Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

An Escop.

Pardonnet din, Autro, a ze an excuzet
Ar Gouarner a guer en devoa concluet
Da lacat ober goard, me a bromet dec’h se,
N’en devoa quet a urs, Autro, da ober se.

Ar C’hondt.

Quer e zeo bet dezan, m’e meus bet he buez,
Hac em bezo arc’hant, pe m’e gollo ivez.
Ha quement a c’houllan n’a rabattin diner,
Pe m’e lacai an tan partout da zevi quer.

Ar Senechal.

Enep lezen Doue he raffac’h quement-se,
N’hon deus quet a vado da zevel ar som-se.
Pa deffac’h da voerza hon oll vad en antier,
N’e zafac’h quet ar som a fell dec’h divar quer.

Ar C’hondt.

Belistr ha coquin fall, hac avis a heus-te
E ran me ar justiç evel m’a er greste ?
Ha m’ar be eur paour ques er prizon did lequet,
Ne ves james contant n’e pean revinet.
Neuze e vi bemdez ous e interroji
Quen a pezo tennet quement mad a guivi.
Ma n’a gueves testo d’en lacat d’ar maro,
Te a glasco erfin quellies deus a dro.
M’a quivi lec’h avoalc’h hep cavet tam truez
Da lemen digantan e zanves hac he buez.
Mes din-me n’e ri quet, cret assur an dra-ze,
Men bezo ma goulen pa z’hon deut da vale.

Ar Banquier.

Autro, m’ar plich guenec’h rei din daou de pe tri,
Me n’e c’houlennan quen evit ho fourveï.
Me roi den en antier, moyennant graç Doue,
Quement a leveret m’am bezo liberte.

Ar C’hondt.

Ya, me roï amzer evit ho fourveï.
Rac se gra diampech ha quenta m’a c’hilli,
Rentet din mil scoet, hac e c’helli neuze,
Beva atao en peoc’h ha cavet liberte.
Mes evidoc’h ho taou a ranco reï din-me