Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

Sant Bernard.

Jesus, Jesus, Jesus zo redemptor ar bed.

Ar Plac’h possedet.

Jupiter, Appollon ! morbleur, ma zicouret !
Penoz, lanso corden ! ret eo dit foeltra den
Pe me precipito ma na zentes ouzin.

(An Diaoul a apparis aman.)

Eul laer bras eo eman, eur voler ar brassan,
Me a ya gant ma dent d’en disparfoeltra.

Sant Bernard.

En anno Doue an tad en deus crouet ar bed,
En anno Doue ar map en deveus hor prenet
Hac ar Speret santel, en ano da Jesus,
Aer-rouan divergont, me as rento confus.
Jesus ma sicouret da c’hout petra voelan,
Diaoullo a bep tu, assuret a gredan,
Hac eun den possedet zo ous ma zourmanti,
Goerc’hes santel m’ho pet, reit oc’h assistanç din.

Ar Plac’h possedet.

Fors Calvin, fors Lutter, fors Sattan, Jupiter,
Ar sorcer-man ra din arraji gant coller :
Diguesset eur pognart ha neuze me’r lazin,
Mes eur groas zo gantan d’en em diffen ouzin.

Sant Bernard.

En anno an Tad hac ar Speret santel
Me deu daz conjuri a beurs an Eternel :
Diaoul bras an ifern quitta ar plac’h paour-man,
Te a zo possesseur d’he c’horf a d’he ine ;
Sortiet prest er mes, e me an Eternel,
En ano an Drindet, Tad, Map, ha Speret santel.

(An Diaoul a sorti er mes ar plac’h.)

Ar Plac’h a lavar :

Me ho trugareca, tad santel, a galon
D’am beza delivret dimeus eur sort eston :
Tri blas a zo breman aboe an heur guentan
Ma zon bet possedet gant al Lucifer-man ;
Mes dre oc’h orezon oc’h eus ma delivret,
Dre voyen ma Salver hac e groas biniguet.