar carre ober ze,
N’ho pet morc’het ebet ha fiet ennon-me.

Ar C’hourrier.

Me ya da bartia entreze ar Poëtou,
Mar retornan dar guer eno pezo quelo.

Ar C’hourrier a lar dar C’hondt :

Salud dec’h, Autro ar Chondt, deus a greis va c’halon.
Me a zo deut aman gant apprehansion,
Abeurs ar Roue Turcq en deus va digasset :
Chetu aman eul lizer, me ho suppli lennet.

Ar Chondt.

Penoz, coquinet fal, terrupl e zon soezet !
Het d’ar guer, ha d’ho mest deus ma feurs leveret
Me arrivo gantan var ben nemeur amzer,
Da reï brezel dezan, sonjet en e affer.
Ret eo din eur veach e renti mizerapl,
Quen a vezo neuze n’en em gavo erfat.