Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

Ar Pap faus.

Ne meus quet da ober dimeus e bardonno :
Ma lezet em offiç, me raï dezan grasso.

Sant Guillarm.

Penoz ! en oc’h offiç ! c’houi voar ar virionne,
Me am boa ho croet Pap dre ma otorite.

Ar Pap faus.

Rac se, pa voan lequet, c’houi gleye yve
Dont bepret d’am diffen ouz ar ganailles-se.

Sant Guillarm.

Sallocroas, ma mignon, vit ar vech divezan,
Ma na gueret quittat me rai ho tivisca.

Ar Pap faus.

Ne meus affer a zen da zont d’am divisca,
Ma nan deut d’am zicour me guitaï ar vro-man.

Sant Guillarm.

Me n’ho tiffennin quet, men lavar dec’h breman,
Entre ma touguin bue me brotejo eman.

Ar Pap faus.

Roet en divus dit arc’hant assuramant,
Abalamour da ze em lemes ar vech-man.

Sant Guillarm.

Oblijet on da ze : me am boa an lamet
Er mes dimeus a Pap, rac se e zeo gleet
Dont d’en lacat adare ebars en dignite,
Ha da c’houlen pardon ouz an Autro Doue.

Ar Pap faus.

Pa deujoc’h d’am choas evit Pap a neve,
Avis a re guenen e voac’h eun den Doue.

Sant Guillarm.

Ha c’houi a gleo, Anaclet, na gomzet quen
Rac me voa revoltet sivoas enep ar fe.

Ar Pap faus.

Pa voaz quen revoltet, ues poa quen da ober
Nemert continui, ha dont d’am guenderc’hel ;
Pa voan me possesseur dimeus an alc’hoeo,
Me zigorje an or dit pa vijes-te maro.

Sant Guillarm.

Eman eo ar guir Pap, ha eman a yello ;