Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

Da eslami ar re a guevin var ma hent :
Saccaji var an hent ar vugale munut,
Laza ha disfoeltra partout al loennet mud.
Ne respettin hini : feumeulen, groec na pot,
Den yaouang na den coz, na goerset en ep sort :
Ar re a rancontrin me ranco caout ho bue,
Pe me yel gant Satan evellen hep ine :
Divoar beg an tourrio me n’em dolo dan trao,
Ha c’hoas, mar chomman beo, my el dar milino,
Ha dindan ar rojo neuze me n’eum blanto,
Da c’hout hac y alfe parfoeltri ma mempro.
Oc’h arraji bemde me glasco al leonnet,
Ar bleizi, an ourzet, moc’h goe ha serpantet,
Ma’m bo compagnunez gante da viana,
Pa ne allan cavet deus an dud er bed-man.
Ranna raffe ma fen gant ar sonjezono
A laca an Diaoul em speret avizio.
Lavaret a ra din quemeret eur gontel,
Eun ach pe eur voel, petramant eur guizel,
Eur pognard pe eur c’hleve, pe eur gontrelassen,
Ha monnet var an hent evel ar vollerien,
Ha neuze quement den a voelen o tremen,
Diffoeltra aneze quer munut a queillien,
O chacat gant ma dent ha dibri ho c’halon,
E lezel gant ar chas evel eun ampoezon,
Hep respetti hini, daouest pe sort den ve,
Na pe sort calite, na pe a vro e ve :
Inventi tourmancho a neve flam deze
Evit o massacri e lavar din yve,
Quemeret scrifello evit dispen ho c’hiq,
Evit o distaga, o rosta var ar gril.
Lucifer, Lucifer, Belzebut a voellan,
Hac eur vouel vras var e ziscoa gantan !
Or sa, donnet a ran d’en em dizesperi :
Ya, gant ma bouel me roffe eun tol cre,
Ha gant an tol quentan me am be e bue.

(Tremen a ra pemp pe c’hoec’h den hac o laz oll.)
(Tremen a ra Sant Bernard hac a ya dan daoulin.)

7