Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

(An tri Roue an eil d’eguile.)

Ar Roue Turcq a lavar :

Col a reomp gant eman pa gleffen parfoeltra,
Men toue dec’h certen biquen ne boeltronan.
Me ya breman souden da scrifa eul lizer
Evit e gas dezan dre dorn eur messajer,
Da ziscleria brezel dezan publicamant ;
Etu ta, ma mignon, hep tam retardamant.

Ar Roue Pers.

Saturn ha Venus reit din oc’h assistanç,
Parfoeltret ho fenno dre oc’h oll buissanç,
Na lest quet aneze da rebarbi ouzin,
Bezet bepret fidel er c’hoste ma vezin.

Ar Roue Hiberni var e zaoulin.

Lucifer, Jupiter, Venus hac Appollon,
Me n’em recommand dec’h deus a greis ma c’halon :
Oll Doueo hac idolo deus an douar,
Roit din ar victor pe em bezo glac’har.

Ar Roue Pers var e zaoulin.

Neptun, Belzebut, Astarot ha Pallas,
Foeltret on innimiet en calon ar mor glas ;
Pe mar deuont aman, roet demp ar gourach
M’or bezo voarneze atao an avantach.

(Sevel a reont en o zao.)

————
Ar C’hondt A Poetou a antre.
Ar Roue Turcq a lavar :

Aru eo ar vech-man va innimi mortel,
Aru eo ar vech-man, me voel an infidel :
Arrettet, camarat, pe vezi carteriet,
Rac e zout var ar poent da vezan quemeret.

Ar C’hondt.

Penoz ! lavar, va den, terrupl out effrontet ;
Digor da daoulagat, cousquet out c’hoaz me gret.
Avancet, soudardet, deut buan d’am sicour,
Parfoeltret ar re-man, het varneze a foul,
Ne espergnet hini, lazet ha cartieret,
Tanet ha violet ha groague ha merc’het.