Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
20
AN TI SATANAZET

— « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. »

— « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »

— « Eontr ha moereb, an dra-se a zo ingal, rak mar deo marv unan, an hini all a zo bev. »

— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »

— « Du a laran-me ; ya ! du a welit, ha netra ken. »

— « Me a wel du ? me a wel du ? Me a wel sklaer, sklaer, sklaeroc’h egedoc’h, aotrou Job. Ho ! ho ! »

— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. »

— « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »

— « Mezv hoc’h-unan, lonker brein. Ouzhpenn ur varazad sistr hoc’h eus evet hiziv. »

— « Ha goude ? An dra-se a ra droug deoc’h ? »

— « Marteze. »

— « Ya ! droug a rafe deoc’h… ur… ur vuredad sistr. Me… me… ur varrikennad ne ra ket aon din. N’eus ket er c’hanton un ever sistr eveldon-me. »

— « Eo ! me a zo par deoc’h. »

— « C’hwi ?… c’hwi, Job ? »

— « Ya ! me, » a respontas Job, taer.

— « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? »

— « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. »

— « Ha, ya, Job ? »