Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

Eur c’hoq, eul loe, eun taro. eur marc’h hac eun ijen :
Eur sort all a ador eur c’hi, eur c’has hac eun azen.
Ar re-ze a gredet zo oll doueo ;
Allas ! ha nan dint quen nemet faus doueo.

Ar Roue Turcq.

Penoz, map ar c’hast, tra excumunuguet !
An oll doctrin a zo guenede revinet.
Quitta an doue-ze hep tam difficulte,
Pe me a raïo dit e colli da vue :
Ha lavar din petra eo an doue-ze,
Pe aman var ar plaç me’n bezo da bue.
Chanche prest da lezen ha quitta da Zoue,
Pe me tisco da barlant er guis ze ouzin-me.

Sant Guillarm.

Me na ran quet a gas dimeus da dourmancho,
Groet ével ma queret ha bezet ma anco,
Ne doujan poan ebet, me gret ferm en Doue ;
Ma sicouret breman, Jesus roue an êe.

Ar Roue.

M’ho pet, leveret din eur veach couscoude
Pe sort sujet oc’h eus da gredi ho Toue ?

Sant Guillarm.

Crouer eo dan êe, dar mor ha dan douar,
Unan dan deïo-man e possedin e c’hloar,
Ha c’houi a raï ive mar sanchet a vue,
Hac adoret Jesus a zo roue an êe.

Ar Roue Turcq a ya dan daoulin hac a lar :

Me rent dec’h an armo gant pere e sonjen
Planta an erezi, hac a zistro a gren,
Hac a c’houlen pardon ouzac’h, Autro ar C’hondt,
Rac inspiret voan bet da reï dec’h eun affront.

(En em briatad a reont.)

Ar Roue Turcq a gontinu :

Me ro dec’h va bue, va c’horf ha va mado,
Me c’houlen diguenec’h, Autro ar C’hondt a Boëto,
Pardon a vir galon d’ho peza offancet,
D’ho peza contestet dre lezen Mahomet.

Sant Guillarm.

O Doue, ma Crouer ! c’houi zo oll-puissant,