Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


KENTAÑ STUDIER

He, paotr ! Pelec’h emañ da vestr ?

VAKNER

Doue hen goar, aotrounez !

EIL STUDIER

Penaos, ne ouzout ket ?

VAKNER

Eo, me a oar. Met Doue a oar ivez !

KENTAÑ STUDIER

Ro peoc’h gant da ziotachoù, ha lavar dimp pelec’h emañ.

VAKNER

Ha perak e lavarfen deoc’h, mar plij ?

EIL STUDIER

Bremaik ec’h eus lavaret e ouies.

VAKNER

N’eo ket abalamour ma ouzon e rankan lavarout. Tud desket eveldoc’h-c’hwi a dlefe mat hen kompren.

KENTAÑ STUDIER

Ne lavari ket neuze ?

VAKNER

Eo, lavarout a rin. Ha koulskoude, anzavit da gentañ pegen diot eo ho koulenn. Rak va mestr en deus divesker, hag a c’hell mont ha dont, ha tremen