Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

E fel dec’h chom da Pap da gol ar gristenes,
Mes Doue a gredan n’er permetto james.

Ar Pap faus.

Hypocrit fal ma zout, gant ta gontadello !
En em den deus ma faç gant da oll sarmonio,
Terrupl out arrogant gant da valiç ouzin,
Envel ouz eur c’hi clan o tont d’am devori.

Ar Guir Pap.

Sallocroas ! ma breur quer, nen deo quet dre venjanç
E fel din bezan ar chef deuz an ilis presant.

Ar Pap faus.

N’oc’h eus tam droue ouzin ! Ya te lavar ze ;
Pa’m lemes deus ma stat e lemes ma bue.

Ar Guir Pap.

Ar stat-se zo gleet din herve lezen Doue.

Sant Guillarm.

Ar stat-se, va mignon, nen deo quet gleet dit.
Me meus-i roet dit dre va otorite,
En despet dan ilis, enep lezen Doue.

Ar Pap faus.

Men boa bet pardonnet dec’h oc’h oll pec’hejo,
Ha digoret dec’h an or deus an envo.

Sant Guillarm.

Va mignon, ma c’hredet, james nan de gleet
Reï an absolven ma na ve meritet.
Ar c’hoessour yve, allas ! a ve daonnet
Coulz hac ar penitant, man deve meritet.
Rac se ho supplian, ya a guir galon,
Da zenti c’hoaz ouzin evel eur guir mignon.

Ar Pap faus.

Rac se, gleet eo dec’h donnet d’am respetti,
Ha quenderc’hel bepret, donnet d’am menteni
Ouz ar ganailles fal-ze a deu d’am attaqui,
Ha nen dint en ep guis dign da barlant ouzin.

Sant Guillarm.

Ma mignon, c’hoaz eur voech, palamour da Zoue,
En em gonsideret ha chanchet a vue,
Ha goulennet pardon ouz ar Pap veritabl,
Hac e sello ouzac’h evel pa vec’h e map.