Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

Ar Gouarner.

Barbar hac innumen, tirant ha didalve.

Ar C’hondt.

Coms a res c’hoas ouzin, fripon, er fesson-ze.

Ar Gouarner.

Diaoul bras an ifern, te a c’heus ma bue.

Ar C’hondt.

Friponnet effrontet, coquinet didalve,
M’ho tisco da attaqui eun den evel d’hon-me.
Rac se en em diffen, me a bromet did se.
Me antreo en quer hac am bo da vue.

(Laza ra ar Gouarner.)

An oll Soudardet assambles.

Mizericord, Autro, pardon, en an Doue.
Ny a c’houlen pardon hac ouspen hor bue ;
Ny offr dec’h hor servich ar rest deus hor bue.

Ar C’hondt.

Me ho pardonno tout ha roi dec’h ho pue
P’an doc’h en em rentet, assuret oc’h a ze.
Ma visach resolvet ha to de n’em diffen,
M’en bije ho pue, an dra-ze zo certen.
Rac se, chommet aze pe retornet d’ar guer,
Me raï ma ordrenanç breman ebars en quer,
Hac a raio ma feuc’h gant ar binvidijen,
Men bezo ma c’houlen, an dra-ze zo certen.

————
Ar Senechal, an Escop hac ar Banquier.
Ar C’hondt a lavar.

He bien ! Autrone, nac evit pe sujet
Oc’h eus ac’hanou-me quen difesson trettet ?
Ha dont d’am refuzi evit neubeut a dra
N’e gleïac’h quet ober, an dra-ze a gredan.
Ha serri quer ouzin, ha n’ouzoc’h quet eo me
An Autro Souveren partout dre ar c’hontre.
Respontet din breman, mes n’e leveret guir.
Quent m’a voan deut en quer he voac’h meurbet habil,
Ha roet guenec’h moez d’am lacat er prison,
Da laza ma goardo hep tam remission.