Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


FOSTUS

Valdes, ken start eo va menoz ha ma’z eo start da c’hoant da vevañ. Evel-se, bez dinec’h.

KORNELIUS

Pa weli ar burzhudoù a c’heller ober dre achantouriezh, n’ez pezo mui a c’hoant da studiañ netra all ebet. Neb a anavez ar stered, ar yezhoù hag ar vein, a anavez kement tra a zo ret. Neuze, Fostus, ne vi ket pell o c’hounit brud. An erevent a lavar din e c’hellont disec’hañ ar mor ma karan, da gaout teñzorioù ar bagoù peñseet, — ya, ha dizoleiñ kement pinvidigezh a zo bet kuzhet gant hon tadoù e kalon an douar. Lavar din, Fostus, petra hor bezo mui da c’hoantaat ?

FOSTUS

Netra, Kornelius. Pebezh keloù laouen ! Deus, diskouez din ur burzhud, ma c’hellin tañva diouzhtu an eürusted a vezo din hep dale !

Mont a reont kuit hag ar ouel a gouezh.


EIL TAOLENN

Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Daou studier a zeu tre.

KENTAÑ STUDIER

Petra ’ta ’zo c’hoarvezet gant Fostus, a veze gwelet ken alies gwechall en hor skolioù ?

EIL STUDIER

An dra-se a ouezimp bremaik, rak sell, amañ emañ e vevel o tont.

Vakner a zeu tre, gantañ ur voutailhad win.