Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

Ha rac se, Jupiter, terrasset aneze.

Ar Roue Turcq.

Mihieyen, leret petra a fel dec’hu.
Idolo puissant, o pellec’h e zoc’hu !
Parfoeltret aneze, na lest quet davantach
Ac’hanon d’ho pedi, freuza ran gant arach.

Ar Roue Pers.

Pa le vantre jarni ! or sa ne batten muin.
Sicour din, va idolo, evit ho barfoeltri,
Dispennet aneze, losquet ha massacret,
Ne respettet hini pa vezet commancet.
Lequet artifico, flammo, tan violant,
D’ho lesqui voar ar plaç aman presantamant.

Ar Roue Hiberni.

Mahomet, ma oc’hu, discoellet ho puissanç,
Sicouret ac’hanon breman gant ho presanç,
Parfoeltret ho esquern, torret int a bezio,
Hac achet din ho c’hic evel boet pasteïo.

Ar Roue Pers a den e glenve.

Avancet, mabo gast, me renonç da’m Doue,
C’houi pe men ar vech-man a gollo e vue ;
Nen deus quen question, an dra-ze a zo goret,
Tol evez mat, va den, pe e vi glac’haret.

(En em gregui a reont.)

Ar Roue Hiberni a lar :

An Diaoul, a gredan, a zo en e goste,
En form ma ve eun den o combatti ive.

Ar Roue Pers.

Courach, Mars ma mignon, tol ar foeltr varneze,
Ne chom quet mes requet da sellet pel onte.

Ar Roue Turcq.

Idolo puissant, deut breman d’ho foeltra.

Ar C’hondt a Poëtou a antre hac a lar :

An Diaoul da’m dougo ! petra eo quement-man ?
Biscoas ne meus goellet c’hoari evel homan.
Or sa, demp voarneze hep tam remission,
Avancet, soudardet, hep tam apprehansion.
Allon, serpantet vil, Lucifer milliguet,
Breman me ho tizo pe e zon me tromplet.

(Sortial a ra.)