Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ket d’ezañ nemeur tremen eur seurt nozvez, rak eun nozvez gant kof goullo a zo skuizus ha yen. Mont a reas pelloc’h eta da c’hoari en-dro d’eur vereuri all ha da glask eur poñsin dianket bennak da chaokat.

Degouezout a reas gant eur bleiz, hag ar bleiz, eeun-hag-eeun, a oa kenderv kompez da Job, ha kar da Lom.

« Noz vat, aotrou », a lavaras dezañ Alanig, « en eur vont e-biou ».

« Noz vat, estrañjour », eme ar bleiz, « rak gwelout a ran n’oc’h ket eus ar vro ? »

« Gwir a lavarit, aotrou, n’anavezan ket ar vro. Ganet oun e Kemper, e palez ar roue, ha da Vrest emaoun o vont d’ar red, da glask eur medisin bras da zont war-dro Job ar bleiz ».

« War-dro va c’henderv neuze ? »

« A, Job a zo kenderv d’eoc’h ! »

« Ya vat ! »

« Mat, gouzout a rit eo bet, en deveziou-mañ, gwall vac’hagnet gant Alanig al louarn ? War e wele emañ abaoe. Ne ziskrog dioutañ an derzienn. War-dro 40 en deus atao. Medisined Kemper o deus kollet fiziañs. Setu emaoun o vont da Vrest da glask eur medisin all. Evit mont buanoc’h e soñjen mont dre an Treiz, hag em eus kollet va hent. Ken d’in beza aet gant an hent bras penn-da-benn betek Landerne ! »

« Paour kaez Job ! » a lavaras ar c’henderv.

Alanig a gendalc’has :

« Ha plijout a rafe d’eoc’h, aotrou, diskouez d’in an hent betek Plougastell ? »

« Ne ziskouezin ket d’eoc’h henoz an hent, ha ne dalvez ket d’eoc’h mont da Vrest a-raok warc’hoaz vintin. Pa viot degouezet e Brest e vo serret an holl djez. Chomit ganimp da dremen an noz, ha war-