Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

Quement a voa enni, hep cavet tam true,
Rac ma voaint revoltet a enep ar Roue,
Ha renta ar re-all sujet de Majeste.
Eur ker all en Candi a zifennas ouzin
Ha menn dirol an tan da zonnet d’ho zevi.
Goude-ze eur ker all ebars en Hiberni
A kerris a sonjal donnet d’am attaqui ;
Mes evit recompanç da ober an dra-ze,
Gant ma c’hlenve hep quen me a viras onte ;
Me ho lacas assur quer munut a bezio
Ma hallet o lacat da ober pastejo.
N’ho pezet quet a spont mar bezan me guenec’h,
Me eo goassa quillen ha gaffet en ep lec’h,
Evit ners nac adres ne foto quet dime,
Pa or bezo affer me zicouro neuze.
Assur me zo capabl hep quen gant ma c’hlenve,
Pa zon en ho servich, me a bromet dec’h ze ;
Ouspen me a raïo ar pez a gommandet,
Ya, men assur dec’h gant pep fidelite
Ho servija fidel gant pep humilite.

Ar C’hondt.

O clevet ho comzo e zoc’h eun den vaillant,
Rac se e meus dezir breman sur promtamant
D’oc’h ober Cabiten partout voar va arme,
Dindan va ordrenanç c’houi gommando deze.

Ar Baron.

Onez a zo eur garg ha ne veritan quet,
Mar plich guenec’h, Autro, a ze am excuset.

Ar C’hondt.

Ma na vijac’h vaillant, credet en eur guir cren,
N’am bije quet desseing d’ho lacat Capiten.

Ar c’henta Pach.

Prinç vaillant, generus ha constant,
Vaillanta den a zo dindan ar firmamant,
Me offr dec’h ma servich ha va fidelite
Pa seo ho madeles dont d’am receo ive ;
Me vo oboïssant dec’h, Baron a Franç,
Pa meus me an benor da zont en ho presanç.
Ebars en eur gombat a voa en Picardi abadi

5