Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

Da ziffen ho croc’hen ouzin-me adare ?

Sant Guillarm.

Chanchet a brepos, nen don muin er sonch-se,
Va speret a lacan da serviji Doue,
Ha non pas er brezel nac en batail ebet ;
Quement-se, ma mignon, a zo oll tremenet.
Me a c’houlen pardon diguenec’ho, Sire,
Mar am eus offancet nep pret ho majeste.

Ar Roue Turcq.

Goechal te a res din da zouja gant eston,
Gant ar zel deus da ben te sponte ma c’halon,
Te voa vaillanta den a voa var an douar,
Eun den fal, eun tyrant, eur geant, eur barbar ;
Et out oll da netra, ne c’heus mouin a galon :
Avis a ra guenen memeus out eur poeltron.
Pa voaz ouz ma redec dre ar c’hampagn guechal,
Neuze voas den avoalc’h, hac ouspen eun den fal ;
Goas evit eun diaoul e voa, tra infernal.

Sant Guillarm.

Me a zo soezet bras pa deuan d’ho coelet
Ho tont da adori an doue idolet,
Pere n’ho deus sicour nac ive assuranç,
Pere ne ellont quet ho miret deus offanç ;
Ha me a gret penos e zeus ep mar eun Doue,
Hac a zo crouer dec’h quercoulz eo dime,
En deus crouet an oll, an és hac an douar,
An Ele hac ar Sent, ar steret hac al loar.
Sanchet prest a lezen hac adoret Doue,
Roue ar rouanne, zo leun a drugare ;
Doue an oll doueo hac an oll idolet,
Ho cridi dar re ze, sivoas, e zoc’h daonnet.
Lavaret a ret din oc’h eus nombr doueo,
Mes nan dint netra tout nemet fos idolo :
C’houi a ador doueo pere zo inventet,
Ouzpen lezen Calven, Alcoran, Jupiter,
Ha goude Mahomet, ha Pallas, ha Luter :
Ha darn a zo quen dal a ador serpantet,
Ha darn all a zo ador a bep sort loennet,
Hac eun nombr all a zo ador eur voezen,