Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

Tud a ve danjerus gant ho fen e guis-ze.
Pe hano oc’h eussu, leveret din ma den ?

Allan.

Allan Caro a Donquedec,
Lessanvet aman ar Bonedec.

Ar C’hapiten da Lavign.

A c’houi, va den, a zo yve deut evit monnet dan arme ?

Lavign.

Ya, Autro, rac ne meus quet
Eur banne guin eus ma sec’het.

Ar C’hapiten.

Breman he torri da sec’het,
Rac me roï dit anter cant scoet,
Hac êt en ker da bourmeni
Ha lequet evez d’en em vevi.

(Mont a ra en e rout.)

————
Ar C’hondt hac e dud.
Eur c’hourier a lavar.

Autro, chetu me bet ho tastum soudardet ;
Tud chentil ha noblanç, Autrone Baronnet,
Bourc’hizien ha comun ha hep sort calite
Zo en em anrollet da vonnet dan arme.

Ar C’hondt.

Deut mat oll a viet, me ha bromet dec’h ze,
Rac dezir bras a meus da sevel eun arme.
Evit monnet partout da gommandi deze,
Pa zoc’h oll tud vaillant ha tud a galite.

Eur Baron.

Me a zo eur Baron, a zo bet alies
Ebars en armeo dre ar rouanteles
Gant daou uguent mil den dimeus a dud vaillant,
Da bunissa ar re ha voa rebeliant,
Ha enep ar roue voaint en em revoltet,
Mes me gant eun arme e meus int punisset.
Quement deus en ep a voa en em savet
Ha dimeus ar Roue a voa en em goapet,
En eur guir en Muy, hac ebars en Avignon
He falveas deze ma zrompla a fesson ;
Me lacas d’ar maro tri-ugent aneze