Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

eurvad e oa raden hir ha bodennou kelenn en daou du d’ar foz. Alanig a valeas goustadik diouz tu ar raden, rak aon bras en doa ouz deliou lemm ar c’helenn. Lakaat a reas e holl finesa da vale dre guz. Ar chas, avat, a sant c’houez, hag al loen paour a glevas : aou, aou ! war e lerc’h.

Neuze avat n’en doa mui na droug na mez, nag aon da veza gwelet. Ober a reas eul lamm eus ar foz, ha dao ! a-dreuz ar parkeier, ken buan hag an avel. Tremen a reas e-biou da Rumengol, e-biou d’an Ospital, e-biou da Zaoulaz, e-biou da Loperc’hed (rak gwelloc’h e kave chom hep treuzi ar bourc’hiou). Hag edo degouezet war zouarou Plougastell.

Aet e oa skuiz ha berralan, ha naon en doa ouspenn. Da belec’h mont ? Heulia a reas an aodou. War-dro serr-noz, an deiz war-lerc’h, e tegouezas e Langristin. Goullo e oa e gof, ha vad en dije graet d’ezañ kig yar pe gig all. Ne oa ket gwall figus d’ar mare.

En eul liorz, eur yar goz a nije da gluda en eur wezenn-avalou. Alanig a dostaas. Klask a reas komzou flour evit saludi anezi. Met kollet en doa e deod, da lavarout eo, en doa kollet ouspenn an hanter eus ar finesa en eur goll e lost. Ne gavas nemet eun « noz vat » berr da lavarout d’ar yar goz. Ar yar ne respontas ket eur salud ken difeson. Alanig a grogas neuze da drei ha da drei dindan ar wezenn evit lakaat ar yar goz da voredi ha da goueza etre e grabanou.

Ne oa ket darbet d’ar yar goz moredi na koueza, me hen lavar d’eoc’h, rak kerkent ha ma welas e oa besk al louarn, e tirollas da c’hoarzin ha da c’hoarzin, ma tihunas ganti ar yer hag ar chas.

Alanig a gavas gwelloc’h mont kuit hag ober kof goullo e-pad eun nozvez c’hoaz. Koulskoude, ne blije